Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Implijer:J.C EVEN

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
For other languages, consider using Wikipedia:Babel
Salud, J.C EVEN, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg
Demat, J.C EVEN. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ.
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit.
Kregiñ ganti
Ober e gammedoù kentañ
Takad pleustriñ
Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae
Program skoazell.
Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn
Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo
Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki
Foar ar Goulennoù
Goulennoù a vez graet gant an holl
Reolennoù Wikipedia
Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh
Tavarn
Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all
Pemp pennaenn Wikipedia
Reolennoù diazez mat da c'houzout
Skoazell
Dornlevr hollek Wikipedia

Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù.


Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg.

Donemat e wikipedia e brezhoneg. Gallout a rez sevel goulennoù ganin pe gant ur merour all ma 'teus ezhomm. A galon --Kadwalan 24 Gen 2008 da 08:49 (UTC)[respont]


Salud dit. Pa vez kemmadurioù en un anv pe ur ger a gas etrezek ur pennad all e c'haller skrivañ anezhi hardizh en doare-se : Togodumnos|Dogodumnos, e diabarzh ar c'hrochedoù, ha ne vo gwelet ken an anv diwezhañ. Ne dalvez ket ar boan skrivañ "D-Togodumnos". A galon--Kadwalan 28 Gen 2008 da 14:23 (UTC)[respont]


Salud Jean-Claude. Ur gerig evit lâret dit e vez sinet ar pennadoù a skriver war ar bajenn gaoeadenn gant an 10 bouton a-us d'ar prenestr a dalvez da skrivañ traoù. Aesoc'h eo evit gouzout eus piv zo kaoz. A galon--Kadwalan 29 Gen 2008 da 14:44 (UTC)[respont]


Kaozeadenn

[kemmañ ar vammenn]
Trugarez da zont da reiñ an dorn din mar karez war pajenn kaozeadenn thebai. Soñjal a ra din out kizidik eveldon ouzh implij reizh ar c'heriaoueg hag an anvioù diazezet mat e brezhoneg dija. Amañ e vije difennet ober gant Tebez. Tebez eo ar stumm implijet e brezhoneg e Diwan hag a gaver e geriadur R . Hemon.

Hervez Neal e vefe arabat ober gant stummoù digemeret er geriadurioù abalamour ma vije bet votet doujañ ouzh ar stummoù orin eus an anvioù e gresianeg pa saver pennadoù. Ankouaat a ra e oa votet ar reolennoù-se evit an anvioù na oant ket anavezet e brezhoneg. Ar pezh a lavar n'eo meneget neblec'h--Kadwalan 24 Gen 2008 da 10:26 (UTC)[respont]

Da gentañ-holl n'eo ket amañ al lec'h dereat, me 'gav din, evit komz eus ur c'hraf resis-tre gouestlet ur bajenn gaozeal bouetat mat dezhañ dija, daoust ha ma anzavan e ma c'hell pep hini mont e darempred gant ar genlabourerion all mar fell dezhañ evel-just. Respont a ran amañ neooazh dre ma glasker lakaat da grediñ ez eus ur seurt brezelig etre Kadwalan ha me war ar c'hraf-se ha mat eo din sklaeraat an traoù. Arabat bezañ chalet, goude bezañ respontet d'e evezhiadennoù amañ e kendalc'hin war al lec'h dereatoc'h meneget a-us.
Ret eo lâret krak ha krenn n'eo ket gwir na tamm ebet ar pezh a zo tamallet din rak n'em eus biken lâret e oa arabat ober gant "stummoù digemeret er geriadurioù".
Displegadennoù hiroc'h:
Da gentañ holl, n'eo ket ganin m'eo bet kinniget ober gant ar stumm Thebai, daoust ha ma c'hellan sevel a-du gantañ rak kavout a ra din e klota gant ar reolenn bet degemeret war ar c'hraf-se (hini an doare da vrezhonekaat an anvioù gresianek divoutin).
Da eil e kavan ec'h eo daou dra disheñvel komz eus stummoù hengounel pe anavezet-mat ha stummoù kavet er geriadurioù ha/pe el levrioù implijet gant Diwan - klotaat a c'hellont, met ne glotaont ket dre ret an eil re gant ar re all.
Da drede e vefe mat sklaeraat pe geriadurioù a ranker lakaat da bennvammenn ma'c'h eo homañ ar bennaenn a vo lakaet e pleustr, da skouer "douaroniezh" pe "geografiezh" (n'eo ket ar stumm implijet gant Diwan atav an hini bet implijet ar stankañ war ar raktres-mañ).
Da bevare, n'eo ket kevatal da sav-poent terminologel personel-te dre ret ouzh bezañ "kizidik [...] ouzh implij reizh ar c'heriaoueg", rak ken reizh all eo ar stummoù all. Un afer dibaboù terminologel an hini eo kentoc'h evit un afer reizhder.
A galon, ha digarez evit bezañ implijet da bajenn gaozeal personel evit traoù komzet diwar o fenn e lec'h all dija, Neal (Kaozeal) 1 C'hwe 2008 da 14:34 (UTC)[respont]

