Mont d’an endalc’had

Erotegezh el lennegezh vrezhonek

Eus Wikipedia

Gloev an erotegezh el lennegezh vrezhonek. Ker kreñv e oa pouez an Iliz katolik e Breizh ma oa dic'hallus embann komzoù ha skridoù ha ne vefent ket doujus d'he fennaennoù e-keñver ar vuhezegezh kristen betek goude ar bloavezhioù 1950. Berzet e veze gant ar veleien an eztaoladur erotek e forzh peseurt yezh, nemet e chomas hiroc'h an amzer berzañ el lennegezh vrezhonek, pa oa bet an Iliz o pourvez darn anezhi adalek ar XVIvet kantved betek an XXvet kantved.

Bez' ez eus deskrivadurioù leun a "erotegezh" e-kerzh un abadenn etre daou zen hep gread revel. A-hend-all n’eo ket anat diforc'hañ an erotegezh diouzh an orged, ker karget gant rakvarnioù ar vuhezegezh voutin e seblant bezañ homañ ziwezhañ.

War-dro 1350 ec'h eilskrivas ar c'hloareg Ivonet Omnes un hir a levr war barch, ar Speculum historiale ("Melezour an Istor", ur gronikenn istorel bet skrivet gant ar manac'h dominikan gall Vincent de Beauvais (1184/1194-1264. Pa gave enoeüs e labour e teuas d’e spered skeudenn e vuiañ-karet ha sklaer eo e soñjoù.

an guen heguen am laouenas
an hegarat an lacat glas...
mar ham guorant va karantit
da vout in nos oh he kostit
uam guaret nep pret...

Evitañ da vezañ piket e galon gant ur vaouez he lagad glas e vije plijus ma rofe-hi dezhañ an aotre da chom en he c’hostez en noz kentañ. Ha pelloc’h e skriv div werzenn a seblant bezañ tennet eus ur ganaouenn. Pa 'z eus anv an delioù (deil) enni e lakaer dodenn ar gwez o pourveziñ o bolzioù d’an oriaded.

Me ameus vn amoric jolivic
indan an deil mé...

|} Pascal de Kerenveier (1729-1794), a voe kelennet en ur skolaj jezuist, a ouias kejañ e varregezh war ar brezhoneg gant e zeskadurezh war lennegezh ar C’hlasoù. Sevel epigrammoù (barzhonegoùigoù flemmus) ha sonedennoù a reas, darn anezho o plediñ gant traoù ar rev. Studiet eo bet ar sonedennoù gant Ronan Calvez[1]. Kras-tre ha didroidell int, met ken berr m’eo an oberennoù ma n’eus ket tu da gavout un aergelc’h erotek enno, gant aon rak stroñsañ e lennerien, marteze.

Mac’harit a velis, ag e ris va c’houlén,
ar baötréz ne éllé neuze en hem divén,
rac en hem couroncat a réa en nöas ;
Tenna ris va c’huiban, ag e lâris dezi
Crock buan va velpen, ag en d’ha c’hours cus-’hi,
Frittomb prount carantes, eb quement a vez
Ar foultret a rëa fæsoniou e leïs.
Tréus a ris gouscoude ar c’heff eus he greïs,…

 Rouezded an testennoù erotek ha mankoù el lavar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Martial Ménard a ensellas pizh ar skridoù brezhonek "erotek" :

Er skridoù ne gaver kalz a dra hag ar skrid kozh nemetañ e oufemp bezañ geriennoù skoemp en e ser Amourousted un den kozh, — anezhañ ur pezh-c’hoari krennvrezhonek bet e-kerz Dom Pelleter, — na chom anezhañ nemet ur frazennoù bennaket, frazennoù n’en devoa ket Ar Pelleter bet ur c’hompren splann anezho, eürus dimp. Canaouennou graet gant eur C’hernevod Prosper Proux eo an eil skrid a c’heller diskoachañ ennañ un droienn skoemp bennaket. En un nebeud pezhioù-c'hoari e kejer c'hoazh ur wezh pe wezh ouzh gerioù a denn d'ar rev, evel e-barzh Loeiz Eunius, da skouer... Skrivagnerion hon amzer ne gredjont ket nemeur degas ar gaoz war an dachen-se, nemet ur Jarl Priel pe ur Youenn Drezen bennak e ve...

Rakskrid da Alc’hwez bras ar baradoz vihan

En ur zastum gerioù ar rev evit sevel Geriahudur ar Brezhoneg (eil ditl Alc'houez ar Baradoz bihan) e verkas Martial Ménard ivez :

Tra all : mar kaver e brezhoneg forzhig gerioù ha troiennoù kras ober un anv eus ar « fouzhañ boas » hag ur geizoù bennaket all, ez eo aner klask penaos e lavarer feuille de rose, cravate de notaire ha lipouserezhioù all a-seurt-se, nebeutoc’h c’hoazh e vo graet anv en hor yezh eus an dihentadurioù revel hag a zo traou diouzh stuzegezh ar c’herioù... Yezh ar maezioù n’eo ket yezh ar c’hêrioù e yezh ebet...

