Kaozeadenn Implijer:Llydawr/Diell 00
- Plijus-tre ar pennadoù degaset ganit ha talvoudus da reizhadennoù. Evit ar c'hantvedoù eo ret implijout an niveradur roman ha neket an niveradur arab evit lakaat al liammoù war wel. N'eo ket echu sevel an holl bennadoù c'hoazh met krouet eo ar patromoù. Gallout a rez skrivañ anezho etre sonelloù [[]] pe etre briataennoù {{}}. Trugarez. --Fulup 10 Kzu 2005 da 21:08 (UTC)
- Mat. Klask a rin derc'hel soñj. --Llydawr 10 Kzu 2005 da 21:56 (UTC)
- Trugarez dit. Pa respontez d'unan bennak eo gwelloc'h skrivañ ar respont war-eeun war bajenn gaozeal an den en deus skrivet dit. Evel-se e vez resevet gantañ ur gemennadenn a lavar dezhañ ez eus bet skrivet dezhañ gant unan bennak. Ma skrivez war da bajenn dit-te, ne ouio ket an den ac'h eus respontet dehzañ nemet ma soñj mont da wiriañ. Plijus-tre em eus kavet ar pennad diwar-benn hent ar seiz. --Fulup 11 Kzu 2005 da 15:39 (UTC)
Buzantion/Bizantion/Bizañs
[kemmañ ar vammenn]Salud dit. Marteze e vijet tu dit lakaat da soñj war bajenn gaozeal pennad Impalaeriezh roman ar Reter ivez a-raok cheñch an termen er pennad. Lañset em eus ur gaoz aze. Evel-se e vo tu da eskemm gant ar re all ha kemer un diviz war-lerc'h (un tammig pounner eo reolennoù ar wiki met evel-se ne vez ket feuket an dud). Dre vras, ne blij ket d'an dud pa vez cheñchet termenoù er pennadoù savet ganto hep na vije un eskemm. Setu perak n'em boa ket cheñchet an termen diouzhtu. Trugarez dit. --Fulup 17 Kzu 2005 da 21:50 (UTC).
- Trugarez, mat eo din cheñch war ar pennadoù a denn d'ar c'hantvedoù ivez. Chom a ra da welet petra a soñj Ch. Rogel a oa bet savet ar pennad-se gantañ. Lakaat a rin ur gerig dezhañ war e bajenn gaozeal. --Fulup 18 Kzu 2005 da 18:17 (UTC)
Patromoù Babel
[kemmañ ar vammenn]- difaziet em eus ar vi-koukoug a oa chomet war patrom ar c'hembraeg. Trugarez dit.
- Evit Idia/Indez, n'on ket ken sur. Evidon e sellan ouzh Indez evel ouzh un anvadur kornôgat hag istorel (Kompagnunezh an Indez, meurvor Indez, hag all). Pa vez anv eus istor ar vro avat, ha pa vefe a-raok krouidigezh ar Stad indian hag ha pa oa ledanoc'h bevennoù India/Indez eget bevennoù ar Stad a-vremañ on techet d'ober gant an termen India. Ingal em eus graet gantañ en holl bennadoù istor a denn d'ar c'hantvedoù. --Fulup 8 Gen 2006 da 21:30 (UTC)
Kelc'hgeriadur/Holloueziadur
[kemmañ ar vammenn]- Emañ an traoù oc'h en em stummañ un tamm war ar c'hraf-mañ degaset ganit. Un toullad tud o deus roet o soñj bremañ ha war a hañval ne vefent ket a-enep d'ur cheñchamant. Bodet em eus an holl gaozeadennoù en hevelep lec'h : Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù skiantel evit ma vo sklaeroc'h an traoù, ha kinniget em eus un hent (vot ofisiel + goulenn sikour war-lerc'h). --Fulup 18 C'hwe 2006 da 12:20 (UTC)
Zheng He
[kemmañ ar vammenn]- Plijus-tre da bennadoù db. an ergerzherien. Lakaet em eus pennad Zheng He da bennad ar sizhun e Porched Sina. Tu a vije bet dit en ober diouzhtu ivez, mat eo lakaat ar porchedoù da vevañ evit broudañ an dud da vont da welet. --Fulup 6 Meu 2006 da 18:50 (UTC)
(o)uigoureg
[kemmañ ar vammenn]graet am boa evel-se rak n'on ket gwall sur penaos e vez distaget ar vogalñenn gentañ er yezh orin. kavet e vez alies an diforc'h er yezhoù turkek etre u~ü. m'ac'h out sur e vez distaget u lâr din hag e vo cheñchet. ha perak ouigoureg kentoc'h eveit wigoureg 'ta? --Neal 10 Meu 2006 da 07:59 (UTC)
graet eo. aet on da lakaat ur sell war an distagadur resis ha cheñchet eo bet. trugarez dit evit an evezhiadenn. --Neal 10 Meu 2006 da 08:20 (UTC)
eston(i)eg
[kemmañ ar vammenn]mat eo, graet e vo gant ar stumm "estoneg". ur fazi an hini e oa n'eo ken. trugarez evit da evezhiadenn.--Neal 19 Meu 2006 da 08:48 (UTC)
yezhoù lappek/yezhoù samiek
[kemmañ ar vammenn]amañ ez eus un dalc'hik bihan ha n'on ket evit e diskoulmañ. heulian a ran ar stummoù hag an doare-renkañ implijet war an Ethnologue dre ma'z eo kok-tre. gante avat daoust ha ma vez great gant ar stumm sami evit ober dave da bep yezh e reont neoazh gant ar stumm lappic evit ar familh-yezhoù ac'h a da heul. n'on ket a-enep ober gant ar stumm "samiek" evit ar familhoù ivez, met ret e vije din goût en a-raok hag-eñ ez eus un abeg reis evit ober an diforc'h etre an daou stumm war Ethnologue.--Neal 19 Meu 2006 da 08:48 (UTC)
pajenn degemer
[kemmañ ar vammenn]- Evel-just. Mat ac'h eus graet. N'on ket perc'henn war ar bajenn degemer, na pell alese. Klask a ran kinnig traoù warni evit ma vo bev ar wiki. Gwall sammet on gant traoù a bep seurt ha ma c'hall tud all degas buhez warni gant ur brezhoneg yac'h n'eo ket ken gwell a se. --Fulup 19 Meu 2006 da 14:31 (UTC)
Loudeg > ludeg
[kemmañ ar vammenn]- ya, gwir eo. trugarez adarre. reizhet eo bet. --Neal 20 Meu 2006 da 17:35 (UTC)
kas pe tro (respont)
[kemmañ ar vammenn]- kavet e vez war meur a bajenn war ar wikipedia e brezhoneg ... ganin-me eo bet ijinet e gwirionez rak ne blij ket din an termen tro rak re ledan eo hag a-bell (un tro-lavar da skwer n'eus netra da welet gant un tro a seurt-se)--Neal 22 Meu 2006 da 18:57 (UTC)
- n'eo ket ret ma digareziñ - da goprena ran hep kudenn ebet. evel-just eo gwell doujañ d'ar gerioù implijet gant ur bern tud, sur ha n'eo ket marteze. met... pa vez kaoz eus gerioù teknikel (ha teknikel-tre eo ar ger-mañ) e vezont ijinet gant tud (a-wechoù hiniennoù), arbennigourion-i (sañset) war an danvez-se. n'on ket sur e vez "implijet" ar ger tro gant "un toullad tud" hag ijinet eo bet ivez gant unan bennaket hep mar ebet. ar pezh a zo, ne gavan ket reizh "tro" evit reiñ "cas". gwir eo e c'hell bezañ liesster "cas" e saozneg (met n'eo ket war ar memes tachenn - hini ar yezhoniezh, evel "tro") pe ledan e ster, met n'eo ket ledan e ster e brezhoneg pa vez implijete vel termen teknikel. reizh eo d'am soñj ober gant "kas". ma'ch eus c'hoant, avat, n'on ket a-enep goulenn ali an holl a labour war ar wikiedia ha kemmañ "kas" > "tro" mar bez ezhomm (ret e vije kemmañ meur a dra bet great dija, m'enfiñ n'emañ ket aze an dalc'h e gwirionez). gwir eo ne blij ket gwall din un termen "kas" evit abegoù all - gallekaat ar yezh dreist-holl, met kentoc'h e vefen evit klask ur ger all, kals reisisoc'h, kentoc'h evit ober gant tro.--Neal 23 Meu 2006 da 07:49 (UTC)
un diskoulm mat-tre eo hennezh (troad): n'on ket a-enep na tamm ebet, a-du kentoc'h e savfen gant e implijout en un doare sistematel. n'eo ket me an hini eo ac'h aio d'e gemmañ bewech war ar wikipedia-mañ avat. --Neal 19 Mae 2006 da 08:44 (UTC)
nebeut ha nebeud
[kemmañ ar vammenn]- trugarez vras dit. gellet em bije mont da glask en ur geriadur da gentañ e gwrionez.... ar pezh a zo, daoust ha ma vez implijet dres e evl ma lârez-te (ar gwir a zo ganez pen-da-benn), n'on ket sur e vefe reizh an dielfennadur yezhadur a gaver, da skwer e geriadur an here, o lakaat nebeud hervez an implij... m'enfiñ, n'on ket o vont da dabutal war ar poent-se. trawalc'h eo din goût penaos o implijout herevz reolenoù ar reizhskrivañ --Neal 24 Meu 2006 da 07:52 (UTC)
Rummadoù an ergerzherien
[kemmañ ar vammenn]- Lennet em eus da evezhiadenn war ar rummata ergerzherien. Lakaet em eus ar gaoz en ti-chopin peogwir ne ouien ket petra ober gant da ginnig war pajenn ar pajennoù da nullañ.