Devezh mat deoc'h,
Gwelet a ran ho peus bet tro da gemer perzh kalzig en devezhioù-mañ hag e rit gant an ostilh e anv "Gwelaozer" evit degas kemmoù (da lavaret eo n'eo ket ar c'hod luziet evel ma oa gwechall). O vezañ m'eo bet nevez staliet amañ em befe c'hoant gouzout penaos eo bet ? Aes da implijout ? Traoù luziet ? Traoù da reizhañ ? Mennozhioù ? Roit ho soñj, kea. --Y-M D (kaozeal) 18 Mae 2015 da 07:57 (UTC)[respont]

Diwar-benn al lizherenn K

[kemmañ ar vammenn]

Pelec'h lakaat al lizherenn-se ?

A-B-C-D-E-F-I-J-K--- ?

pe

A-B-K-C'h-CH-D ---- ?

A greiz kalon--Dreist an Amzer 18 Mae 2015 da 09:00 (UTC)

Diwall, ur pennad Magnus Clemens Maximus a zo c'hoazh. Ar memes tra eo.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 9 Gou 2015 da 09:08 (UTC)[respont]

Ho saludiñ,
Emaon o kempenn ar bajenn-se bet savet ganeoc'h, hag ur gudennig am eus gant skoed Danain/Danain le Roux : pelec'h hoc'h eus kavet "ballask" (pe : "pallask") evit treiñ ar galleg « porc-épic » ?
Mil trugarez deoc'h en a-raok evit ar respont. 90.32.29.116 25 Gwe 2015 da 19:28 (UTC)[respont]

... Hag a-zivout Fortuné, andon ar ger "keurvil" / "geurvil" evit « éléphant » ? 90.32.29.116 25 Gwe 2015 da 19:56 (UTC)[respont]
Broadas ar Spagnol : "chevrenn" evit « écrevisse », a zo grilh-dour e brezhoneg ? 90.32.29.116 25 Gwe 2015 da 21:50 (UTC)[respont]

>>>>>>>>>> An anvioù se a zeu diouzh al levrig savet e 1965 gant Yellen hag abEnnez.--Dreist an Amzer 26 Gwe 2015 da 07:45 (UTC)

Traduction en breton

[kemmañ ar vammenn]

Bonjour à nouveau ! Comme j’ai indiqué ici il y a presque une semaine, peux-tu répondre à ma question de traduire cette phrase en breton, s’il te plaît ? :

Si tu veux que je fasse une traduction ou une correction en , , , , ou , laisse-moi un message avec ta demande et je le ferai. Tu dois seulement écrire un message sur mon mur de messages.

Et j’ai traduit « Je parle les suivantes langues » comme « Ma yezhoù eo ar re-mañ », c’est correct?

