Georg Iañ von Sachsen

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Disambiguation.svg Ur pennad Georg von Sachsen zo ivez.
Georg von Sachsen (1832-1904), Roue Sachsen (1902-1904).

Georg Iañ von Sachsen (1832-1904) a voe roue Sachsen. Berr e voe e ren avat, 70 vloaz e oa pa voe anvet da roue e 1902, goude marv e vreur henañ divugel, Albert Iañ von Sachsen (1828-1902), rak mervel a reas daou vloaz goude, e 1904.

Mab e oa da Johann Iañ von Sachsen (1801-1873), roue Sachsen, ha d'e bried Amalie Auguste von Bayern.

Pried ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimezet e oa e 1859 d'an infantez portugalat Maria Ana de Bragança (1843-1884), merc'h da Ferdinand von Sachsen-Coburg-Gotha ha da Maria II, rouanez Portugal.

Eizh bugel o doe:

Goude e varv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E vab Friedrich August III a renas neuze, ken na voe diskaret e 1918.