Marevezh Edo
Marevezh Edo zo ur prantad eus istor Bro-Japan a oa stabil ha peoc'hus a-walc'h dindan ren strizh ar c'hlann Tokugawa en Edo[1]. Kregiñ a ra war-dro 1600, pa gemer Tokugawa Ieyasu ar galloud goude Emgann Sekigahara, hag echuiñ a ra war-dro 1868 gant an adsav Meiji.
An Dokugawaed er galloud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1603, an impalaer Go-Yōzei (1571-1617) a lakaas Tokugawa Ieyasu da shōgun ; daou vloaz diwezhatoc'h, e 1605, Ieyasu a zilezas e garg evit he zremen d'e vab ; boulc'het e oa an dinastiezh Tokugawa neuze.
Diaes a-walc'h e voe d'ar re Dokugawa startaat o c'hrog war ar vro. E deroù ar bloaz 1609, ar shōgun a aotreas Shimazu Tadatsune (1576-1638), daimyō Satsuma-han ("Damani Satsuma") da aloubiñ Rouantelezh Ryūkyū, an enezeg a zo etre Kyūshū hag Enez Taiwan : nac'het he devoa ar rouantelezh paeañ truaj d'ar shōgunelezh nevez peogwir e paee trujaj da Sina dija, goude meur a anoazh all abaoe m'he devoa nac'het kemer perzh en aloubidigezh Korea. E miz Meurzh e krogas an emgannoù, hag e miz Mae e voe trec'h Tadatsune. Betek 1872 e voe Rouantelezh Ryūkyū ur Stad dizalc'h hag a rente gwazoniezh koulz da Sina ha da Satsuma-han[2],[3].
Ar shōgun Ieyasu a lakaas seziz war Osaka (miz Du 1614 – miz Genver 1615 ha Mae – Mezheven 1615) evit mougañ enebebiezh klann Toyotomi, a voe faezhet betek mont da get[4].
Er bloaz 1615 end-eeun ez embannas ar shōgunelezh en Edo un aradennad lezennoù, en o zouez ar buke shohatto (武家諸法度, "Lies krafoù lezennel a-zivout an tiegezhioù brezeler") a vestronie an daimyō[5], hag ar sankin kōtai (参覲交代/参覲交替, "Kemm en aketusted") a redie pep daimyō da vout en Edo bep eil bloaz[6] ; daoust d'al lezenn e kendalc'has an daimyoed da vout emren war o domanioù[1]. Buan e troas Edo da vout kêr bobletañ ar bed[6] Ar shōgunelezh a stalias ur bodad kuzulierien gozh, ar rōjū (老中 "kozhiad") renet gant un tairō (大老 "kozhiad meur") evit he c'huzuliañ, ha samouraied a voe lakaet da vurevidi[4]. Arc'hant bras a veze roet d'an impalaer e Kyōto, met pep galloud politikel a voe lamet digantañ..[1]
Didruez e voe ar shōgunelezh Tokugawa da lakaat ar peoc'h da ren er gevredigezh. Lakaat a raed kastizañ pep felladenn, bras pe vihan, dre dibennidigezh, kroazstagadur pe boazhadur : doujet-kenañ e oa pep samourai, pa c'helle lazhañ un dinobl abalamour d'an disterañ dismegañs ; ar felladennerion a renk uhel a veze rediet da seveniñ seppuku[6].
Dre ma veze gwelet ar gristeniezh evel ur galloud gourdrouzus e voe moustret, betek bout lakaet er-maez lezenn a-c'houde emsavadeg Shimabara (島原の乱 Shimabara no ran, miz Kerzu 1637 – miz Ebrel 1638), ma savas kouerion ha samouraied katolik enep an heskinadur a-berzh daimyō an domani Shimabara e Kyūshū.