Merci ! --Josep Maria Roca Peña (kaozeal) 29 Gwe 2015 da 10:56 (UTC)[respont]

Demat. Ouzhpennet ul luc'hsk. ganin. A galon. Kadbzh (kaozeal) 14 C'hwe 2016 da 11:52 (UTC)[respont]

Ya, trugarez eus da evezhiadenn. Bianchi-Bihan (kaozeal) 9 Kzu 2017 da 19:48 (UTC)[respont]

Witcham Gravel helmet

[kemmañ ar vammenn]

https://br.wikipedia.org/wiki/Witcham_Gravel_helmet Demat, C'hwi hag a zo sot gant istor Roma hag anavezout a raer an tokarn-se? Krog on gant ar pennad a chom dister betek-henn. a galon --Dishual (kaozeal) 21 Gen 2018 da 14:47 (UTC)[respont]

Mersi bras d'eoc'h. Brav kaer eo ar skeudenn se. Pa'z on aet da Londrez, e oa resis evit tennañ skeudenn Boudika, war pont Westminster, skeudenn hag a zo gwel anveet bremañ. N'on ket aet da welout British Museum, mes aet on da welout Museum of London, hag a zo pinvidik tre ivez diwar benn istor gozh Londrez. Gwelet am eus ivez The Tower of London hag ar mogerioù roman a chom c'hoas (City Wall), hag an Tower Bridge, evel just.

Ma'z e c'hellañ sikour evit sevel ur bajenn, plifadur e vo ganiñ.

A galon JC Even--Dreist an Amzer 21 Gen 2018 da 15:09 (UTC)

Share your experience and feedback as a Wikimedian in this global survey

[kemmañ ar vammenn]
WMF Surveys, 29 Meu 2018 da 18:40 (UTC)[respont]

I don't understand. Please speak in french or in Breton language. J.C Even --Dreist an Amzer 29 Meu 2018 da 19:15 (UTC)

Reminder: Share your feedback in this Wikimedia survey

[kemmañ ar vammenn]
WMF Surveys, 13 Ebr 2018 da 01:39 (UTC)[respont]

Your feedback matters: Final reminder to take the global Wikimedia survey

[kemmañ ar vammenn]
WMF Surveys, 20 Ebr 2018 da 00:48 (UTC)[respont]

Salud deoc'h ! Ha gallout a rafec'h respont d'ar goulenn a gaver er bajenn Kaozeal:Ashley (Hampshire), mar plij ? A galon, --Llydawr (kaozeal) 23 Ebr 2018 da 15:51 (UTC)[respont]

Graet : https://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeal:Ashley_(Hampshire) JC Even --Dreist an Amzer 4 Mae 2018 da 11:44 (UTC)

Ho saludiñ
Emaon o kempenn (stumm) ha reizhañ (kemmadurioù) ar pennad ; kinnig a rin deoc'h al lizherenn A pa vo prest.
Ur skouer berraet ha bihanaet zo amañ war an tu dehoù.
Don't panic! Ar c'hodoù [ADV] [PPC] [HGG] ha reoù all am eus lakaet el Levrlennadur, gant un displegadenn e deroù ar pennad.
A-zivout orsel ar familh Alliou : an hevelep pezh zo war skoed ar familh Appigneg, hoc'h eus troet dre ar ger *per (?)
Ma, labour zo !
A galon — Lagad Zoltec (kaozeal) 14 Mae 2018 da 21:39 (UTC)[respont]

N'ez eus kudenn na trubuilh ebet ganiñ gwelout tud all gwellaat ar pezh am eus savet. Ardamezouriezh n'eo ket un dra aes, ha, d'am sonj, n'eo ket bet biskoazh graet e brezhoneg. Memes war lec'hiennoù gallek (evel Le Temps des Hérauts), e vez gwech ha gwech all breutadegoù start awalc'h etre tud desket war ar c'houiziegezh se. JC Even --Dreist an Amzer 16 Mae 2018 da 19:54 (UTC)


Alliou

Aliou [ADV]

  • Tri orsel (siell 1407) ; livioù dianav[1].

