Kulasenn (armoù-tan)
Ur gulasenn zo ur pezh en un arm-tan a servij da serriñ kambr ar munision a-dreñv d'ar c'hanol. Ur pezh luziet eo peogwir e rank bezañ fiñv-difiñv ha war un dro solut a-walc'h da chom hep terriñ abalamour da wask ar gazoù produet gant poultr ar munisionoù o tarzhañ.
Doareoù kulasennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur gulasenn a c'hall bezañ serr pe digor, blodet pe frank. Un arm-tan a ya en-dro gant ur gulasenn digor a c'hall bezañ blodet e gulasenn (pistolenn-vindrailher Thompson) pe frank (PM wz. 63). Armoù zo a cheñch o mont en-dro hervez o mod-tennañ : ar Fallschirmjägergewehr 42 a denn e « kulasenn digor » pa vez e mod aotomatek ha « kulasenn serr » pa vez e mod damaotomatek.
Kulasennoù serr pe digor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kulasenn serr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant ar sistem-mañ eo serr ar gulasenn dija da vare an tennañ. Resisoc'h eo an tennoù peogwir e fiñv nebeutoc'h pezhioù an arm, met hiroc'h eo an arm da yenaat goude pep tenn ha gwallzarvoudoù a c'hell en em gavout : ma chom tomm-berv ar gambr e c'hall bezañ uhel a-walc'h an temperadur enni da lakaat an emors da darzhañ e-unan hep bezañ skoet. Cook off a vez graet eus an darvoud-se. E-touez an armoù dezhe ur sistem « kulasenn serr » e kaver dreist-holl :
- ar c'harabinennoù morailh
- ar c'harabinennoù dezhe ul loc'henn-grogenn
- ar fuzuilhoù-pomp
- ar braz eus ar pistolennoù
- ar braz eus ar fuzuilhoù-arsailh (M16, AK-47...)
Kulasenn digor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant ar sistem-mañ e chom ar gulasenn en a-dreñv betek ma vo pouezet war an draen ha dieubet gantañ. Bontet eo ar gulasenn neuze gant ar winterell-daspunerez, degas a ra ganti ur gartouchenn er gambr hag e sko warni. Dre se e vez yenaet gwelloc'h an arm, setu perak e vez implijet kalz war armoù uhel o lusk-tennañ evel ar pistolennoù-mindrailher. Diresisoc'h eo an tennoù dre ma fiñv ar gulasenn da vare an tenn. Ar sistem-mañ a gaver war armoù evel :
Kulasennoù frank pe blodet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kulasenn frank
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Frank eo ar gulasenn war armoù aotomatek pe damaotomatek a ra gant munisionoù izel o galloud. A-walc'h eo nerzh ar winterell neuze evit mirout ouzh ar gulasenn da gilat ha da zigeriñ da vare an tenn betek ma vefe aet ar boled e-maez eus ar c'hanol. Setu un nebeud armoù a ya en-dro dre ar sistem-se :
- Walther PP
- Makarov PM
- MAT 49
- STEN
Kulasenn vlodet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Blodet e rank bezañ ar gulasenn war armoù a implij munisionoù galloudusoc'h. Ma vefe frank ar gulasenn e c'hallfe digeriñ dindan wask ur munision galloudus a-raok ma vefe aet ar boled er-maez eus ar c'hanol penn-da-benn, ar pezh a vefe dañjerus abalamour d'ar gwask gazoù uhel a zo enni d'ar poent-se. Un nebeud armoù a ra gant ar sistem-mañ :
- ar Browning HP, hag ar bras eus ar pistolennoù uhel o c'halibr
- ar re dezhe ur wikefre gant ul loc'henn (FAMAS da skouer)
- ar re dezhe ur wikefre gant rollerioù (HK G3, HK MP5)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Filmoù berr da zisplegañ an diforc'hioù etre kulasennoù serr ha digor pe frank ha blodet war chadenn Maître Luger (gwelet d'an 09/10/2024)