Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù skiantel
Amañ ez eus plas evit kendivizout war an anvioù skiantel.
Astronomiezh pe steredoniezh?
[kemmañ ar vammenn]Kavet e vez astronomiezh ha steredoniezh er wiki. Petra vo miret ha petra vo adkaset? --Ch. Rogel 8 Gen 2006 da 22:51 (UTC)
- Pa vez anavezet pe testeniekaet gwelloc'h an termen a orin "brezhonek" er skridoù eo gwell ober gantañ.
- Pa seblant bezañ diazezet muioc'h an termen "etrebroadel" eo gwelloc'h e lakaat da bennger.
- A-hend-all, dre vras, evit ar gerioù zo diaes muzuliañ o implij e kav din eo gwelloc'h adkas eus ur ger etrebroadel war-du ar gerioù brezhonek testeniekaet evit ma kendalc'hfent da vezañ anavezet gant an dud hag evit evit ma teuio al lennerien nevez d'en em voazañ outo tamm-ha-tamm.
Da skouer e vo mat adkas geografiezh war-du douaroniezh hag ekonomiezh war-du armerzh zo termenoù mil anavezet dre skrid ha testeniekaet a-bell zo bremañ. Kement-all a lavarfen diwar-benn astronomiezh ha steredoniezh. --Fulup 9 Gen 2006 da 13:55 (UTC)
Bravoc'h eo "steredoniezh" gwir eo, met aesoc'h "astronomiezh" da zerc'hel soñj. Klask a rin ober gant "steredoniezh" bremañ. Klask a ran heuliañ Geriadur An Here.
- "steredoniezh" eo a lenner war unan eus niverennoù diwezhañ ar gazetenn "Ya". Ar ger-se eo an hini implijetañ er skridoù brezhonek.--Llydawr 20 Gen 2006 da 17:35 (UTC)
Sevel a ran a-du gant an termen steredoniezh. Testeniekaet eo abaoe ar bloavezhioù 1920. Me a gav n'eo ket fur distreiñ war gerioù a zo testeniekaet mat dre skrid, aes da gompren ha savet mat. N'eo ket ar pal adijinañ ar pezh a zo testeniaket er yezh dija met plediñ gant gerioù a ra diouer dimp. Ken bras eo an dachenn ! Ret eo dimp kaout doujañs ouzh an dud o deus labouret araozomp ivez. Evidon astronomiezh ne zegas netra ouzhpenn. Eus un tu all, e degouezhioù zo e vo mat ober gant gerioù "etrebroadel" m'eo digomprenus an termen "keltiek rik" ha ma n'eo ket stank e implij. Hent ar furnez eo an hent etre. Gwezhioù all c'hoazh e c'hellimp leuskel daou dermen. E-giz-se emañ kont a-wezhioù en alamaneg pe e rusianeg. .--Tzintzuntzan 27 Gen 2006 da 13:22 (UTC)
- Graet em eus ma soñj ober gant geriaoueg Diwan setu e ran gant "Astronomiezh". Ha peogwir e komzer eus termenoù testeniekaet a-bell 'zo e c'heller degas da soñj e oa bet skrivet ar C'hatholicon er XVvet kantved hag ennañ e kaver ar ger astronomian. Gwelet er C'hatholicon. Kement-se ne dalv ket e ranker degemer kement tra a zo ennañ.--Yun 12 C'hwe 2006 da 20:27 (UTC)
Meurzh
[kemmañ ar vammenn]Piv lavaro din petra eo ret lakaat : "planedenn Veurzh" pe "ar blanedenn Veurzh", ha c'hoazh, kemmadur ? Planedenn Meurzh, Planedenn Veurzh ? Iskomandant Marc'heg 9 Gen 2006 da 19:54 (UTC)
- Boas on d'ober gant ar blanedenn Veurzh gant ar ger-mell hag ar c'hemmadur. An dra-se a glevan en-dro din ivez. N'ouzon ket hag ur reolenn strizh a c'haller lakaat amañ. A-hend-all ez eus tu d'ober gant Meurzh traken hep ar ger planedenn dirak, da skouer : mont da Veurzh, distreiñ eus Meurzh, kas ul loarell betek Merc'her, gwalennoù Sadorn, ha kement zo. --Fulup 9 Gen 2006 da 20:09 (UTC)
- Ar blanedenn Veurzh, evel ar Stêr Aon, an Tad Medar (ha n'eo ket tad Medar), ar rouanez Elzabeth, ar prezidant Chirac, al lenn Titicaca...Bianchi-Bihan 3 Ebr 2006 da 15:55 (UTC)
Penaos lâret normalité e brezhoneg
[kemmañ ar vammenn]Kavet 'm beus ur ger implijet gant an dud ha n'eo ket bet laket ba'r geriadurioù evit ar mare.Un den koujorn : Petra eo ? > un den ha n'eo na bras, na bihan, ha na tev na treut. Sed aze e c'hell talvezout e galleg da "Une personne dans la norme". Perak neuze ne vefe ket savet ar ger "koujornelezh" evit lâret "normalité" eta ? Ret e vefe arbennikaat ar ger brav-mañ evit ma vefe anavezet gant an holl Ar Skalf 26 Feb 2006 da 22:22 (UTC)
Hen + bro an Henamzer
[kemmañ ar vammenn]Evit Fulup :
Krouet 'm oa ar rummad Henc'hres (evit stoikegezh (hag e vo da lakaat er rummad prederouriezh henc'hresian da zont).