[PPC]


Allixant[2]
  • En glazur e sourin en aour, eilet gant teir steredenn ivez en aour.
  • Neuz all : + e gab en argant, karget gant un dreustell kranet en glazur.
Aloigny

Aloigny (d')[3]

  • En gul e bemp floudilizenn en argant.
  • Ger-ardamez : Lilia semper florent.

[PPC]

  1. Estamau pe orcel a raed eus an traezoù-se e galleg betek ar XVvet kantved ;
    cf. Dictionnaire de l'ancienne langue française du IXe au XVe siècle (1881);
    orsel g. eo ar ger brezhonek, gwelit Devri.
  2. Genidik eus Nivernais.
  3. Genidik eus Poitou.

Taolit evezh ! Ar ger brezhonek anv ("nom" e galleg) a vez skrivet anv, ha n'eo ket "añv". A galon, --Llydawr (kaozeal) 5 Mez 2018 da 15:47 (UTC)[respont]

Salud deoc'h ! Pa grouit pennadoù nevez e vefe mat deoc'h lakaat liammoù gant ar pennadoù heñvel a gaver er Wikipediaoù e yezhoù all, evel ma ra an implijerien all. Kement-se a sikour an dud all a fello dezho degas kemmoù, pa c'hallont keñveriañ ar pennad brezhonek gant ar re a gaver e yezhoù all. Aliezik em eus lakaet liammoù evel-se (gant "Yezhoù all", a-gleiz d'ar skramm), met ma c'hallfec'h ober hoc'h-unan ne vefe ket falloc'h. Ma ne ouzit ket penaos ober, sellit ouzh [1], e galleg, rak an displegadennoù-se n'int ket bet troet e brezhoneg c'hoazh. A galon, --Llydawr (kaozeal) 15 Mez 2018 da 10:44 (UTC)[respont]

Kenderc'hel a rit da grouiñ pennadoù hep lakaat liammoù gant ar pennadoù kevatal e yezhoù all. Un druez eo... Dre chañs e vez krouet al liammoù-se gant tud all : Bianchi-Bihan, Dishual... --Llydawr (kaozeal) 10 Eos 2018 da 14:47 (UTC)[respont]

Evit degas un deiziad e brezhoneg e reer gant an araogenn "da". Sellit ouzh Wikipedia:Fazioù_stankañ#Deiziad. A galon, --Llydawr (kaozeal) 10 Eos 2018 da 14:47 (UTC)[respont]

Graet e vo gant "da", neuze. Kudenn ebet evidon. http://academia-celtica.niceboard.com/t2345-dire-la-date-dans-le-mois?highlight=date --Dreist an Amzer 10 Eos 2018 da 19:27 (UTC)

Un tamm sikour...

[kemmañ ar vammenn]

Salud, Sed amañ da-heul ul liamm diabarzh hag a zisplego deoc'h penaos ober gant al liammoù etrewiki. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 12 Eos 2018 da 10:26 (UTC)[respont]

Mersi bras evit esaeañ rein un taol skoaz din. Taolet am eus ur sell war al liamm. Daoust hag-eñ ez eus ul liamm ː Istor hervez red an amzer ? Istor an impalaeriezh roman ? Rak Istor Breizh hag Istor ar Vretoned ne c'hall ket bezhañ distaget diouzh istor ar Bed. Mar plij, lakait unan war ur bajenn diwezhañ, da servij da skouer evidon. A galon. JC Even --Dreist an Amzer 12 Eos 2018 da 11:21 (UTC)

Ne gomprenan ket ho koulennoù, siwazh din... :-(--Prieladkozh (kaozeal) 12 Eos 2018 da 13:25 (UTC)[respont]

Kavet am eus an ibil ǃ Mersi bras bepred. JC Even --Dreist an Amzer 12 Eos 2018 da 19:32 (UTC)

Poan am eus o kompren perak ne rit ket gant al liammoù etrewiki... --Llydawr (kaozeal) 22 Eos 2018 da 16:11 (UTC)[respont]

