Skoazell:Liammoù etrewiki
Liammoù etrewiki a reer eus liammoù a gas eus yezh ur Wikipedia d'ur bajenn heñvel en ur yezh all. Diskouezet e vez ar yezhoù-se e korn dehou uhelañ ar bajenn, pa gliker war niver yezh v.
Lod Wikipediaoù, an hini alamanek da skouer, a ginnig listenn ar yezhoù war tu kleiz o fajennoù ; lod all c'hoazh, evel ar Wikipedia arabek, a laka al listenn war an tu dehou.
Liammoù el listenn
niver yezh v
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Forzh pe bennad e Wikipedia a c'hall kas da bennadoù hag a bled gant an hevelep danvez e yezhoù all ; da skouer, dre ar pennad Bro gozh ma zadoù e c'hell tizhout ar bajenn gantonek a-douez 23 yezh estreget ar brezhoneg, hag ar pennad kantonek a gas d'an hini brezhonek a-douez an hevelep 23 yezh estreget ar c'hantoneg.
Gant Wikidata[1] e vez meret al liammoù etrewiki, ha gwelloc'h eo ober dre Wikidata pa venner plediñ gant al liammoù-se.
Wikidata
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Wikidata zo ur raktres gevell da Wikipedia ; ur Wiki eo, eleze ec'h a-dro a-drugarez da implijerien hag implijerezed. Ur rann eus ar raktres-se eo merañ al liammoù etrewiki evit an holl Wikipediaoù, e 338 yezh (e miz Mae 2024). El listennad yezhoù a zo e korn dehou uhelañ ur pennad er Wikipedia brezhonek e kaver an holl liammoù a gas d'ur gentel eus ar pennad e meur a yezh. Kemmañ listenn ar yezhoù eo an doare reoliek da ouzhpennañ liammoù etrewiki pe da gemmañ anezho.
Ouzhpennañ ul liamm etrewiki nevez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Klikañ war + niver yezh v a ziskouez listenn ar yezhoù a zo bet enrollet en elfenn Wikidata ar pennad.
E traoñ al listenn ez eus ul liamm anvet + Ouzhpennañ yezhoù
. Mar klikit war al liamm-se e teuio war wel ur voest ma c'hallot klikañ war al liamm Kemmañ al liammoù etreyezhel. Digoret e vo an elfenn Wikidata ; da neuze e c'hellot kemmañ ar yezhoù.
- War an tu dehou emañ ar voest anvet Wikipedia, gant an niver a yezhoù (24 entries evit ar pennad "Bro gozh ma zadoù", eleze ar brezhoneg + 23 yezh all).
- Klikit war al liamm
edit ("kemmañ").
- E traoñ listenn ar yezhoù e teuio war wel ur voestig anvet wiki ; ennañ e rankit skrivañ kod ISO 639-1 ar brezhoneg, a zo br[2].
- Diouzhtu e tigoro ur voestig all e-kichen hini ar yezh, anvet page ; skrivit ennañ anv ar pennad a fell deoc'h liammañ ouzh ar Wikipediaoù all ; diskouezet e vo ul listennad pennadoù : dibabit ho pennad el listenn pe skrivit e anv war-eeun er voest.
- Klikit war publish e laezh boest ar yezhoù.
... Setu graet an taol !
- Kemmañ anv ul liamm etrewiki
Klikit war edit, kemmit anv ar pennad ha klikit war publish.
- Diverkañ ul liamm etrewiki
Klikit war edit, klikit war skeudenn ar boubellenn ha klikit war publish.
- Atav e challit nullañ un ober dre glikañ war cancel ("Nullañ").
Mar deu war wel ur gemennadenn evel Site link ... is already used by item Q ..., ez eus dija e Wikidata un elfenn hag a gas d'ar pennad emaoc'h o klask liammañ. Ne c'heller ket liammañ meur a elfenn Wikidata ouzh an hevelep pennad. Daou abeg zo d'ar gemennadenn-se :
- heñvelanvet eo an daou bennad ; gwell e vefe o c'hendeuziñ ;
- disheñvel eo dodenn an eil pennad diouzh hini egile (ec'honoc'h eget egile eo dodenn an eil pennad peurliesañ), hag arabat eo o c'henliammañ, nemet e vefe un adkas[3] etre an div elfenn en unan eus an div yezh.
Meur a vunutenn zo rekis a-wechoù a-raok ma vefe gwelet ar yezh nevez e listenn ar yezhoù.
- Liammañ ur pennad brezhonek dre ur pennad en ur yezh all
Mard eo ho pennad brezhonek un droidigezh diwar ur pennad a zo en ur Wikipedia all e c'hallit liammañ ar pennad-hont ouzh an hini brezhonek dre an hentenn a zo bet displeget amañ a-us.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Wikidata ha Wikipedia:Wikidata.
- ↑ Mar fell deoc'h ebarzhiñ ur yezh all, gwelit Listenn glok kodoù ISO 639-1.
- ↑ Gwelit (en) Wikipedia:Redirect.