Tokarn Witcham Gravel

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Witcham Gravel helmet)
Tokarn Witcham Gravel
An tokarn gwelet a-zirak

Tokarn Witcham Gravel zo un tokarn skoazeller marc'hegerezh roman eus ar I kantved goude Jezuz-Krist. Un tokarn ral eo dre ma n'eus bet kavet nemet unan evel-se betek-henn. Kavet e oa bet e-pad toulladenn un daouarcʼheg e parrez Witcham, e Cambridgeshire, war a seblant e-tro ar bloavezhioù 1870. Kentañ ma voe diskouezet a oa e 1877. Prenet e oa bet gant ar British Museum e 1891. E 2017 e c'halled e welet er sal 49 eus ar mirdi.