Tokarn Witcham Gravel
Neuz
Tokarn Witcham Gravel
| Lec'h | British Museum |
|---|---|
| Dastumad | British Museum |
| Niverenn renabl | 1891,1117.1 |
| Location of discovery | Witcham Gravel |

Tokarn Witcham Gravel zo un tokarn skoazeller marc'hegerezh roman eus ar Iañ kantved goude Jezuz-Krist. Un tokarn ral eo dre ma n'eus bet kavet nemet unan evel-se betek-henn. Kavet e oa bet e-pad toulladenn un daouarcʼheg e parrez Witcham, e Cambridgeshire, war a seblant e-tro ar bloavezhioù 1870. Kentañ gwech ma voe diskouezet a oa e 1877. Prenet e oa bet gant ar British Museum e 1891. E 2017 e c'halled e welet er sal 49 eus ar mirdi.