A-du ganit, ur gudenn zo aze. Tu zo d'ober gant Ergerzherien Danat (e-lec'h Ergerzherien Danmark), evel ma kinnigez. Krou ar rummad nevez ha laka ennañ ar rummadoù-mañ [[:Rummad:Danmark]], [[:Rummad:Tud dibar Danmark]] [[:Rummad:Ergerzherien dibar]] ha [[:Rummad:Ergerzherien dre vro]] Diverkañ a rin ar rummadoù diezhomm war-lerc'h.--Fulup 2 Ebr 2006 da 15:39 (UTC)
- Klik war al liamm ruz nevez deuet e traoñ da bennad, dle war [[Ergerzherien Danat]], digeriñ a raio ur prenestr goullo evel evit ur pennad nevez. Skriv e-barzh anvioù ar rummadoù am eus lakaet dit a-us. Enroll an traoù. --Fulup 2 Ebr 2006 da 20:26 (UTC)
- Mat eo met ret eo dit tennañ an daoubik kentañ (lakaet em boa anezho evit na zeuje ket war wel e traoñ da bajenn implijer dit-te ar rummadoù skrivet ganin aze). Sell penaos emañ rummad an Ergerzherien danat bremañ. --Fulup 2 Ebr 2006 da 20:53 (UTC)
Ar Faoued
[kemmañ ar vammenn]Ya, emañ ar wirionez ganeoc'h. Penaos gober evit eeunaat an traoù? A galon. Kadbzh 15 Mez 2006 da 20:29 (UTC) Splann evel bramm ar vran. Kadbzh 15 Mez 2006 da 20:33 (UTC)
pa po bet divizet penaos ober, kas din ur gerig hag e tiverkin ar pennad a ranker ober war e dro m'ho pues c'hoant--Neal 16 Mez 2006 da 08:20 (UTC)
Anvioù lec'h
[kemmañ ar vammenn]Demat.
Evel-just e raker gober gant stummoù Ofis ar Brezhoneg. Heuliet am boa ar pezh a oa er rolloù.
A galon.
Klaod.
86.210.121.214 30 Mez 2006 da 18:24 (UTC)
Luget bremañ.
Kadbzh 30 Mez 2006 da 18:25 (UTC)
Demat.
Pell ag ar vro... Geriadur ebet ganin... Digarezit. A galon. Klaod. Kadbzh 14 Eos 2006 da 16:06 (UTC)
Koskoriad an heol
[kemmañ ar vammenn]Evit ar c'heleier, 'm eus kemeret harp war ur pennad e barzh Le Monde... War ar seblant eo bet kemeret an diviz dija. Ne chom mui nemet da gadarnaat...
Evit Karon pe Charon? Brezhonekaet 'm eus evit adkavout ar son "k" evel 'z eus bet graet e meur a yezh all. N'em eus kavet stumm ofisiel ebet e brezhoneg. Ha Karon a seblant bezañ ar poellekañ. Kalz poellekoc'h eget ar stummoù brezhoneg evit Neptun hag Uranus. Memes tra, ret e vo kavout ur stumm brezhoneg evit Ceres : Seres moarvat... Benoni 18 Eos 2006 da 20:17 (UTC)
Trugarez. Cheñchet m'eus un tamm da ginnig (ar ger "ment" ne zegouezhe ket evit "deiz" ha "bloaz"). Iskomandant Marc'heg 25 Eos 2006 da 16:19 (UTC)
Douaroniezh
[kemmañ ar vammenn]Demat. Emañ ar wirionez ganeoc'h. Kemm ha rin an traoù neuze. A galon. Klaod.Kadbzh 5 Gwe 2006 da 17:24 (UTC)
La Habana
[kemmañ ar vammenn]Trugarez evit bout reizhet. A galon. Klaod. Kadbzh 11 Gwe 2006 da 20:24 (UTC)
Departamantoù
[kemmañ ar vammenn]Klasket em eus implij an departamantoù evit tizhout an 10 000: 90 pennad x 2, n'eo ket kas 500 da 1000, met 'gozik 'walc'h. Ha klasket implij anvioù an departamantoù/stêrioù evit mont buanoc'h: memes skrid. Evel just e vint da adwelout, mar karer digejañ stêr ha departamant. Koulskoude n'on ket sur eo d'ar wiki brezhonek da vont war an hent-se: me n'in ket bepred. Un dra hepken: mar stagez da zigejañ unan e vo ret dit ober evit an holl, eus an Ain (gwir eo e oan krog d'ober, met e soñj unaniñ an daou bennad e oan) betek an Yonne (n'on ket evit ober gant "ar" Yonne). Un draig all: ret eo en em glevout db anvioù ar rummadoù: departamant gall, pe departamantoù gall, stêr eus Bro-C'hall (ne blij ket din) pe stêrioù Bro-C'hall? Gwelloc'h al liester din-me. Goude e vo ret ober gant "stêrioù Breizh" evel just. Petra 'gav dit?Bianchi-Bihan 2 Du 2006 da 17:06 (UTC)
Pa sonjan, peadra a vo d'ober goude gant stadoù Kanada, Brazil, ha re all.Bianchi-Bihan 2 Du 2006 da 17:08 (UTC)
Mat eo: re vuan am boa lennet "Gwelit Aisne (stêr eus Bro-C'hall)" ha komprenet fall petra 'z poa c'hoant d'ober. Kavout a ra din koulskoude e c'hallfed "glasaat" al listenn zo er bajenn "departamant gall" a-raok c'hoari digejañ. Bianchi-Bihan 2 Du 2006 da 17:24 (UTC)
Digejañ
[kemmañ ar vammenn]N'eus ket a zigejañ evit ar bajenn Orléans e galleg, ha d'am sonj ne dalve ket ar boan ober e brezhoneg ivez.Bianchi-Bihan 2 Du 2006 da 22:52 (UTC)
Evit Maine avat eo poent ober. Mar karez ober...Bianchi-Bihan 2 Du 2006 da 23:42 (UTC)
Doare envel Departmantoù Frañs (votadeg)
[kemmañ ar vammenn]Savet 'zo bet un tabut war ar poent-mañ (displeget dre an hir war ar bajenn-mañ). Kaset e vo da benn ur votadeg e-pad ur sizhunvezh d'an nebeutañ evit klask kaout un diskoulm diazezet war un emglev ledan.