Bloavezhioù

[kemmañ ar vammenn]

Salud deoc'h ! War a seblant n'ho peus ket komprenet ez eo -10 ha 10 kent J.K. daou zoare da skrivañ anv ar memes bloaz. N'eus ster ebet gant "-57 kent J-K". A galon, --Llydawr (kaozeal) 22 Eos 2018 da 16:11 (UTC)[respont]

Salud deoc'h ! 1añ eo berradur boas ar ger "kentañ" e brezhoneg, ha n'eo ket . A galon, --Llydawr (kaozeal) 5 Gwe 2018 da 10:28 (UTC) Salud deoc'h ! 1añ eo berradur boas ar ger "kentañ" e brezhoneg, ha n'eo ket . A galon, --Llydawr (kaozeal) 2 Du 2020 da 11:26 (UTC)[respont]

Kaozeadenn

[kemmañ ar vammenn]

Salud deoc'h. Dre zegouezh em eus gwelet ar gerig hoc'h eus lakaet war va fajenn "Implijer" ("Sevel pajennoù an istor bloaz da bloaz"). Ma fell deoc'h mont e darempred gant an implijerien all, e rankfec'h skrivañ war ar bajenn "Kaozeadenn Implijer". Evel-se e vez kemennet d'an dud diouzhtu ez eus bet skrivet un dra bennak dezho. Met ma vez graet war ar bajenn "Implijer" ne c'haller ket gouzout. Sellit ouzh Skoazell:FAG#Pa_vez_skrivet_din_war_ma_fajenn_"kaozeadenn",_penaos_respont_dezhañ,_dezhi_?. Mat, ne dennin ket ar bloaziadoù lakaet ganeoc'h, met mat e vefe deoc'h selle ouzh Skoazell:Ereadur Wikipedia evit kompren gwelloc'h penaos ez a Wikipedia en-dro. A galon, --Llydawr (kaozeal) 14 Gwe 2018 da 10:45 (UTC)[respont]

Salud ! Perak ne rez ket liammoù etre ar pajennoù, evel am eus graet amañ pe aze ? Eno emañ talvoudegezh Wikipedia. A galon, --Llydawr (kaozeal) 2 Ebr 2020 da 10:48 (UTC)[respont]


Salud ditǃ Gouzout mat a ran. Labourat a ran war peb abeg e-pad meur a deizioù, unan war lec'h egile. Kement a zo da ober ǃ Tamm ha tamm e vez savet e vragoù da Yann ǃ --Dreist an Amzer 2 Ebr 2020 da 11:20 (UTC)

Salud dit, leusket 'm eus ur gemennadenn war an davarn evit lakaat ar gaoz war merañ ar Wiki-mañ ha dreist-holl kaout merourien nevez marteze, ma fell dit reiñ da soñj ! A galon --Lekemok (kaozeal) 17 Ebr 2020 da 19:11 (UTC)[respont]

Salud deoc'h,
Un doare all da ginnig ar gadourion zo er poull-traezh. Tu Moñforzh a vije kinniget heñvel, evel-just.
Grit a garot ! --90.32.116.248 12 Mae 2020 da 16:33 (UTC)[respont]

Salud deoc'h,
En sell on da beurechuiñ gant ar bajenn-mañ kent mont en dro gant an Eskopti Treger ha gant Breujoù Breizh. Pa vo echuet ar bajenn e vo gwelet diwar ar stumm gwellañ da ginnig.
--Dreist an Amzer 13 Mae 2020 da 07:48 (UTC)

Salud dit ! Taol evezh : alies e skrivez "lec'h" e-lec'h "lerc'h" e-barzh da bennadoù. Daou c'her disheñvel eo "lec'h" ha "lerc'h" e brezhoneg. Un distagadur disheñvel o deus hag un dalvoudegezh disheñvel o deus ivez. Sell ouzh Wikipedia:Fazioù_stankañ#L. A galon, --Llydawr (kaozeal) 25 Mez 2020 da 16:01 (UTC)[respont]

Douaroniezh

[kemmañ ar vammenn]

Demat. Akord ganeoc'h. Dakbzh (kaozeal) 26 Gou 2020 da 04:58 (UTC)[respont]

Universal Code of Conduct

[kemmañ ar vammenn]

Hi J.C EVEN

I was asked by Wikimedia Foundation to promote this call for participation on the planned Universal Code of Conduct.