Japan a brenn an nor ouzh an estren
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adalek 1633 betek 1639, ar bakufu dindan ren ar shōgun Tokugawa Iemitsu (1604-1651) a embannas politikerezh ar sakoku (鎖国 "chadenn ar vro"), a dalvezas betek 1854 : sparlet e voe Japan ouzh an estrenien, berzet e voe ouzh Japaniz mont d'an estrenvro, ha berzet e oa sevel listri keinvor[7]. Dre ar sakoku e voe lakaet un dermen da levezon bolitikel tost pep galloud estren e Japan, ha finvezh lec'h kantvedel Portugaliz e voe.[6]
Izelvroiz (protestanted anezho) e voe an Europiz nemeto a voe gouzañvet e Japan ; aotreet e voent da virout ur c'hontlec'h en Enez Dejima, un enezenn 9 000 m² bet savet gant an dud, a oa bet e dalc'h Portugaliz nepell diouzh Nagasaki. Sina ha Korea e oa an div vro all a oa aotreet da genwerzhañ[6]. Kalz levrioù estren e voe berzet o gwerzhañ e Japan.[1]
Degouezh ar Shogunelezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E dibenn an XVIIIvet kantved e krogas ar shōgunelezh da wanaat[6]. Echu e oa gant an araokadennoù er gounezerezh[4], ha dister e voe mererezh an naonegezh Tenpō (天保の飢饉 Tenpō no kikin) a skoas Japan adalek 1833 betek 1837[6]. Un emsavadeg kouerion a oa e gor, ha nebeutoc'h a delloù a zeue e kefioù ar gouarnamant[4]. Ar shōgunelezh a grennas gopr ar samouraied, a oa paour un niver bras anezhe dija hag o deveze alies un eil micher evit skoulmañ ganti[5]. Dizale e voe lod anezho, aet er-maez pep framm, o fichañ diskar shōgunelezh ar c'hlann Tokugawa[8]
.
D'an hevelep mare e teue mennozhioù Europa ar C'hornôg d'ar bobl dre ar rangaku (蘭學 "studioù izelvroat") degaset gant levrioù eus an Izelvroioù[1]. Ar mezeg Sugita Genpaku (1733-1817), da skouer, a implijas teknikoù kornôgel evit kemmañ ar c'healioù japanat a-fed korfadurezh an den[9]. Gouizieion all a voulc'has al luskad kokugaku (國學 "studioù broadel") evit distreiñ d'ar pezh a lakaent da "dalvoudegezhioù broadel" : enebiñ ouzh an nevez-konfusianegezh sinaat a veze skoret gant ar shōgunelezh Tokugawa, hag adlakaat an impalaer er galloud dreist ar shōgun, evel ma veze kelennet gant ar relijion shintō en ur ober dave da orinoù Japan : Oadvezh ar Speredoù (神代 kami-yo), kent Jimmu, an impalaer kentañ, diskennad eus Amaterasu, doueez an Heol, hag eus Susanō, he breur, doue ar c'horventennoù[10].
Diwezh ar Shogunelezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tousmac'h bras a savas e Japan e 1853 pan erruas ul lestraz eus ar Stadoù-Unanet renet gant ar c'homodor[11] Matthew C. Perry (1794-1858). Kaset e oa bet da Japan gant gouarnamant SUA evit terriñ emglozadur ar vro. Ar shōgunelezh n'he devoa difenn ebet enep ar c'hanolioù modern, hag e rankas neuze plegañ da urzhioù en estrenien nevez : reiñ aotre d'al listri amerikan d'en em bourveziñ ha da ober kenwerzh e porzhioù Bro-Japan[6]. Galloudoù ar C'hornôg a redias an dierniezh Qing e Sina, Impalaeriezh Rusia ha Japan da sinañ ar pezh a voe anvet "feurioù-emglev digempouez" gant Sinaiz ; Japan a voe rediet da lezel Kornôgiz da ober o annez er vro, hep lakaat kresk war prizioù ar marc'hadourezhioù enporzhiet ha ne oant ket aotreet kas Kornôgiz dirak ul lezvarn[1]
.
Pa ne c'halle ket ar shōgunelezh enebiñ e voe brouezet kalz Japaniz, re ar Su dreist-holl[6]. Dindan levezon al luskad broadelour kokugaku, kalz samouraied a savas a-du gant al lugan son'nō jōi (尊皇攘夷 "Azaouziñ an impalaer, argas ar varbared") enep ar shōgunelezh hag an alouberion, gant harp daou zaimyō eus Chōshū ha Satsuma er Su[10]. E miz Eost 1866, nebeut goude bout lakaet da shōgun, Tokugawa Yoshinobu (1837-1913) en devoe poan o sioulaat an emsavadeg a oa c'hoazh e gor[12]. Er bloaz 1868, an daou zaimyō eus ar Su a gendrec'has an impalaer Meiji (1852-1912), 16 vloaz, hag e guzulierion da embann un daskrid a c'houlennfe diwezh ren ar shōgunelezh Tokugawa, ar pezh a voe graet. Dizale ez kerzhas armeoù Chōshū ha Satsuma betek Edo, ha boulc'het e voe Brezel Boshin (戊辰戦争 Boshin sensō), a badas eus miz Genver 1868 betek miz Mezheven 1869 ha finvezh ar shōgunelezh Tokugawa.[6]
Kevredigezh ha sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levezonet-don e oa klann Tokugawa gant an nevez-konfusianegezh a skorent. Rannañ a rejont ar gevredigezh e peder rann, ar peder micher (士農工商 shì nóng gōng shāng) evel e Sina : shī (士 "klezeour"), nóng (農 "labourer-douar"), gōng (工 "artizan") ha shāng (商 "marc'hadour"). A-zisrann e chome ar samouraied, a venne heuliañ ar bushidō (武士道), "hent ar c'hadour"[13].