Pedet oc'h neuze da vont da lakaat ur sell war an displegadurioù ha da reiñ ho soñj dre votiñ.
Mat e vefe d'an holl implijerion/ezed kemer perzh, rak seul ledanoc'h e vo an emglev tizhet a-benn ar fin seul aezetoc'h e vo lakaat an traoù da vont war-raok en un doare aezet.
Lennit ha votit amañ: Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut)
--Neal 5 Du 2006 da 09:16 (UTC) (Merour)
- Salud dit ! Trugarez da vezañ graet war-dro ma c'hinnig. Met me gav din ne vo ket aes d'ar voterien kompren "Kinnig Llydawr". Gwelloc'h e vefe kavout un anv all evel "Ober gant ar stummoù a zo en implij e brezhoneg" pe, berroc'h "Stummoù brezhonek pa vez". A galon.
--Llydawr 8 Du 2006 da 10:32 (UTC)
- Ya, sur. Dit da lakaat an titl a blij dit ;-) Benoni 8 Du 2006 da 10:45 (UTC)
Ouzhpennan ur ginnig
[kemmañ ar vammenn]Salut dit,
Ne gomprenan ket mat an afer-mañ
Ma fell dit ouzhpennan ur ginnig d'ar votadeg, moaien 'zo d'ober dindan "Kinnigoù all" war ar bajenn votadeg.
Marteze n'em eus ket komprenet tout an traoù ?
--Paotr 8 Du 2006 da 07:36 (UTC)
Votadeg
[kemmañ ar vammenn]Ne gomprenan ket re vat penaos e c'hell an hevelep den bezañ a-enep d'ar votadeg hec'h unan ha sevel ur c'hinnig evit ar votadeg-se ha kemer perzh er votadeg d'un tro. n'em boa ket bet amzer da respont dit diwar-benn da ginnig -- hag a gavan ken mat hag ar re all -- a-raok ma vije bet votet ganit. kemer perzh en ur votadeg a zo, d'am soñj, kevatal da anavezet ar votadeg, kea? --Merour (N) 8 Du 2006 da 12:10 (UTC)
Digarez
[kemmañ ar vammenn]Digarez-me. Treuzkomprenet e oa bet ganin ha digarezioù a bedan diganit. Ret eo kompren avat n'eo ket dias kas da benn ur votadeg evel hounnezh war ma fenn ma unan en ur repont da dud a-hed ar wezh en ur vezañ taget ez-personel hag o klask lakaat brud fall war ma fenn. Digarez.--Merour (N) 14 Du 2006 da 10:09 (UTC)
Emañ ar gwir ganit. An dra-se zo deuet abalamour d'an doare am eus kroget ganti: da gentañ ar Meuse-Inférieure, a oa ret klenkañ, ha ne oan ket e sonj mont pelloc'h, ha goude soñjal em eus divizet kas an erv betek penn, ma ne deu ket den ebet da vrezhonekaat ar pezh ne oa ket bet nederlandekaet gwech ebet! Ur rumm all a vo gant anvioù Alamagn. Dizoloet em eus e oa departamantoù en Italia hag e Suis (Simplon). Met ne gavan ket kalz tra diwar-se.Bianchi-Bihan 19 Du 2006 da 17:39 (UTC)
Dilennadeg
[kemmañ ar vammenn]Lañset zo bet ur votadeg (amañ[br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Kumuniezh/votadeg_evit_merourien_Du_2006]) evit dilenn merourion/ezed nevez. Tu zo deoc'h da lakaat hoc'h anv ha/pe da reiñ ho vot evit ar re all bet lakaet o anv dija. --Neal 22 Du 2006 da 19:48 (UTC)
Lys/Leie
[kemmañ ar vammenn]Kement-se a deu abalamour da benn ar gudenn a glaskan dibunañ. Pa grogan gant departamantoù gall e kavan Lys, hag adalek an departamant ez an d'ar stêr. Heñvel gant Ruer. Diegi am eus, goude kement a amzer tremenet war ar stêrioù-se, o klask kemm anvioù abalamour ma 'z int hiroc'h en eil bro evit en eben. Ober a ri evel a gari, gout 'ran e vo graet gant poell da vihanañ. Bianchi-Bihan 28 Du 2006 da 21:35 (UTC)
Er rummadoù ne lakaer ket testennoù na liammoù diavaez. Koulskoude em eus soñj bezañ gwelet traoù evel se dija, en ur wiki saoz pe gall. Ha netra ne vir d'ober, ha n'eo ket fall gallout ober ivez. Met ne vern. Eus ar rummadoù Stêrioù Belgia ha Departamantoù gall en Alamagn e vefe ret tennañ an danvez ac'h eus lakaet hag a zlefe bezañ er pennad Listenn an departamantoù gall en Alamagn hag en ur pennad (da sevel) Stêrioù Belgia. Ma peus kalon d'ober, gra. lavar din bepred, rak prestik n'in ket ken da welout er broioù-se. Bianchi-Bihan 28 Du 2006 da 21:43 (UTC)
Prussia evel e saozneg, pe Prusia? evel Rusia? Bianchi-Bihan 28 Du 2006 da 22:05 (UTC)
Liammoù er rummadoù
[kemmañ ar vammenn]E-touez kant tra all: [[1]]: aze ez eus liammoù er rummadoù! Ha me lar dit eo aesoc'h an traoù din ganto. Bianchi-Bihan 29 Du 2006 da 06:44 (UTC)
Rouantelezh Hannover
[kemmañ ar vammenn]N'ouzon ket petra zo c'hoarvezet: o labourat e oamp hon-daou war ar pennad, ha marteze 'm eus graet un dra a-dreuz. Sell. Evit an departamantoù em eus klasket implij kement tra a c'hallen eus ar pennadoù er yezhoù all, pa c'hallen o c'hompren. Marteze e kavi danvez all da ouzhpennañ war ma lerc'h. A-bouez e kavan lakaat skeudennoù pa gaver. Evit an departamantoù n'eo ket ken aes hag evit ar stêrioù. Bianchi-Bihan 28 Du 2006 da 22:13 (UTC)
Pini zo diechu? Diskoachet em eus ur pennad "roll stêrioù Breizh", a vije mat studiañ ha kempenn un deiz. Bianchi-Bihan 28 Du 2006 da 22:21 (UTC)
Stêrioù an Izelvroioù a yafe ivez er rumm, keta?Bianchi-Bihan 29 Du 2006 da 21:58 (UTC)
Ticino
[kemmañ ar vammenn]Ya, evel-just, Aogust. A galon. Klaod Kadbzh 1 Kzu 2006 da 16:58 (UTC)
Mor
[kemmañ ar vammenn]Mor hag Inizi Ege, kuit a zibenn? Mor hag Inizi Ionia? Bianchi-Bihan 2 Kzu 2006 da 16:58 (UTC) Trist on, brav e oa anv portugalek IJsel ivez.