Best regards --Holder (kaozeal) 13 Eos 2020 da 04:05 (UTC)[respont]

Pendant plus de 19 ans, les Wikimédiens et Wikimédiennes ont travaillé ensemble pour bâtir la plus vaste ressource de connaissance libre de l’humanité. Durant cette période, nous somme passés d’un petit groupe de contributeurs à une communauté de rédacteurs, de développeurs, d’affiliés, de lecteurs, de donateurs et de partenaires.

Cependant, nous réalisons que rester fidèle à notre objectif, celui qui est exprimé dans notre vision d’«imaginer une monde dans lequel chaque être humain peut librement partager et contribuer à la somme de tous les savoirs», nous avons encore beaucoup de travail à faire.

Par moments, nos contributeurs et contributrices, de même que nos projets eux-mêmes, ont souffert d’un manque de normes qui non seulement nous unissent entre nous mais qui permettent de créer collaborativement un environnement où la connaissance libre peut être partagée sans crainte. Afin de nous rapprocher de cet objectif, nous devons nous assurer que toutes les personnes qui souhaitent contribuer de manière constructive sur nos plateformes se sentent à l'aise et encouragées à nous rejoindre. Nous avons besoin de normes qui peuvent aider à créer un environnement constructif et inclusif qui encourage le partage des connaissances libres.

Au fil du temps, plusieurs échanges ont souligné la nécessité d’avoir un ensemble règles de conduite s’appliquant de manière universelle aux différentes communautés, et enfin, le Conseil de la Fondation Wikimedia a rendu publique une déclaration, promulguant de nouvelles normes pour lutter contre le harcèlement et promouvoir l'inclusivité au sein des projets.[2] Le Code universel de conduite constituera un minimum de règles s’appliquant à tous les projet Wikimédia, et à nous tous, salarié(e)s et bénévoles, aux quatre coins du monde, et aura un impact sur notre travail et nos groupes, nos membres et nos projets. Il est important que nous participions tous et exprimions nos idées sur ce Code, sa nature, ce que qu’il devrait prendre en compte ou non; comment il pourrait faire croître, freiner ou aider nos groupes.

C’est le moment d’en parler. Votre communauté fait partie du mouvement Wikimédia et votre voix compte. Pour qu’elle soit entendue, vous êtes invités à en savoir un peu plus sur le Code de conduite universel [3] et à exprimer par écrit vos idées et réactions sur la page de discussion [4]. Pour plus de flexibilité et pour encourager la participation dans le plus de langues possible, vous êtes chaleureusement invités à traduire la page principale du code de conduite universel dans votre langue respective [5]. Vous et votre communauté pourrez choisir d’exprimer vos opinions dans la langue de votre projet. Par ailleurs, dans le cas où la page sur metawiki ne serait pas encore traduite dans la langue de votre projet, veuillez noter que vous êtes encouragés à répondre dans la langue de votre choix même s’il s’agit d’un fil de discussion initié en anglais sur le code de conduite universel.

We sent you an e-mail

[kemmañ ar vammenn]

Hello J.C EVEN,

Really sorry for the inconvenience. This is a gentle note to request that you check your email. We sent you a message titled "The Community Insights survey is coming!". If you have questions, email surveys@wikimedia.org.

You can see my explanation here.