A-hed kentañ kantved ren ar c'hlann Tokugawa e kreskas poblañs Japan daougement, betek tri milion a dud, abalamour d'ar gounezerezh dreist-holl ; stabil e chomas betek diwezh ar marevezh[4]. Hentoù ha pontoù a voe savet, lamet e voe ar gwirioù treizh warno, un doare moneiz hepken a voe skoet, kement-se holl a lakaas ar c'henwerzh da vleuniañ[4]. Muioc'h a dud a voe er c'hêrioù, met tost da 90% eus ar boblañs a oa o chom war ar maez[14],[1]. Diorroet e voe ar varregezh da lenn, da skrivañ ha da gontañ e-touez kêriz koulz ha maezidi. Kalz skolioù prevez a voe savet, en-dro d'an azeuldioù pergen, ha hepdale e voe 30% a dud desket — moarvat ar feur uhelañ er bed d'ar mare-se.[6] — ha dre-se e kreskas kalz an niver a levrioù embannet, betek kantadoù bep bloaz[14]. A-fet gouzout kontañ, muioc'h-mui a dud a voe gouest da reiñ o oad gwirion, ar pezh a oa a-live gant Europiz ar C'hornôg. A-hed an XIXvet kantved e veze gouest 100% a Japaniz da gontañ reizh. A-drugarez d'an izel ma oa an dislennegezh enni e c'hallas Japan ober finborte er c'hantved da-heul[15].
A-feur ma pinvidikaas ar genwerzhourion a-hed ar Marevezh Edo e krogjont da bostañ arc'hant er sevenadur hag er gevredigezh[16],[17]. Lod anezho a oa madoberourion a rene ur vuhez vlizelour a veze graet ukiyo (浮世 "bed war neuñv") anezhi[10], alese an arz ukiyo-e (浮世絵 "skeudennoù eus ar bed war neuñv") hag al levrioù ukiyo-zōshi (浮世草子 "levrioù eus ar bed war neuñv"). Ar c'hentañ seurt levrioù japanek a blijas kalz d'an dud e voe ar re-se[10].
Poblek ivez e teuas da vezañ ar pezhioù-c'hoari kabuki (歌舞伎) hag ar margodennoù bunraku (文楽)[10]. Alies e veze c'hoariet ar pezhioù-se gant kouta (小唄 "kanaouennoùigoù") ha sonerezh ar shamisen (三味線), ur benveg-seniñ a erruas e Japan e 1600[18]. An Haiku (俳句) e voe an doare barzhoniezh pennañ, Matsuo Bashō (1644-1694) ar mestr anezho[10]. Ur vicher nevez a voe evit ar merc'hed : hini ar geisha (芸者), anezho arzourezed a ouie kanañ, seniñ ha kendivizout gant o arvalien — gisti ne oant ket avat[19].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 1,2 1,3 1,4 1,5 ha1,6 Perez, 1998.
- ↑ Turnbull 2006.
- ↑ Kerr 2018
- ↑ 4,0 4,1 4,2 4,3 4,4 ha4,5 Totman, 2014
- ↑ 5,0 ha5,1 McClain 2001.
- ↑ 6,00 6,01 6,02 6,03 6,04 6,05 6,06 6,07 6,08 6,09 ha6,10 Henshall 2012.
- ↑ Chaiklin 2013.
- ↑ Sims 2002.
- ↑ Walker 2015.
- ↑ 10,0 10,1 10,2 10,3 10,4 ha10,5 Hane & Perez 1991
- ↑ Ofiser er morlu e Breizh-Veur, en Izelvroioù pe er Stadoù-Unanet, dindan urzhioù un isamiral ; 1760, eus (nl) kommandeur, dre (fr) commandeur.
- ↑ Gordon 2009
- ↑ Collcutt 1983.
- ↑ 14,0 ha14,1 Jansen 2002.
- ↑ Baten 2016
- ↑ Karan 2005.
- ↑ Hirschmeier & Yui 1975
- ↑ Dalby 2000.
- ↑ Crihfield 1983.
|