Ganit eo bet krouet ar pennad? Bianchi-Bihan 9 Kzu 2006 da 21:54 (UTC) Chomet oan da sellet petra oa kaoz, ha 'oan ket bet gouest da gompren, hep da sikour, e oa blam' da "i" pe "y". Teñvalaat a ra ar gweled hag ar spered. Bianchi-Bihan 9 Kzu 2006 da 22:04 (UTC)Sell ouzh ar gartenn penaos eo skrivet anv an departamant. Ha pe anv eo ar pennad e galleg. Ma komprenez udb, lar din. Bianchi-Bihan 9 Kzu 2006 da 22:55 (UTC)
Penaos e tistagez: "Ar 21 Stad ezel eus Kuzul Europa"? Bianchi-Bihan 13 Kzu 2006 da 06:15 (UTC)
Fentus eo Melosad: degas a ra Milesad da soñj. Bianchi-Bihan 14 Kzu 2006 da 12:23 (UTC)
Kinnig
[kemmañ ar vammenn]Ho pediñ a ran da lenn ar pennad Mor Egea, echu e dreiñ diwar ar galleg. Kinnig a ran e adenvel Mor Enezek, sklaer ar perag er pennad, diaezet war istor ar mor ha hini hor yezh war un dro.Bianchi-Bihan 27 Kzu 2006 da 08:49 (UTC)
Votoù
[kemmañ ar vammenn]Demat. Votoù a zo o vont en-dro amañ evit aotreañ botoù 'zo (YunBot ha TXiKibot), hag amañ diwar-benn ar peurunvan war wikipedia. Emichañs t'o tro reiñ da ali evit lakaat da vevañ an demokratelezh wikipedian ha kemer divizoù asantet gant ar muiañ niver. A galon, Benoni 27 Kzu 2006 da 23:34 (UTC)
Taol ur sell ha lavar da soñj. Miret em eus an anv gallek, rak kavout a ra din n'haller ket treiñ pep tra. Ne garfen ket e vije troet "La Maja desnuda", da skouer. Met soñjoù all zo mat da gaout. Bianchi-Bihan 29 Kzu 2006 da 15:58 (UTC)
- A-benn ar fin em eus graet evel en alamaneg, ha troet an titl.Bianchi-Bihan 2 Gen 2007 da 17:51 (UTC)
Demokratelezh
[kemmañ ar vammenn][[2]] Votomp. MP 30 Kzu 2006 da 09:55 (UTC)
Alamaneg
[kemmañ ar vammenn]Gallout a rafes sellout hag-eñ ez eus traoù a-bouez er pennad alamanek db Galantis a c'hallfe bezañ mat er pennad brezhonek? Bianchi-Bihan 2 Gen 2007 da 17:53 (UTC)
Plijet...
[kemmañ ar vammenn]... n'on ket re gant liorzh ar plijadurezhioù: ma c'hallez ober evezhiadennoù... Bianchi-Bihan 26 Gen 2007 da 21:49 (UTC)
A-du gant...
[kemmañ ar vammenn]amañ, Benoni 12 C'hwe 2007 da 22:24 (UTC)
Kendiviz reolata war ar rummadiñ
[kemmañ ar vammenn]Demat, ur c'hendiviz reolata war ar rummadiñ a zo bet digoret amañ. Ar pal a zo kendoniañ an doare da henvel rummadoù. Trugarez deoc'h da reiñ ho ali er bajenn kaozeadenn, a-raok na vije digoret ar vot. A galon, Benoni 15 C'hwe 2007 da 19:52 (UTC)
An anv stêr Gwilen
[kemmañ ar vammenn]Goulennet em eus e vefe lakaet en-dro ar stumm Gwilen da stumm kentañ evit ar pennad-mañ. Evel ma'z peus labouret war ar pennad-se e pedan ac'hanout da lakaat da soñj amañ [3]. Trugarez.Rognogno 26 C'hwe 2007 da 09:15 (UTC)
Vot
[kemmañ ar vammenn]Demat. Ur vot a zo digor amañ : Wikipedia:Kendivizoù reolata/Rummadoù el liester. Trugarez, Benoni 27 C'hwe 2007 da 22:36 (UTC)
An urzh c'hall o ren e Warsowiki
[kemmañ ar vammenn]- Iskis ar pezh zo c’hoarvezet amañ : d’ur mare zo ne blije ket gwask an alouberien :[[4]].
- Goude-se ez eus deuet unan bennak da skeiñ an taol mat : [5]. Ha den n’en deus fiñvet.
- Am eus aon e komprenan perak : [[6]].
Ne lavarin nemet un dra: marteze e c'hallfemp kaout un displegadenn. Bianchi-Bihan 28 C'hwe 2007 da 22:30 (UTC)
Kemenn votadeg
[kemmañ ar vammenn]Demat, ur vouezhiadeg war an doare da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek a zo bet digoret amañ.
Pedet eo da reiñ o mouezh mar fell dezhe an implijerion/ezed enrollet gant ur bajenn-implijer war ar Wikipedia-mañ hag oberiant abaoe ur miz d'an nebeutañ pe nebeutoc'h ma'c'h eo bet labouret gante war an dachenn-resis-mañ a-raok digoradur ar votadeg.
Evit kompren gwelloc'h pep kinnig e-raok mouezhiañ e c'heller lenn displegadennoù hiroc'h war ar bajenn gaozeal stag ouzh pajenn ar vot.
Trugarez, --Merour (Neal) (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 16:10 (UTC)
Saozon ruz!
[kemmañ ar vammenn]Salud dit. Daoust ha ne vefe ket gwell, er pennadoù Istor, ober gant ar ger "Saozon" (a zo ar ger a vez implijet abaoe ar C'hatolikon hag a-raok evit ar bobl-se, hag a implijez da-unan pa gomzez gant gwir abeg eus ar pobloù Angl-ha-saoz) e-lec'h ober gant "saksoned" zo deveret diouzh ar ger galleg?
Lenn da skouer : "... ez eo ... Breyz-meur ... aet gant an Sauxon" e L'ancien Mystère de Saint Gwénolé, e krennvrezhoneg, embannet gant E. Ernault e 1940, p. 172 --Kadwalan 4 Meu 2007 da 13:20 (UTC)
- Salud dit ! Pa'm boa savet ur pennad Saksoned e oan bet o'n em c'houlenn, evel-just, petra ober eus ar bobl-se. Dibabet em boa ober gant Saksoned evit ar re a oa war an douar-bras ha miret em boa Saozon evit ar re aet da Enez Vreizh ha deuet da vezañ Anglizien. Da'm soñj eo re anavezet ar stêr Anglizien zo gant ar ger Saozon evit ober gant ar ger-se da envel ar bobl gozh. Gwir eo evel ma skrivez e kaver ar stumm Saozon a-gozh e brezhoneg, hag e reer anezho alouberien Enez Vreizh en testennoù. Met ar stumm Sakson a gaver e geriadur Roparz Hemon. Ar ger Saks a vo ezhomm anezhañ ivez. Hag e kembraeg e lakaer kemm etre Saeson ha Sacsoniaid. Se a oa abegoù ma dibab. --Llydawr 4 Meu 2007 da 18:02 (UTC)
- N'emañ ket embannadur diwezhañ geriadur R. Hemon ganin hiziv. En hini kozh em eus kavet "Saks = Saxe" ha "Sakson m. -ed Saxon (de Saxe). Skrivañ a ra ivez "Saoz a. anglais ; bègue ; S.M. -on Anglais". Da lâret eo Saozon eus Bro-Saoz a-vremañ. E geriadur an Here : Saoz Saozon g 1 Den eus Bro-Saoz. (...) 2. Istor Den eus ur boblad c'herman. Breizh-Veur aloubet gant ar Saozon. Ur skouer all e geriadur ar Glev : SAXON (M.) Saoz (M.), pl. -on. Ar roue Arzhur a Gembre a voe trec'h d'ar Saozon meur a wech. RRAM. p. 12. "Saozon" eta eo ar ger a vez implijet a-gozh er yezh pemdez hag er skridoù pa gomzer diouzh ar bobl c'hermanek en e bezh. Miret e vez "sakson" evit annezidi Bro-Saks a-vremañ end-eeun.
