Jord
Neuz
Jord pe Jorj (hervez an dud) a zo un anv-badez brezhonek kevatal d'an anv saoznek George ha d'an anv gallek Georges.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Talvezout a ra "an hini a labour an douar, labourer-douar" e gregach (Γεώργιος / Georgios).
Adstumm
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra ar stumm Jorj eus ar galleg, pa'z eo tostoc'h ar stumm Jord d'an anv katalanek Jordi, dre ma seblant dont eveltañ eus an anv gregach.
E yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
Tud dibar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sent
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jord a Lydda, sant eus IIIde kantved, paeron Bro-Saoz, Katalonia, Etiopia ha Jorjia. Diwall a ranker gant Jorjia, er C'haokaz. Ne deufe ket hec'h anv eus an anv-badez a zo kaoz anezhañ amañ met eus ar perseg, deuet deomp dre an arabeg. He sant paeron eo Jorj a Lydda avat.
Rouaned ha priñsed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- un roue e Bohemia
- daouzek roue eus Jorjia
- adalek an XVIIIvet kantved c'hwec'h roue Breizh-Veur hag ar Rouantelezh-Unanet. Ur roue Rouantelezh Hannover. An holl eus ar memes familh :
- Jord Iañ a Vreizh-Veur, roue Breizh-Veur eus 1714 da 1727
- Jord II a Vreizh-Veur, roue Breizh-Veur eus 1727 da 1760
- Jord III a Vreizh-Veur, roue Breizh-Veur eus 1760 da 1801. Goude roue ar Rouantelezh-Unanet eus 1801 da 1820 ha roue Hannover eus 1815 da 1820
- Jord IV a Rouantelezh-Unanet roue ar Rouantelezh-Unanet ha Hannover eus 1820 da 1830
- Jord V a Rouantelezh-Unanet roue ar Rouantelezh-Unanet hag impalaer an Indez eus 1910 da 1936
- Jord VI a Rouantelezh-Unanet roue ar Rouantelezh-Unanet eus 1936 da 1952 hag impalaer an Indez eus 1936 da 1947
- Jord V a Hannover roue a Hannover eus 1851 da 1866
- daou roue hellenian :
- Jord Iañ a C'hres roue an Hellenianed eus 1863 da 1913
- Jord II a C'hres roue an Hellenianed eus 1922 da 1947
- un Dug-Meur Mecklembourg-Strelitz :
- Jord Iañ a Mecklembourg-Strelitz dug-Meur Mecklembourg-Strelitz eus 1816 da 1860
- un roue Rouantelezh Saks :
- Jorj Iañ a Saks roue Saks eus 1902 da 1904
- ur margrav e Baden :
- Jord a Vaden a zo ken-margrav Baden-Durlach eus 1577 da 1604 neuze margrav betek 1621 ha margrav Baden-Baden eus 1604 da 1621.
- ur c'hont eus Oldenbourg :
- Jord a Oldenbourg kont Oldenbourg eus 1526 da 1551
- Jorj Abherve-Gwegen (g. e 1946), skrivagner
- Jorj Belz, kaner e-barzh an d-Trouzerion Mod Kozh
- Jord Cochevelou, tad Alan Stivell hag an delenn geltiek
- Jorj Kadoudal, jeneral chouan, a glaskas lazhañ ar jeneral gall Napoleone Buonaparte hag a voe kondaonet d'ar marv abalamour da se
- Jorj Kadoudal, (1929-2021), soner biniou-bras
- Jorj Robin (1904-1928), kizeller
- Jorj ar Rumeur, barzh Mathaliz, skrivagner brezhonek hag emsaver
- Jorj Tangi, skrivagner brezhonek
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwar an anv gregach (Γεώργιος / Georgios) eo deuet an anv Georgica, barzhoneg Vergilius, en deus awenet Levr al labourer, barzhoneg Joakim Gwilhom.
Lec'hioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kêrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Georgetown, un anv-lec'h saoznek boutin
- Sant-Jord-Restembaod (Bro-Roazhon), Sant-Jord-Grehan (Bro-Zol) ha Sant-Jord-Kadeneg (Bro-Roazhon), teir farrez e biz Breizh
Broioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- stad Georgia, e SUA
- enez Georgia ar Su, stag ouzh ar Rouantelezh-Unanet
- Jorjia, ur vro eus ar c'h-Kaokaz.