Kaozeal:Tañvadenn
Un dañvadenn zo un ober, a gredan. Din ne zegouezh ket amañ. N'eus netra da dañva. Bianchi-Bihan 25 Gou 2007 da 16:42 (UTC) Ger all kinniget: kemenn-film. Bianchi-Bihan 25 Gou 2007 da 17:28 (UTC) Filmkemenn (où), kenkoulz pe filmgemenn. Bianchi-Bihan 27 Gou 2007 da 08:10 (UTC)
Evit lavaret bande-annonce pe trailer em eus gwelet lec'hienn Ofis ar Brezhoneg. Tañvadenn a zo ar ger kinniget. Ar Favereau ne lavar netra... N'on ket barrek a-walc'h evit dibab etre Tañvadenn ha Kemenn-film. Arko 25 Gou 2007 da 18:10 (UTC)
N'eus droug ebet. Graet eo ar bajenn gaozeal evit komz eus traoù evel-se. Hag atav e vez mat gouzout eus pelec'h e teu seurt gerioù, savet gant n'ouzer ket piv. Da greisteiz, tañvadeg muskadig. Bianchi-Bihan 26 Gou 2007 da 04:51 (UTC)
Kinnigoù
[kemmañ ar vammenn]- D'am soñj eo gwelloc'h ober gant ur ger estren eget gant ur ger brezhonek fall.
- Gerioù gwelloc'h a c'haller kavout.
- Ma vije troet resis trailer e vije sacher, stlejer. Lakaomp ur "sach-tud".
- Ma vije troet resis teaser e vije heger. Lakaomp "brouder", pa'z eus kaoz eus broudañ ar c'hoant da welout. Bianchi-Bihan 2 C'hwe 2008 da 10:56 (UTC)