Kegin-derv
| |||
---|---|---|---|
![]() Ur gegin-derv.
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Passeriformes | ||
Kerentiad : | Corvidae | ||
Iskerentiad : | Corvinae | ||
Genad : | Garrulus | ||
Anv skiantel | |||
Garrulus glandarius (Linnaeus, 1758) | |||
D'ar vevoniezh![]() ![]() ![]() e tenn ar pennad-mañ. |

Tresadenn (1877) gant Keulemans
Ar gegin-derv (liester : kegined-derv)[1], pe kegin (liester : kegined)[2], a zo ur spesad golvaneged eus ar c'hoadoù hag ar garzhaouegoù, Garrulus glandarius an anv skiantel anezhañ.
Deskrivet e voe ar spesad gant an naturour svedat Carl von Linné (1707-1778) e 1758[3] evit ar wech kentañ, Corvus glandarius (kentanv) e anv skiantel d'an ampoent.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Vioù Garrulus glandarius.
Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevañ a ra diwar voued a bep seurt hag a gav er gwez pe war an douar : divellkeineged (organegoù noazus en o zouez), eskell-kroc'hen, frouezh (mouar da skouer), greun, had, krignerien bihan, laboused yaouank ha vioù. Anavezet eo ar spesad en abeg ma vergn boued, mez (derv) peurgetket, d'e guzhat evit ma vo adkavet gantañ kenkent hag arruet ar goañv.
Annez hag isspesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar spesad a gaver ar pevar isspesad ha tregont[4] anezhañ en Eurazia.
|
|

Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Garrulus glandarius el lec'hienn BirdLife International.
- (en) Garrulus glandarius e lec'hienn an International Union for Conservation of Nature (IUCN).
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Studiet gant TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg.
- ↑ Martial Ménard, Dictionnaire français-breton, 2012, Éditions Palantines, pajenn 631a.
- ↑ (en) AnimalBase.
- ↑ (en) Roadennoù IOC World Bird List diwar-benn Garrulus glandarius.