Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 16, bloaz 2020

Eus Wikipedia

13/04/2020 — 19/04/2020

[kemmañ ar vammenn]
Skrivañ un dra bennak er c'hwezekvet sizhunvezh eus 2020 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

OpenStreetMap

[kemmañ ar vammenn]

Ha gouzout a rit m'eo posubl lakaat da vezañ dispaket ar gartenn vrezhonek evit ambroug ho fennadoù ? Ret eo dibab hor yezh pa vez goulennet ma vez silet ur gartenn. N'em eus klasket ober, c'hoazh. Graet eo bet gant un okitaneger o klask skeudenniñ ar bajenn [occitana].
Evel just, ne vije ket eus an dra-se ma en bije ket ar skipailh OpenStreetMap e brezhoneg savet deouezadur (rendu) ar gartenn frank OpenStreetMap e teir yezh (brezhoneg, okitaneg hag euskareg, an elsaseg o tont). Kavet e vez war an URL-mañ : https://kartenn.openstreetmap.bzh/#map=8/48.1/-2.3. Hiziv e vez 108 000 meneg brezhonek e-barzh OpenStreetMap, lec'hanvioù hag anvioù an hentoù. Er miz-mañ ez eus bet kroget gant troidigezh emgefreek an hentanvioù.
Mankout a ra pennadoù diwar-benn ar gartennouriezh hag al lec'hanvadurezh. Pa 'm bo amzer e pleustrin gant ar sujedoù-se. --Ch. Rogel (kaozeal) 22 Mae 2020 da 20:42 (UTC)[respont]

Saloñs Discord gouestlet d'ar Wikioù e brezhoneg

[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h holl, Savet em eus ar saloñs war Discord evit gellout eskemm eus ar Wikioù brezhonek en un doare aesoc'h evit ar forom-mañ. E anv a zo Wikioù-br, setu al liamm evit mont ennañ gant al liamm-mañ Wikioù-br. Penaos e c'hallfe bezañ ouzhpennet al liamm davetañ war ar bann a zo a-gleiz, marteze dindan "Porched ar gumuniezh"? A galon Morvan Pêr

Digomprenus din. Diaes a-walc'h eo kaozeal amañ, ne welan ket perak ez afemp da gaozeal en ul lec'h all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Ebr 2020 da 09:41 (UTC)[respont]
Demat deoc'h, Lavarout a rit sklaer penaos eo diaes kaozeal hag eskemm e soñjoù gant al lec'hienn-mañ. Kalz aesoc'h eo kaozeal gant Discord. Gellout a reer eskemm hep bezañ rediet freskaat ar bajennad ha posupl eo pellgomz d'an dud. Ha war-se e c'heller ober pell-emvodoù. Ar pezh a seblant bezañ kalz aesoc'h evit aozañ ur gwir labour a-stroll, betek din da c'houzout :P. Ul lodenn vat eus ar c'humuniezhioù Wikimedia o deus ur saloñs Discord evit gellout eskemm gant an dud en un doare aesoc'h. Ar pal a oa ganin p'eo bet savet ganin ar forom Wikimedia evit ar vrezhonegerien war Discord na oa ket teurel ar bec'h etre an dud, pell alese. Rik ar c'hontrol, 'se oa evit gellout eskemm war batrom ar mod m'o devez ar saoznegerien hag ar c'hallegerien d'ober. Hag efedus-meurbet eo ho saloñs, kalzig a bajennadoù a vez skrivet bemdez gant-se. Ha kalz aesoc'h eo merañ ar vandalerezh, pe ar c'hudennoù a c'hall dont gant emzalc'h tud 'zo. Implijer:Iriep/Iriep. (Kaozeadenn Implijer:Iriep/Iriep) (liamm ar saloñs Discord: Wikioù-br) 24 Ebr 2020 da 16:30 (UTC).