Gwelloc'h eo ober ganti ha pa n'eus ket anezhañ er R.H. (met henc'hresian hag henroman a zo e-barzh). Krouet eo bet Henegipt ivez. --Ch. Rogel 23 Meu 2006 da 00:07 (UTC)
- Goude komz gant ur mignon desketoc'h evidon e oamp ali e oa furoc'h skrivañ Hen Roma, Hen C'hres (evel Hen Ogledd), gant anvioù divoutin, met henroman (anv-gwan), henamzer, henvrezhoneg (anvoioù-kadarn boutin). Bianchi-Bihan 10 Gen 2007 da 22:36 (UTC)
Ya, ur wech m'eo bet displeget, e kavan eo reizh ober gant Hen Roma. Petra a soñj ar re all? Lavarit hag e vo kemmet an traoù. --Ch. Rogel 13 Gen 2007 da 23:43 (UTC)
Neizhan hag all
[kemmañ ar vammenn]N'ouzon ket pep tra, ne lennan ket pep tra, ma'z eus unan bennak a ra, n'eo ket me. Neuze n'em boa ket klevet anv a Neizhan. Ra savo o biz ar re a anaveze an anv, bennozh Neptun dezho. Doujañ a ran ouzh labour an dud a studi un dachenn ha ne studiin ket biken, ar stered pe ar mor, ar sportoù pe ar mangaoù, pe me oar. Koulskoude, un dra a garfen gwelout, pa gavan traoù ha n'anavezan ket, ha ne gavan ket roud anezho, eo meneg eus al levrioù pe embannadurioù ma'z int bet kavet, pa oar ar skriver. Goude se e c'hallo pep hini burutellat, rak yac'h eo burutellat, gant arguzennoù. Ne lavaran ket en em zrailhañ. Kavout a ra din ivez, ma ne fell ket d'an dud e vije burutellet o skridoù, eo gwelloc'h o reiñ d'un embanner bennak: darn, am eus klevet, a embann skridoù hep o burutellat. Nag o adlenn. N'eus nemet digeriñ lod. Bianchi-Bihan 9 Gen 2007 da 22:41 (UTC)
- Roet e zeus bet daveennoù war bajenn an Ti chopin, meur a zevezh zo dija.Iskomandant Marc'heg 10 Gen 2007 da 11:33 (UTC) Lakaat anezho er pennadoù. Bianchi-Bihan 10 Gen 2007 da 22:37 (UTC)
Ne oan ket evit sevel arguzennoù arbennig pa ne 'm eus ket studiet anv ar planedennoù. Met, pouezañ a raen war ar fed n'eo ket posubl tennañ arguzennoù eus ar brezhoneg komzet pa vez anv eus anvioù skiantel.
Setu perak ne c'heller ket bezañ kendrec'het gant al lavar : "E pelec'h e vez implijet Neizhan?" Neblec'h eo bet respontet hag normal eo pa gomzer eus un holloueziadur e brezhoneg skrivet. Ur goulenn gwelloc'h a vije da sevel : "petra a vez klevet er c'hlasoù". D'ar gelennerien eo da respont. Met ma vez kavet meur a stumm, ne vimp ket avannsetoc'h.
N'on ket kendrec'het kennebeut gant kaout diskred gant an ijinadennoù personel : an darn-vuiañ eus an anvioù skiantel a zo bet kinniget etre 1900 hag hiriv, ur berniad anezho gant Mordiern, Vallée, Bertou-Kaledvoulc'h, Hemon, F. Kervella, Arzel Even, tud Kis-SADED (Gi Etienne, Y. Olier...), V. de Bellaing, tud Kreizenn ar Geriaouiñ Diwan, Perig Herbert, J. B. an Noalleg, Ofis ar bzg, Jan-Maï Drapier hag un aradennad reoù all. Met peurvuiañ e oent bet adimplijet e skridoù 'zo.
Gwelloc'h adkavout ar gerioù a zo bet moulet dija. Ne c'hell ket den lenn an holl bennadoù pe geriaouegoù pe gentelioù a zo bet embannet. Koulskoude e welan ez eus un ostilh a-bouezh ouzhpenn : an "Dictionnaire classique français-breton" gant René Le Gléaua a endalc'h gerioù geriadur Vallée + gerioù kavet el lennegezh evel aogur, gouelezadurioù, gwenngellig (leucocyte), heolyalc'herezh, hellenegour, tangarrerezh (klevet neblec'h hag eo mat)...
A-du on gant Neal pa ginnig (evel m'oa graet dija) ma ne vez ket chañchet talbennoù (titloù) hep reiñ keloù en a-raok war ar bajenn gaozeadenn. N'eus ket droad lemel ar stummoù e-barzh ar pennadoù hep un diviz a-ratozh. Frankiz mui pe vui e-barzh ar pennadoù (gant adkasoù m'eo ret), kontroll an holl war an titloù hag ar rummadoù. --Ch. Rogel 10 Gen 2007 da 23:40 (UTC)
Reolennoù ha furnezh
[kemmañ ar vammenn]N'eus ket pell zo e oa bet bec'h abalamour da reolennoù (ha ne adlavarin ket pegen uhel e istimen anezho) lakaet da anvioù departamantoù gall, graet a-raok studiañ an dachenn penn-da-benn: departamantoù e broioù all, stêrioù a gred treuziñ an harzoù, harzoù o fiñval... En em gavet omp en un degouezh heñvel gant planedennoù hag a zo anvioù doueed ivez. Lakaomp Keres/Ceres, Neptun/Neizhan, Ploudon/Pluton: kit da welout ha komzomp sioul goude. Bianchi-Bihan 14 Gen 2007 da 08:56 (UTC)