E yezhoù bras all e reer gant ar memes ger evit envel an holl e-giz e brezhoneg klasel ha ne sav ket mesk, a-drugarez d'ar c'henarroud pe d'an anvioù-gwann a vez lakaet da-heul. E saozneg e reer Saxons eus an holl (memes annezidi Saks) ; e galleg e reer saxons eus an holl ivez, en alamaneg e reer Sachsen eus an holl (Der heutige Freistaat Sachsen (historisch auch Kursachsen bzw. Obersachsen) hat mit dem historischen Volk der Sachsen nur bedingt etwas gemein. Er trägt seinen Namen aufgrund historischer Namensverschiebungen) ; Los sajones a vez lâret eus an holl e spagnolek ; I sassoni en italianeg ha kement zo... En holl yezhoù-se ouzhpenn ez a an anvioù-se da envel ar c'hermaned zo aet da chom da Roumania er Grennamzer ha n'o deus mann da welet, koulz ha Saksoned ar Saks, gant ar Saozon a orin.
Daoust ha ne gav ket dit e ve mat derc'hel da'n implij klasel eus ar gerioù-se er yezh (Sellet ouzh eil geriadur an Here, pennad Saozon)? Me ma-unan e kavfen diaes, evel az teus komprenet, ober gant ur ger a implijer en hor yezh gant ur ster all (Sakson) ha chom hep ober gant ar ger zo diazezet mat e impllij (Saozon) ... Ar santimant am eus e tegas mesk kentoc'h evit sklaerder. Abaoe Beda e raer "Saozon gozh" pe "Saozon eus an Douar bras" eus izili ar boblad c'hermanek zo chomet war an douar bras e yezhoù european zo. Un diskoulm e vefe evit lakaat kemm gant ar re-all. --Kadwalan 4 Meu 2007 da 18:59 (UTC)
Patrom:bro
[kemmañ ar vammenn]Ur patrom em eus savet evit ar pennadoù o tennañ d'ur stad: Patrom:Infobox bro/teul. Tu zo dit e implij: seul skañvoc'h e vo ar pajennoù, ha gant an hevelep titouroù war an holl pajennoù diwar-benn ur stad. Savet eo bet diwar skouer ar wikipedia saosneg setu ma vo kavet an holl titouroù er wikipedia saosneg evit leuniañ an daolenn. Meur a bajenn 'm eus savet dija gant ar patrom-se. Da skouer: Kenya pe Kameroun. A galon, Benoni 6 Meu 2007 da 12:22 (UTC)
Kudenn termenadurezh
[kemmañ ar vammenn]ma'z po amzer, daosut hag e c'hellfes lakaat ur sell war ar bajenn gaojeal-mañ hag reiñ din da ali diwar-benn an doare gwellañ d'ober evit diskoulmañ kudenn an termen "pro-form" h.a. e brezhoneg. ha keit ha m'emeur ganti, penaos ober ouzh "postposition" - "warlerc'henn", "goudeenn" war patrom araogenn"? A galon, --Neal (Kaozeal) 7 Meu 2007 da 16:35 (UTC)
Yuzevion h.a.
[kemmañ ar vammenn]- Ya, da gopmpren mat a ran ha rezon 't eus diouzh un tu ha lemel a rin ma'c'h eus c'hoant an adkas met ret e vo diverkañ ar bajenn ivez rak pa'm eus soñj mat e oa goullo ar pennad bet savet an adkas diwarnañ o vezañ ma oa anezhi unan eus ar pennadoù muiañ-goulennet an hini e oa. Savet em boa an adkas da c'hortos evit ma vefe kaset an neb a lenne ur pennad ennañ ar ger "yuzevion" betek ar bajenn "yuzevegezh" kentoc'h evit na neplec'h. Respont din hag e rin evel m'a'h eus c'hoant (a-raok ma vije kemmet tra pe dra ganin evel-just), pe tu zo dit 'hen ober war-eeun evel-just hep goulenn tamm "aotre" ebet diganin.
--Neal (Kaozeal) 10 Meu 2007 da 07:37 (UTC)
Pennad dza dreiñ? petra gav dit?
http://fr.wikipedia.org/wiki/Liste_des_villes_des_Pays-Bas Bianchi-Bihan 23 Meu 2007 da 06:15 (UTC)
Merci
[kemmañ ar vammenn]Merci pour tout ce que tu as fait pour les articles concernants la Suède! aaker
Petra soñjez eus ma reizhadenn e nestedoù ar pennad? Bianchi-Bihan 16 Ebr 2007 da 20:29 (UTC)
Trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 17 Ebr 2007 da 06:43 (UTC)
Vot digor evit kaout ur bureviad
[kemmañ ar vammenn]Ur vot a zo bet digoret amañ evit kaout ur bureviad war ar wikipedia brezhoneg. Neal en deus lakaet e anv. Poent bras eo kaout ur bureviad war hon wikipedia evit bezañ emren penn-da-benn. Ar bureviad a servijo evit krouiñ merourien nevez, reiñ ar statud bot da implijerien 'zo (da skouer da Nono le petit robot a zo kroget da labourat kalzig war hon wikipedia), ha kemm anv implijerien 'zo mar bez ezhomm. Evit poent eo ret tremen dre meta evit an tri dra se. Trugarez da votiñ. A galon, Benoni 17 Ebr 2007 da 08:57 (UTC)
tierniezh
[kemmañ ar vammenn]Salud dit ! Emañ ar wirionez ganit : lonket an I ganin. Trugarez evit da evezhiadenn. Reizhet e vo gant ar chon. Ne welan seurt avat e yezhadurioù Roro nag e hini Fañchou a-zivout pevare. Marteze e c'hallfes lâret din e pe lec'h az teus gwelet an dra-se. Ken buan all e c'hallfed skrivañ "XXIVvet tierniezh (pedervet tierniezh) hervez Yezhadur berr ar brezhoneg diantav (p. 88). A-galon--Kadwalan 18 Ebr 2007 da 18:09 (UTC)
- Da gentañ trugarez evit da ditouroù. Goude bezañ klasket un tamm setu a gavan : war goloioù holl levrioù Diwan ar pevare klas e lennañ "4re klas". Da'm soñj n'eo ket gwall dra skrivañ 4e pe 4re. Ali e vefen koulskoude da vont da-heul boazioù Diwan dre ma vez kelennet ar pep brasañ eus ar vrezhonegerien da zont gante. A galon--Kadwalan 1 Mae 2007 da 11:45 (UTC)
Demat
[kemmañ ar vammenn]Gomprenan ket da rebech. Reizhet eo bet ganin diskouezh e diskouez pell zo dija...Benoni 19 Ebr 2007 da 22:54 (UTC)
- Salud dit ! Arabat kemer evit ur "rebech" ar pezh na oa nemet un evezhiadenn. D'an 18 a viz Ebrel em boa lakaet ur gerig war da bajenn Kaozeadenn, peogwir em boa gwelet ar ger Diskouez skrivet gant un H en dibenn, e patromoù krouet ganit. Dre ma welen c'hoazh ar ger diskouezh er patromoù, d'an 19 a viz Ebrel, em eus kredet sevel ar goulenn : Daoust hag un abeg bennak 'peus da skrivañ diskouezh gant un H ? Hiziv e welan ar ger skrivet mat war ma skramm, ha gwell a se ! Digarez ac'hanon, marteze e teue ur stumm kozh war ma skramm. Seurt traoù a c'hoarvez a-wechoù. Un dra all, pa soñjan : gwelloc'h e kavan an anvadur Kumuniezh ar broioù portugalek, a lenner er pennad portugaleg, krouet pell zo, eget an titl bet lakaet ganit, Kumuniezh ar Broioù a Yezh Portugeg. N'eo ket ur rebech... ur soñj hepken ! A galon, --Llydawr 21 Ebr 2007 da 13:43 (UTC)