MediaWiki message delivery (kaozeal) 25 Gwe 2020 da 18:47 (UTC)[respont]

Bloavezhioù kent J.-K

[kemmañ ar vammenn]

Plijout e rafe din sevel pajennoù nevez diwar bloavezhioù se, rak leun a zanvez ez eus. Easeet am eus graet, hep dont a-benn. Help, mar plij.JC Even --Dreist an Amzer 6 Her 2020 da 07:37 (UTC)

Salud ! Taol evezh : ar ger kren-douar a skriver, hag a zistager, gant un N hepken. A galon, --Llydawr (kaozeal) 17 Kzu 2020 da 17:58 (UTC)[respont]

Demat et bonne année !

[kemmañ ar vammenn]

Demat, Désolé je ne sais quasiment rien en breton... mille excuses si je t'écris en français. J'espère que tu vas bien et je te souhaite un très bon 2021 avec beaucoup de santé, en espérant que tout s'améliore pour tout le monde. Merci du support que tu avais donné il y a déjà quelque temps à la Wikipédia catalane. Je t'écris car je recueille des vidéos courtes (15 secondes maximum) dans les langues des wikipédiens, et dans l'immédiat, je n'ai hélas aucun breton, et donc j'aimerais bien que tu y participes. Il s'agit d'enregistrer un petit message en breton avec une thématique libre (le plus simple est une petite présentation et la relation avec la Wikipédia je suppose, mais ça peut être plus créatif avec des images, des monuments ou des lieux bretons) dans le cadre du 20ème anniversaire de la Viquipèdia catalane. Si tu es intéressé, je te donnerai davantage d'informations prochainement ! Trugarez dit ! Bonne soirée et bonne semaine ! Kenavo! Claudi/Capsot (kaozeal) 10 C'hwe 2021 da 15:25 (UTC)[respont]

Dilennadeg 2022

[kemmañ ar vammenn]

Kevarc'h dit,

Pedet out da reiñ da soñj – ha da lakaat da anv, petra 'virje ? — war ar bajenn Wikipedia:Dilennadeg 2022.
A galon,
Ar choler (kaozeal) 15 C'hwe 2022 da 11:27 (UTC)[respont]
Demat dit,
Digor eo ar votadeg evit kaout merourien nevez. Gallout a rez votiñ amañ.
A galon,
-- Lekemok (kaozeal) 1 Ebr 2022 da 10:27 (UTC)[respont]

Ardamezioù Cillart

[kemmañ ar vammenn]
Salud dit,
Un evezhiadenn zo bet graet diwar-benn ar skoed-se e Kaozeal:Pleuvihan. Marteze ez eus traoù da cheñch. A galon, 2A01:CB08:890E:C600:7831:6301:94DC:FFDD 7 Meu 2022 da 18:12 (UTC)[respont]
Salud deoc'h. Plijout a rafe din gouzout diwar peseurt patrom eo bet lakaet deskrivadur an ardamaezioù e brezhoneg er pennadoù Ardamezeg mojenn ar Roue Arzhur pe Ardamezeg familhoù Breizh ? Trugarez. --Kadwalan (kaozeal) 1 Mae 2022 da 15:35 (UTC)[respont]
Tennet int eus Hierome de Bara, 1579, Wikipedia Commons. Pol Potier de Courcy, Gourdon de Genouillac. Meur a dresadennoù a zo bet graet ganiñ. Evit Hierome de Bara, mont da welout al liamm ː httpː//marikavel.org/documents/hierome-bara/accueil.htm Dreist an Amzer 2 Mae 2022 da 09:46 (UTC)

Tennet int eus Hierome de Bara, 1579, Wikipedia Commons. Pol Potier de Courcy, Gourdon de Genouillac. Meur a dresadennoù a zo bet graet ganiñ. Evit Hierome de Bara, mont da welout al liamm ː httpː//marikavel.org/documents/hierome-bara/accueil.htm--Dreist an Amzer 2 Mae 2022 da 09:44 (UTC)