Merañ ar Wiki-mañ + liammoù ouzh raktresoù all

[kemmañ ar vammenn]

Mat an traoù tudoù ? Boñ, sur a-walc’h ‘peus merzhet e vezomp un tamm pep hini diouzh hon zu ha dalc’het omp un tamm gant an diouer a dud a ra war-dro al labour-melestriñ : n’eus ket a vureviad ken ha goude ma’z eus merourien, n’int ket oberiant gwall alies, war-bouez Fulup marteze. Da lavaret eo, n’hallomp ket nullañ pajennoù, n’hallomp ket ober war-dro an emzalc’hioù direizh ha traoù all hep goulenn sikour gant Wikimedia, ma komprenan mat. Evelato ez eus tud amañ hag a ra war-dro en un doare sirius ar Wiki-mañ, tud oberiant ha mennet. Poent ‘vije marteze sevel dilennadegoù all evit dilenn daou pe dri merour hag ur bureviad, kuit da chom gabestr d’ar raktresoù all ?

Ouzhpenn d'an dra-se, gwelet 'peus moarvat ar mesaj leusket uheloc'h. Savet ez eus bet ur saloñs Discord (ur servij pell-skrivañ heñvel ouzh messenger/skype... met war internet) gant ur strollad tud interest da grouiñ liammoù ouzh ar raktresoù all (Wikeriadur, Wikimammenn...). Oc'h heuliañ al liamm-mañ e c'helloc'h krouiñ ur gont hag eskemm ganto ma fell deoc'h.

Ken ma vezoc'h lennet ! --Lekemok (kaozeal) 17 Ebr 2020 da 17:59 (UTC)[respont]

Hervez ar reolennoù eo amañ, etre ar genlabourerien e c'hoarvez ar c'haozioù db ar wikipedia brezhonek, ha n'eo ket er-maez. Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 Ebr 2020 da 02:05 (UTC)[respont]
Ur mennozh mat eo, ezhomm 'meump merourien da vat. Ret 'vo kavout tud a-du da vont war ar renk avat, daou pe dri. Me n'hin ket. D'ar re all da lâr petra eo o soñj.--Arko (kaozeal) 18 Ebr 2020 da 07:27 (UTC)[respont]
Evel-just e vefe poent d'ar wiki-mañ bezañ emren hag en em verañ evel m'eo dleet. Evit ar pezh a sell ouzhin setu bloavezhioù zo ne c'hallan ket mui gouestlañ amzer da Wikipedia. --Fulup (kaozeal) 18 Ebr 2020 da 08:23 (UTC)[respont]
Ya, daou pe dri pe bevar. Met amañ e vint dilennet, gant al labourerien zo amañ, hag a-wel d'an holl... neuze eo amañ e ranker komz eus se, ha n'eo ket er-maez. Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 Ebr 2020 da 08:37 (UTC)[respont]
Dres ar pezh a lavarez, amañ e vo aozet dilennadegoù ha kaozeet eus an dra-se. Distag eo afer ar saloñs Discord a vije kentoc'h evit liammañ ar wikiraktresoù all e brezhoneg + ar re a ra war-dro Common Voice gant Mozilla marteze. N'eus bet divizet netra er-maez eus wikipedia, tra ken goulenn hag-eñ e c'helljen kas al liamm evit ar re a vije intereset.
Preder merañ Wikipedia zo deuet din pa'm boa gwelet en doa klasket unan eus ar re o doa krouet ar saloñs Discord tizhet Benoni ha n'eo ket bureviad ken. Abaoe ur pennadig 'm boa soñjet ne oan ket sur e oa gwall oberiant ar verourien er mare-mañ ivez ha lakaet 'm boa va fri e-barzh evit gwiriekaat hag-eñ e oa gwir ar pezh a soñjen. Neuze 'm boa divizet sachañ evezh ar gumuniezh amañ evit kemer un diviz amañ. --Lekemok (kaozeal) 18 Ebr 2020 da 11:45 (UTC)[respont]