- Demat. Ok, ar gêr rebech na oa ket dibabet mat. Souezhet oan just e adgoulennfes div wech an hevelep tra pa 'm oa graet ar c'hemm diouzhtu war lerc'h ar wech gentañ. Evit Kumuniezh ar Broioù a Yezh Portugeg pe Kumuniezh ar broioù portugalek, e gavan gwelloc'h ar pezh 'm eus kinniget dre m'eo tostoc'h eus ar yezh orin. E galleg da skouer e reont gant "Communauté des pays de langue portugaise" ha pas gant "Communauté des pays lusophones" pe "Communauté de la lusophonie".Benoni 22 Ebr 2007 da 21:31 (UTC)
Gweltaz
[kemmañ ar vammenn]Vel-just, Aogust. Perak goulenn diganin? N'on ket kiriek d'an droug, rak ma vijen n'em bije ket ankouaet ober anv eus Gweltaz (kaner). A galon, Leon, evel ma lavare Yann Dizouar. Bianchi-Bihan 4 Mae 2007 da 16:50 (UTC)
Itron an Erminig am eus lakaet. Petra 'gav dit? pe Itron hec'h erminig? Bianchi-Bihan 8 Mae 2007 da 16:51 (UTC)
Ne vez ket lavaret Enez Vaodez ha Forn Vaodez kentoc'h ? A galon, --Llydawr 11 Mae 2007 da 15:38 (UTC) N'oufen ket laret dit. kemm ma kerez. A galon.Bianchi-Bihan 11 Mae 2007 da 16:51 (UTC)
- E buhez ar sent ar Moal e lennan fourn Maudez ha sant Maudez hag en hini Madeg e lennan Forn Vodez ha Sant Vodez. Rampo!--Kadwalan 11 Mae 2007 da 16:56 (UTC)
- D'ar mare-se e oari ober anv er pennad eus ar skouerioù-se, a zere klok (e-giz un tamm kig en ul lec'h bennak) ouzh un holloueziadur. Bianchi-Bihan 11 Mae 2007 da 17:36 (UTC)
- E buhez ar sent ar Moal e lennan fourn Maudez ha sant Maudez hag en hini Madeg e lennan Forn Vodez ha Sant Vodez. Rampo!--Kadwalan 11 Mae 2007 da 16:56 (UTC)
Rummadoù el liester
[kemmañ ar vammenn]Demat. Lakaet 'vez ar rummadoù el liester war ar wikipedia brezhonek. Michiel de Swaen na chomo ket marteze ar skrivagner nederlandek nemetañ...Benoni 15 Mae 2007 da 22:27 (UTC)
- Ya, kalz rummadoù a bep seurt a oa bet krouet a-raok na vije ur bennaenn ofisiel. Dre ma n'on eus bot ebet, n'eo ket bet adanvet an holl rummadoù hervez ar reolenn nevez. Met bremañ e klasker lakaat ar vot e pleustr tamm-ha-tamm. Evit-se eo arabat krouiñ rummadoù nevez en unander. N'eus forzh penaos e oa dija ur Rummad:Skrivagnerien nederlandek, gant Anne Frank e barzh, hag ur rummad Rummad:Skrivagnerien alamanek. A galon, Benoni 18 Mae 2007 da 10:17 (UTC)
Pajenn Degemer
[kemmañ ar vammenn]Pelec'h e lakaes ar c'heleier a diverkes? Gouzout a rez zo ar pajennoù-mañ, a c'hell degemer an "dielloù": 2007 e Breizh ha 2007... A galon,Benoni 22 Mae 2007 da 21:32 (UTC)
Tavarn
[kemmañ ar vammenn]Klasket em eus embann ar pennad-mañ en davarn, met ne ouien ket ober, pe ne ya ket en-dro. D'am soñj e c'hallfe pep hini eus an 10 pe 11 wikipedia-mañ kas ur c'hemenn bennak evel-hen d'ar c'hazetennoù. Lavar din petra a soñjez.
Anv zo eus ar wikipedia brezhonek en Express (embannadur Breizh hepken) diwezhañ.
Des articles de presse
[kemmañ ar vammenn], comme Philosophie magazine de mai 2007, mentionnent de temps en temps le wikipédia français et ses 499 000 articles.
Rarement ces journaux et magazines français signalent qu’il s’agit d’une wikipédia francophone, et que tous les pays francophones d’Europe, d’Afrique, d’Asie, d’Amérique, d’Océanie, sont parties prenantes : le francocentrisme parisien est mondialement connu.
Encore plus rarement, autant dire jamais, ces journaux ou magazines français, quand ils parlent de wikipédia français, ne signalent les wikipédias dans des langues de France autres que le français (langues dûment répertoriées par la très officielle [aux langues de France ] :
Ces langues peuvent être divisées en deux catégories :
- les langues « françaises » transfrontalières (anticonstitutionnelles en France, généralement reconnues hors des frontières françaises), qui représentent 99 740 articles wikipédiens, ainsi répartis
- le catalan 61 400
- le basque 18 000
- l’occitan 7 700
- le francique (mosellan et luxembourgeois) 5 800
- l’alémanique (qui inclut l’alsacien) 2 780
- le normand (des îles anglo-normandes et du continent), 2 160
- l’arpitan ou franco-provençal (Suisse et Val d’Aoste), 1 900
- le flamand occidental, 1170.
- les langues totalement incluses dans la république française qui représentent 19 570 articles wikipédiens, ainsi répartis:
- le breton, 13 900
- le corse, 5 200
- le tahitien 470
Soit un total de 120 480 articles, qui sont aussi politiquement « français » que les 499 000 qui seuls retiennent l’attention des médias parisianocentrés. Il est vrai qu’ils ne sont pas politiquement corrects car rédigés dans des langues anticonstitutionnelles.
Il y a en fait 619 480 articles « politiquement français », mais seulement 499 000 qui sont politiquement corrects pour raison linguistique, à moins qu'ils ne soient linguistiquement corrects pour raisons politiques. Il y a donc un cinquième de la production en langues « françaises » qui est politiquement incorrect et qui, pour cette raison, n'est pas reconnu par la presse française, et ne mérite même pas d’être mentionné. Omerta. Grik ebet. Shelley Konk 27 Mae 2007 da 21:05 (UTC)
Vot evit ur merour nevez
[kemmañ ar vammenn]Lakaet en deus Kadwalan e anv evit bezañ merour. Tu zo dit votiñ amañ: Wikipedia:Merour/Kadwalan. Trugarez, Benoni (Kaozeadenn) 12 Mez 2007 da 22:45 (UTC)
- Talvoudus eo an ali. Mat eo din e vije tennet ar pennad, met karout a rajen e vije miret an danvez da lakaat en un tu bennak, da lod tud da vont da zeskiñ. Pelec'h? Goulenn a ran da ali war se. Bianchi-Bihan 14 Mez 2007 da 17:24 (UTC)
Belgia
[kemmañ ar vammenn]Salud ! Petra e vefe ar gwellañ ? ur rummad Rannvroioù Belgia hag ur rummad Kumuniezhioù Belgia, pe ur rummad hepken Rannvroioù ha kumuniezhioù Belgia ? Er Wikipedia-où all e kaver an eil pe egile, hervez ar pezh am eus gwelet. A galon,-Llydawr 12 Mez 2007 da 21:11 (UTC)
- Rnnvroioù ha kumuniezhoù a zo div dra disheñvel er frammadur melestradurel belgiat. D'am soñj e tlefed kaoud daou rummad.