Trugarez. Gouzout a ran eus pelec'h e teu ar patrom e galleg. Komz a ran eus an troidigezhioù e brezhoneg. Iskis e kavan anezhe. --Kadwalan (kaozeal) 2 Mae 2022 da 12:22 (UTC)[respont]
Gwelout neuze ː "Dafar evit ur c'heriaoueg a'n Ardamezouriezh", gant Yellen hag abEnnez, oberenn paeroniet gant Akademiezh Vreizh, Gwenedour, n° 18-19, 25.4.1965.... Tu ez eus, evel just, ober gant gerioù all. N'on ket a-du, penn-da-benn, gant Yellen hag abEnne. Amañ e vez graet gant trein galleg kozh. Dreist an Amzer 2 Mae 2022 da 19:22 (UTC)

Goulenn ali

[kemmañ ar vammenn]

Trugarez da zont da reiñ da ali amañ diwar-benn implij ar saozneg pe ar galleg dre ziouer evit an troidigezhioù a vank en etrefas ar wiki brezhoneg.--Kadwalan (kaozeal) 3 Mae 2022 da 15:06 (UTC)[respont]

Un nebeud evezhiadennoù em eus c'hoant d'ober rak tremenet em eus un tamm amzer o reizhañ ar bajenn el lec'h ma vezit o lakaat danvez :

  1. Diwallit da implij an araogenn "ouzh". Me 'gav din e vez lakaet ganeoc'h da dreiñ "à/au" bep tro. Ne zere ket atav. Ne vez ket lavaret " alvokad ar Roue OUZH prezidial Naoned" met " alvokad ar Roue E prezidial Naoned" da skouer.
  2. Ne vez ket skrivet "en eus" met "en deus".
  3. Ne vez ket lavaret "en [d]eus dimezet e 1200 X" met "(zo) dimezet da/gant X e 1200". A galon. Kadwalan (kaozeal) 17 Gou 2022 da 21:31 (UTC)[respont]
Salud deoc'h, e-lec'h "disanvet" e skriver diZanAv(ez)et. An eil A ne vez distaget en ul lodenn eus Aodoù an Arvor abalamour d'an taol-mouezh. A galon.--Kadwalan (kaozeal) 25 Gou 2022 da 11:51 (UTC)[respont]

labourat en peoc'h ?

[kemmañ ar vammenn]

Mar plij, daoust hag-en ez vije tu ganin mont gant va labour en peoc'h ? Ar pezh a gasãn a zo traou eus an Istor gwir ha reizh, ha labour am eus dija trawalc'h da dresañ ardamezioù eus familhoù Breizh, kuit din da veza̪ñ kontroliet war ar stumm da sevel pajennoù. Mersi bras. --Dreist an Amzer 14 Gwe 2022 da 11:38 (UTC)

Ne gomprenan ket, eus petra ez eus anv amañ?
Evit sinañ da evezhiadennoù e c’hellez ober gant ~~~~ Huñvreüs (kaozeal) 14 Gwe 2022 da 20:48 (UTC)[respont]

An danvez lakaet ganit er pennad Castelfidardo, a zo diwar-benn ar gumun, a vefe gwelloc'h, 'gav din, er pennad Emgann Castelfidardo. Beurleudiskobol (kaozeal) 14 C'hwe 2023 da 10:51 (UTC)[respont]

OK. Gwelet am eus eo bet digoret ar bajenn se an 13 C'hwe 2023 da 17:30 Dreist an Amzer 14 C'hwe 2023 da 12:17 (UTC)

Kudenn da gemmañ

[kemmañ ar vammenn]

Abaoe an ar barrad-amzer Ciaran (tog miz Du 2023), n'eo ket posubl ken da gemmañ ... (ha sinañ kenebeut). Ret eo din bremañ kemmañ ar vammenn bep taol. Pegeit e dalc'ho ar gudenn se ? Mersi bras.

E pajennoù koazeal e reer bremañ gant Rannbennad nevez (evit krouiñ ur gaozeadenn nevez) ha Respont (evit respont), ha digoret e vez ar gwelaozer. Huñvreüs (kaozeal) 6 Du 2023 da 10:19 (UTC)[respont]