Jorj Kadoudal (soner)
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Jorj Kadoudal zo ur soner binioù bet ganet e Magor e 1929 hag a sone gant Étienne Rivoallan er festoù-noz e dibenn ar bloavezhioù 1950 hag e penn-kentañ ar bloavezhioù 1960. Pa zimezas ez eas da chom da Vrenniliz da vagañ deñved.
Peder gwech ez eas ar maout gantañ e Kampionad ar sonerien daou-ha-daou, e Gourin, eus 1958 da 1961.
An ton plin a sone gant Étienne, anvet ganto Plin Boulvria an hini zo bet adkemeret gant Alan Stivell da sevel "Pop-plinn".
E 2008 e oa Jorj o vanifestiñ gant e vinioù, hag eñ 79 vloaz, evit derc'hel ospital Karaez. [1]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Georges Cadoudal, le sonneur aux mille métiers (pennad e-barzh Ouest-France)