Jan Gossaert
Neuz
(Adkaset eus Mabuse)
Jan Gossaert (Maubeuge, war-dro 1478 – Antwerpen, 1añ a viz Here 1532) a oa ul livour flandrezat hag a veze graet Mabuse anezhañ ivez dre ma oa o tont eus Maubeuge (damheñvel eo an distagadurioù).
Ne ouzer netra eus deroù e vuhez. Diwar al levezonoù a santer en e oberennoù kentañ e kreder e oa o vevañ tost da Vro-C'hall. Bevet ha labouret en devoa en Italia (1508-1509), e Middelburg, en Utrecht, e Brusel hag en Antwerpen.
Labouret en deus evit Fulup Bougogn, a voe eskob Utrecht. Alies e save e oberennoù gant savadurioù bras en diadreñv, evel Van der Weyden, met n'eus ket kement a finesa nag a nerzh en e labour evel e re mestr Tournai ha Brusel.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- War-dro 1515 Sant Lukaz o livañ ar Werc'hez, eoullivadur war goad, 230 X 205 cm. Praha, Národní galerie.
- 1527 Danae, eoullivadur war lien, 114 x 0.95. München, Alte Pinakothek.
-
Krist e Menez an Olivez
-
Gwerc'hez he Mabig Jezuz
-
Poltred ur chuin
-
Metamorfozenn Hermafrodite ha Salmakis
-
Poltred ur plac'h yaouank (Jaqueline de Bourgogne ?)
-
Poltred un den