A galon --Damien Perrotin 16 Mez 2007 da 17:25 (UTC)
Sent
[kemmañ ar vammenn]N'em eus netra enep ar sent kozh, dre ma'z on unan ivez, met ne blij ket din ar pennadoù a grog gant "Sant". An digarez holloueziadurel eo homañ: ne oa ket o anv pa oant bev. Na (Sant) Rien, na (Sant) Erwan benniget. Goude-se e ri pezh a gari. Bianchi-Bihan 18 Mez 2007 da 21:17 (UTC)
Sell
[kemmañ ar vammenn]Wikipedia:Ar fazioù stankañ. ma kavez un dra bennak da dennañ eus tu zo, gra. Neuze e c'halli goulenn distruj ar pennad. Mat eo din. Bianchi-Bihan 19 Mez 2007 da 17:28 (UTC) A-benn ar fin em eus graet ma-unan kenkent. Bianchi-Bihan 19 Mez 2007 da 17:34 (UTC)
Galaksienn
[kemmañ ar vammenn]- Ya, galaksienn a gaver dre-holl. Trubuilhet on bet un tamm gant pennger ar pennad galaksi a vo da gemm moarvat.--Kadwalan 21 Mez 2007 da 05:54 (UTC)
An arc'hwel Klask
[kemmañ ar vammenn]Demat, lavaret eo bet din e oa ur paotr barrek gant seurt goulennoù. Savet em eus meur a bennad dija. Klask a ran da c'houzout, da skouer penaos lakaat an enklask "Granvilladez" war ar bajenn degemer mont war eeun d'ar pennad Ar C'hranvilladez. Pe an enklask "Roueri" mont war eeun d'ar pennad Armand Tuffin ar Roueri. Trugarez, Arko.
Klasket em eus kempenn Europa, deuet on a-benn d'ober traoù zo, met livadur Rembrandt zo chomet sac'het... ma c'hallez disac'hañ... Bianchi-Bihan 3 Gou 2007 da 17:55 (UTC)
Belgia
[kemmañ ar vammenn]Peogwir e oa eus ar rummad, abaoe Mabuse a gredan, em eus kavet gwell o lakaat e-barzh da c'hortoz. Bianchi-Bihan 5 Gou 2007 da 01:58 (UTC). Petra 'soñjez eus "livourien dre vro"? "Hervez o bro" kentoc'h. Ouzhpenn, n'eo ket hervez o bro (Italia) met hervez o broadelezh (italian) int renket. Betek-hen. Evit se em boa goulet distruj ar rummadoù livourien gant anvioù broioù. Marteze e vo ret ober ar c'hontrol-fed. Talvezout a ra ar boan en em soñjal un tamm. Petra 'gav dit? Bianchi-Bihan 5 Gou 2007 da 02:13 (UTC)
Degemer
[kemmañ ar vammenn]- Penaos kemm ar pennad degemer d'ober anv eus arzourien all (Breughel, livourezed), eus ar 14 000 pennad (a-raok ma vo 15000!), ha me oar.
- Skeudenn sac'het e C'hloris.
- Piv a c'hallfe sevel ur pennad skrabell, pa vo aozet ur genstrivadeg gant Diwan e 2008 , am eus klevet. Pe skrabelladeg?
Bianchi-Bihan 5 Gou 2007 da 23:35 (UTC)
Trugarekaat. E-lec'h all e vez graet gant sonerien Vreizh, sent Iwerzhon, skrivagnerien Frañs, pam lai, gwelout Youenn Gwernig, ha klaoustre e pego ar c'hoant un deiz e-barzh bouzelloù unan bennak da "unvaniñ" an doareoù-ober. Bianchi-Bihan 6 Gou 2007 da 21:49 (UTC)
E Darvoudoù ha keleier diwezhañ ar Wiki e vije mat diskleriañ ez eus savet ouzhpenn 13 000 pennad: prestik e vimp gant 15 000 ! Bianchi-Bihan 9 Gou 2007 da 08:24 (UTC)
Fulup
[kemmañ ar vammenn]- Fulup ker, euh.., Llydawr ker, me gav din emañ ar wirionez ganit hag evel ma tistager ivez "fi'lipèt" ha n’eo ket "fi'li:bèt" e kav din ez eo gwelloc'h ar p ivez. Evel ma ne vez ket atav tout ar wirionez gant ar geriadurioù e vefen a-du da lakaat Fulup ma' teus c'hoant. --Kadwalan 9 Gou 2007 da 18:25 (UTC)
tro-vinic'hi/troveni
[kemmañ ar vammenn]Me gav din e vez lavaret aliesoc'h troveni. Tro vinic'hi a vez meneget evit displegañ orin ar ger troménie/troveni met anat eo n'eo ket an hini a veze implijet dre gomz. Troveni pe tromeni an hini 'oa. Mod all ne vije ket bet ezhomm d'en em c'houlenn eus pelec'h e teue ar ger troménie, eus tro+ minic'hi pe eus tro + menez (sellet ouzh ar pennad e galleg. A-du arall ez eo troveni an hini ar muiañ implijet evit doare (daoust ma soñj din e vez lâret tromeni gant tud ar vro, met da wiriañ eo). Ali e vefen da cheñch ar pennger eta ha da skrivañ e teu eus tro + minic'hi moarvat.
Setu amañ ar skouerioù, 13 evit troveni, 4 evit tro minic'hi (ha lod anezhe zo kentoc'h diskrivadennoù, "an dro eus ar vinic'hi", evit un anv gwirion) : --Kadwalan 10 Gou 2007 da 18:48 (UTC)
Troveni
[kemmañ ar vammenn]- http://www.nouvelleacropole.org/articles/article.asp?id=248 * An hini ne ket an droveni e bew, he raïo marw a hed e cherj bembeiz" Celui qui n'a pas fait la troménie de son vivant la fera une fois mort en avançant ...
- http://minihi.levenez.free.fr/degemer.html 10/07/07 * Pedet oc'h d'an Droveni e Lokorn d'ar sadorn 14 a viz Gouere
- http://chrsouchon.free.fr/baradoz.htm * troveni2
- http://www.ofis-bzh.org/upload/travail_fichier/fichier/70fichier.pdf * Le mot Troménie est une forme non mutée du breton troveni qui signifie lui-même tour du sanctuaire (tro + minic’hi).
- http://www.talkaboutculture.com/group/soc.culture.breton/messages/50240.html Brezhonegeniliz 1an a viz Gwouere 2007 * Sadorn vintin 14 gouere e kerz Troveni Lokorn 9e - 13 e
- http://kannadig.chez-alice.fr/brezhonegeniliz/ * - Sadorn vintin 14 gouere e kerz Troveni Lokorn
- www.locronan.org/even1b.html * An Droveni Vras du samedi 7 au dimanche 15 Juillet 2007
- www.locronan.org/even1.html * Pardon de laTroménie An Droveni
- http://www.duodesbonnet-lelan.com/fete.php Fêtes bretonnes, Festoù Breizh, pladenn gant tonioù savet gant Germain Desbonnet * La Troménie - An Droveni
- amoureuxdelabretagne.forumactif.com/.../La-Grande-Tromenie-a-Locronan-p132352.htm - 32k - 8 juil 2007 * An Droveni Vras du samedi 7 au dimanche 15 Juillet 2007
- chrsouchon.free.fr/ronanf.htm * cette procession s'appelle "an Droveni"
- http://catholique-quimper.cef.fr/decouvrez_notre_patrimoine/bol-d-air-breton/saint-goueznou/ * Hervez e "vuhez" skrivet e 1019, Goeznou a zeuas euz Breiz-Veur gand e dad (…) E droveni, a 17 kilometrad hent, a gendalc'h da voda atao, beb bloaz, da zeiz ar Yaou-bask, eun niver braz a gristenien.
