Mont d’an endalc’had

Maentwrog

Eus Wikipedia
Tiez kozh e straed pennañ Maentwrog.

Maentwrog zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh e Gwynedd, e hanternoz Kembre, etre Harlech, Blaenau Ffestiniog ha Porthmadog. Emañ war lez ar stêr Dwyryd, en norzh da Lenn Trawsfynydd. E 2011 e oa 631 den o chom e Maentwrog ha 67% anezho a oa kembraegerien.

Un tredanva dre zour zo e Maentwrog, abaoe 1928, hag a ya en-dro gant dour eus Lenn Trawsfynydd. E-kichen ar gêriadenn emañ "Plas Tan y Bwlch", an ti m'emañ sez kreizenn studi Park Broadel Eryri.

Talvezout a ra Maentwrog kement ha "maen Twrog", diwar an anv sant Twrog hag a gaver ivez en anv-lec'h Llandwrog. Kontañ a reer e oa Twrog ur sant, mab d'ar priñs brezhon Ithel Hael ha breur da veur a sant all, en o zouez Baglan, enoret e kêriadenn Baglan hag e Llanfaglan, Tanwg, enoret e Llandanwg, ha Tegai, enoret e Llandygái.