Mont d’an endalc’had

Leanez (gwastellenn)

Eus Wikipedia
Teir leanez dre chokolad

Ul leanez[1] pe ur religieuse (hervez ar galleg) zo ur wastellenn savet diwar toaz puf ha dienn gwastell, dre chokolad pe dre gafe peurliesañ. Ijinet e vije bet e-tro 1856 e ti Frascati e Paris[2]. Hervez tud all e c'hallje bezañ koshoc'h c'hoazh ha bezañ deveret diouzh ur meuz ijinet e 1540 gant Panterelli, keginer e lez ar rouanez Caterina de' Medici ha kempennet en XVIIIvet kantved gant Marie-Antoine Carême[3].

  1. Geriadur ar Geginouriezh, p. 83
  2. 'Pourquoi comment'. Kavet : 21 EBR 20.
  3. je parle américain, the online diary of an American in Paris (2011-07-25). La Religieuse — “The Nun” « je parle américain. Jeparleamericain.com. Kavet : 2012-08-26.