- http://www.kervarker.org/modules.php?op=modload&name=Forums&file=viewtopic&topic=1521&forum=3&start=20 * an Droveni que l'on fait remonter à Tro + Minic'hi.--Kadwalan 10 Gou 2007 da 18:45 (UTC)
Tromeni
[kemmañ ar vammenn]- Buhez ar Sent an aotrou Madeg p 349 * It da Lokronan pa vez great an Tromeni vraz
- Buhez ar Sent an aotrou Moal p 411 * Bep c’houec’h vla e rer, en Lokronan, ar prosesion hanvet an Tromeni
- _ AÑJELA DUVAL "Douar Breizh" * Sent hag Ebed / Menec’h difraosterien ha tisaverien / Brezelourien direbech / Arzourien. Kizellerien tourioù dantelezh. / … Tromenioù Sent.
- http://www.keravon.com/skol/duron/viewtopic.php?start=0&t=325 Miossec J.-C.* Eun dro hep par eo Tromeni Sant Ronan. N’eus nemeti e Breiz?- Eo. Tromeniou all a zo.
- http://yann1.typepad.com/blogyann/2007/04/ar_bibl_diskuli.html * Displeget gant an Ao. Laurent an orin kozh-kenañ d'an Dromeni.
Tro vinic'hi
[kemmañ ar vammenn]- http://bremaik.free.fr/sizhun/sizhuniou_2004/sizhun76_2004.html Bremaik * Tro-Vinic'hi ar Vro Bagan
- http://www.llandysul-plogoneg.com/activit%C3%A9s_br.htm * Anavezet-meurbet eo pardon Sant Ronan e Lokorn. Bep c'hwec'h bloaz e vez graet tro vras ar Vinic'hi. 12 km a hent a zo a-dreuz kumunioù Lokorn, Plonevez-Porzhe, Kemeneven ha Plogoneg. A-wezhioù ez aer gant hentoù, a-wezhioù ez aer dre ar parkeier. A-hed sizhun tro ar vinic'hi zo moaien da vont gant an hent-se, noz ha deiz
- http://br.wikipedia.org/wiki/Ronan * En devezh-se e vez graet un dro gant ar bardonerien, e koun sant Ronan, anvet tro vinic'hi, en-dro da zouaroù ar manati
- http://www.anarvorig.com/agenda_bretagne/40-vloaz-ar-vro-bagan-1965-2005-les-40,ag2943.html * Tro-vinic'hi ar Vro Bagan La troménie du pays Pagan (…)
Pleiadezed
[kemmañ ar vammenn]Gout walc'h ran zo Pleiadezed all, just 'walc'h war-lerc'h un devezh labour dirak ar skramm oan aet da redek war o lerc'h, ha da lipat ur banne digor-kalon gante. Emgav fenoz adarre, war-lerc'h un eil devezh-labour , da lidañ ar ripiblik sarko-siek gante. Bianchi-Bihan 13 Gou 2007 da 11:23 (UTC)
Mercia/Mersia er pennad Wessex/Weseks.Bianchi-Bihan 17 Gou 2007 da 17:00 (UTC) Gwelout a ran: tapet diwar ar wiki gallek fazius. met al liamm gant ar pennad gallek fr:marâtre zo reizh, keta? .
Sell: Kaozeal:Tañvadenn
Beatles
[kemmañ ar vammenn]E soénj ober an adkas se e oan, mat -kaer. Bianchi-Bihan 20 Eos 2007 da 10:41 (UTC)
Patrom bloavezhioù
[kemmañ ar vammenn]Salud dit. Gwelet em eus out bet o sevel pajennoù bloavezhioù. Daou batrom talvoudus zo bet savet gant Benoni hag unan ganin : {{bloaz nav kjk|-niver ar bloavezh}}, {{bloaz nav|niver ar bloavezh}}, {{PatromBloaz1M}}. Oc'h ober gante ez to nebeutoc'h a vicher o sevel ar pennadoù marteze. A galon.--Kadwalan 24 Eos 2007 da 18:34 (UTC)
- Ur c'huzul fur eo hini Kadwalan. Benoni (Kaozeadenn) 26 Eos 2007 da 01:02 (UTC)
Euskareg
[kemmañ ar vammenn]N'an ket buan war-raok gant an euskareg, diwall a rin. Trugarekaat. Bianchi-Bihan 29 Eos 2007 da 21:05 (UTC)
Barrenn-stagañ pe get e-barzh Eil brezel bed, hervezout? Bianchi-Bihan 16 Gwe 2007 da 23:30 (UTC)
Kendivizoù reolata nevez
[kemmañ ar vammenn]Daou gendiviz reolata nevez a zo bet digoret:
- Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù-tud
- Wikipedia:Kendivizoù reolata/Stumm pennañ anvioù-lec'h estren/Kinnig
Trugarez dit da reiñ da ali evit ma vije tizhet ar c'henemglev ledanañ posubl. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 21 Gwe 2007 da 16:33 (UTC)
Carl
[kemmañ ar vammenn]Ma kerez e reizhi: te an hini a oar iwerzhoneg. Se am boa kavet en ur wiki all. Bianchi-Bihan 11 Her 2007 da 20:15 (UTC)
Kemennoù: vot ha wikiarroud
[kemmañ ar vammenn]Demat! Ur vot war an anvioù-tud a zo digoret amañ. Trugarez da reiñ da ali. Mod all, ur raktres wikiarroud a zo digoret amañ. Trugarez dit da deurel ur sell ha da reiñ da ali en davarn. Trugarez ivez da sevel un nebeut pajennoù ma 't eus amzer evit ma teufe da vezañ ofisiel ar wikiarroud ar buanañ ar gwellañ. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 13 Her 2007 da 14:03 (UTC)
Darn
[kemmañ ar vammenn]A-du ganit evel just. Ha koulskoude: Kreisteiz, Hanter an deiz, Hanter al labour n'eo ket. Bianchi-Bihan 18 Du 2007 da 12:53 (UTC)
Plijet ganit mont da welout ar pennad, kinniget evel pennad eus an dibab, ha reiñ da ali er bajenn Wikipedia:Pennadoù eus an dibab. A galon. Bianchi-Bihan 11 Kzu 2007 da 17:49 (UTC)
Petra soñjez eus ma c'hinnig amañ: Kaozeadenn Patrom:Kevre ar Stadoù Arab? A galon, Benoni (Kaozeadenn) 14 Kzu 2007 da 21:46 (UTC)
Demat! Ur pennad savet ganit pe az peus labouret warnañ a zo bet kinniget evit bezañ lakaet war renk ar pennadoù eus an dibab. Tu zo dit reiñ da ali amañ. Mar bez ezhomm e c'hellez ivez ober da vad eus ali an implijerien all evit gwellaat c'hoazh ar pennad a benn ma yelo ar gumuniezh a-du evit reiñ ar meneg "pennad eus an dibab" d'az pennad. Ma sav goulenn pe c'houlenn e c'hellez mont e darempred ganin. A wir galon, Benoni (Kaozeadenn) 16 Kzu 2007 da 23:47 (UTC)
Demat! Ur pennad savet ganit pe az peus labouret warnañ a zo bet kinniget evit bezañ lakaet war renk ar pennadoù mat. Tu zo dit reiñ da ali amañ. Mar bez ezhomm e c'hellez ivez ober da vad eus ali an implijerien all evit gwellaat c'hoazh ar pennad a benn ma yelo ar gumuniezh a-du evit reiñ ar meneg "pennad mat" d'ar pennad. Ma sav goulenn pe c'houlenn e c'hellez mont e darempred ganin. A wir galon, Benoni (Kaozeadenn) 17 Kzu 2007 da 16:17 (UTC)