Emgann Castelfidardo

Eus Wikipedia
Emgann Castelfidardo
Giovanni Gallucci La Battaglia di Castelfidardo palazzo comunale di Castelfidardo.jpg
emgann
Rann eusRisorgimento Kemmañ
StadStadoù ar Pab Kemmañ
Lec'hCastelfidardo Kemmañ
Daveennoù douaroniel43°13′0″N 13°23′0″E Kemmañ
Deiziad18 Gwe 1860 Kemmañ
Map

En emgann Castelfidardo, c'hoarvezet d'an 18 a viz Gwengolo 1860 en ur gêr vihan eus Marche, e voe trec'h arme Rouantelezh Sardigna, dindan ar jeneral Enrico Cialdini war soudarded ar jeneral gall Lamoricière a oa o tifenn Stadoù ar Pab.

Niverusoc'h e oa soudarded Piemonte, un 39 000 anezho, e-skoaz re ar Pab ha ne oa nemet 10 000 anezho. Ar re-se a oa dindan urzhioù ar jeneraled c'hall Louis Juchault de Lamoricière ha Georges de Pimodan. Kalz eus soudarded ar Pab a deue eus Breizh, kornôg Bro-C'hall ha Belgia. Goude-se e voe savet korfarme zouaved ar pab.

An emgann[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude Tro-vrezel Italia e 1859, ha trec'h Rouantelezh Sardigna e Solferino, deuet gant skoazell arme Bro-C'hall, e c'hallas ar roue kemer Lombardia ha kas ar Risorgimento war-raok. E deroù 1860, e dugelezhioù Parma ha Modena, e voe votet ar stagidigezh ouzh kurunenn Sardigna, hag ivez en Emilia, e Romagna ha Toskana.


Goude an emgann[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude-se e c'hallas arme Piemonte en em unaniñ gant hini Garibaldi a oa o paouez aloubiñ kreisteiz al ledenez.