Trugarez d'ar re o doa roet respontoù. Neuze, ma tiverran pep tra, Fulup n'en deus ket amzer d'ober war-dro. Ezhomm zo erlec'hiañ anezhañ (daoust ma c'hellje reiñ dorn bep an amzer ?). Ako zo a-du gant ar mennozh met n'eo ket evit mont da verour. Eus va ferzh e vijen kontant d'ober, met n'em bez ket amzer forzh pegement peurvuiañ, dav 'vo d'unan all mont ivez. Ha ne renk ket kudenn ar bureviad, marteze d'ober war-dro ur wezh ma vo ur skipailhig merourien oberiant ? --Lekemok (kaozeal) 21 Ebr 2020 da 09:47 (UTC)[respont]

Difaziet em eus an HTML (balizennoù berzet, fazioù Lint), met nullet eo bet an difaziañ gant an implijer Bianchi-Bihan, div wech betek-henn. Gwelet a ran amañ e oa bet difaziet ar pennad e miz Here 2019 dija, ha nullet an difaziañ ivez gant an hevelep implijer. Kement-se zo enep reolennoù Wikipedia. — 90.32.34.101 18 Ebr 2020 da 16:51 (UTC)[respont]

An dud dianav ha dizanv ne reont ket reolennoù wikipedia, ha pa vo votet amañ n'o devo ket da votiñ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 Ebr 2020 da 18:48 (UTC)[respont]

Etre bourd ha farz forn

[kemmañ ar vammenn]

E-touez an traoù dous a zo da sevel c'hoazh emañ ar gwestell. Met n'em eus ket c'hoant da sevel ur brezel etre éclair ha religieuse... Setu perak, araok sevel pennadoù, e c'houlennan deoc'h petra eo o soñj. Ma ne fazian ket eo ar wastell ur ger ledan awalac'h hag a c'hall bezañ ur wastell chokolad lakomp, met ivez un dartezenn, farz forn... Se an hini eo ? Hag eo ur wastell ar gouign ivez ? Pe une dra diheñvel, bihanoc'h eget ur wastell ? Un dra all c'hoazh : petra eo ur viennerezh, gwastell pe gouign, pe an daou ? Trugarez en a-raok evit ho alioù! --Arko (kaozeal) 21 Ebr 2020 da 14:17 (UTC)[respont]

Moarvat hoc'h eus kavet viennerezh er pennad viennoiserie eus geriadur Ménard. Setu va ali : klaskit kompren petra a dalv -erezh.
Da skouer, setu tri ger hag a dalv pâtisserie e galleg :
  • gwastellerezh g. (obererezh)
  • gwastellerezh b. (stavell)
  • gwastellenn b. (biz dienn, leanez, ...)
2.13.35.132 21 Ebr 2020 da 15:04 (UTC)[respont]
Gouzout a ran petra dalv -erezh. Met neblec'h n'em eus kavet ar ger "viennerenn". Neuze, gwastell pe kouign ?--Arko (kaozeal) 21 Ebr 2020 da 16:42 (UTC)[respont]
Ur "viennerezh" ne c'hell bezañ nemet un obererezh pe ur stavell gouestlet d'un obererezh : ne c'hell ket bezañ nag ur wastell nag ur gouign. 2.13.35.132 21 Ebr 2020 da 18:56 (UTC)[respont]
Savet eo ar ger gwastellenn diwar gwastell hag -enn, ha n'eo ket -erenn. Mar fellfe deoc'h lakaat -enn e-lec'h -erezh er ger "viennerezh" e teufe da vezañ "viennenn", ha n'eo ket "viennerenn" evel hoc'h eus skrivet. 2.13.35.132 21 Ebr 2020 da 19:03 (UTC)[respont]
Ya, gwir eo. Neuze penaos vo lavaret une viennoiserie ? Ur gouign viennerezh ? Distreiñ a ran d'am goulenn gentañ, petra eo ur wastell. Un dra ledan eo ma ne fazian ket, enni ar c'houignoù, ar wispid, ar farz, ar baraennoù, an tartez hag an etremeuzioù. Petra 'soñj deoc'h ?--Arko (kaozeal) 26 Ebr 2020 da 07:11 (UTC)[respont]