Rakskrid da Alc’hwez bras ar baradoz vihan

Gerioù brezhonek an erotegezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eus an damc’herioù d’al lavarennoù dibrenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

O vezañ ma oa difennet gwezhall ober gant gerioù "lous" e veze implijet gerioù boutin ul ledanvad a-zindan dezho, a veze komprenet gant hogos an holl dud deuet. Damveneget e veze ar mennozh gwir dre implijout gerioù boutin evel alc’hwez, ibil ha c’hwiban (an holl dri evit kalc’h), gwaremm (kourzh ha kaezour asambles), sac’had bleud (bronn), hag all.

N’eo ket ret implijout gerioù arbennik evit eztaoliñ an erotegezh : un abadenn erotek rik a zibun war meur a bajenn Youenn Drezen en e romant berr An dour en-dro d’an inizi (1932), ma weler daou zen yaouank o weladenniñ « krugell Gavr-Inis » :

Edon, digomz, o prederiañ gant ar gudenn vilvedel, pa dostaas va c’heneilez ouzhin. Skrijañ 'rae evel diwar anoued. He divrec’h a oa noazh, skoaz hag all, ha gwenn-kann en amc’houloù. He brennid, evel an houlenn war ar c’hal, a bigne hag a ziskenne. Sevel a reas davet va re daou lagad, ul lufr enno ha n’am boa gwelet biskoazh. He diweuz a grene un disterañ. Lakaat a reas un dorn war va brec'h, un dornig gwenn ha mistr.
Me, skrignet va dent, tenn va anal.
« Enaouerez ! »
Hi, duet he sell raktal, a grogas gant un nerzh souezhus em divrec’h.
« Enaouerez ? Ma sankfen dit va dent en da fas, e komprenfes... marteze ».
Me eo an hini a sankas va dent en he skoaz, ken na wadas. Lammet e oa an derzhienn warnon. [...]]
Bezañ dalc’het ar c’horf-se etre va divrec’h, bezañ chouret an izili-se, flour ha start, fresk ha klouar war un dro, ha bezañ lezet da vont... pebezh drouk-huñvre !

An dour en-dro d’an inizi, Al Liamm, 1972, pp. 56-57.

Goude ur prantad gerioù karadek ha pokoù e seblant ar c’houblad bout prest evit ur gread strishoc’h :

Tripal a rae hec’h askre sko em c’halon. Ma tassonne mein ar grugell gozh gant hon div anal denn. Aet e oan mezv ha kroget ar c’hrenerezh em divesker. Ha va dorn gourel ha karget a allazigoù, a ziskenne davet teñzor prizius an divronn gwenngen, frouezh miret ez-elevezel ar gwerc’hezed yaouank.
« Herri Maheo, nann ! »

p. 58.

Kerse bras a zo gant an daneveller pa oa chomet mut, met « Graet he doa Anna Bodri eus he zu kement a zo aotreet d’ur plac’h yaouank e Breizh. » (p. 59). « Che, emezi, ni zo droch hon daou! » (p. 59).

Pa zeskrivas Gwilherm Berthou-Kerverzhiou un darempred revel etre ur plac’h hag ur paotr e reas gant gerioù ken boutin all :

Pokat d’he diweuz, pokat d’he divronn, pokat da seiz aour he c’hevrin, goleiñ anezhi a bokoù kuñv ha taer, skañv hag her, sed a voe evit ober ken. Un eil vuhez a lakae flammoùigoù an tan o vervel war he c’hen flour. Gant hirvoudoù kuñv ec’h anavezas allazigoù goureoc’h. Ha pa voe unanet o c’horfoù e barr ar blijadurezh, e semplas-hi.

Llena Davies (1947), p. 10 [2]

Gant Naig Rozmor, ha hi ur varzhez gatolik, e teu un doare kuñv evit eztaoliñ al levenez sachet diwar gejadenn korfoù ar priedoù :

Deus da neui en islonkou
Or c’horvoù benniget
Ha skoulm da vannou
Ouz on divreh digor,
Beteg ma skrijo ar bed
Gand stroñs ol levenez.

Karantez ha karantez (1977), Sabad, p. 43.

Dindan pluenn Lan Tangi e teu gerioù "lous" gant nebeutoc’h a droidelloù c’hoazh, hag emañ ar vaouez ouzh ar varrenn-stur, prennet an nor ganti :

Ne oa ket chomet pelloc’h, pignat a reas warnon ha kregiñ dichipot em lost ha plantañ en he zoull.

Hag e-doug un eil abadenn e kompren ar gwaz emaén ar vaouez o pennfolliñ :

... dihunet e oan bet gant he lipadennoù ouzh ma ibil. Lipadennoù ha sachadennoù. E-giz pa vije bet o riñsañ diabarzh he genoù goude bezañ gwalc’het he dent... Abaoe un tamm mat e oan aet da hesk, bet roet dezhi ar c’hementad a laezh a oa ganin evit daou viz marteze, met kenderc’hel a raen memestra, ken reut e chome ma ibil ha n’em boa ket nemet mont ha dont evit lakaat anezhi da huchal he c’hriadenn ziwezhañ, ur pennad kousk war-lerc’h ha bec’h dezhi en-dro, deut da vezañ ur seks-mekanik.

(Daveoù a vank)

Geriaoua ha klask war ar c’homzoù goloet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Enklaskoù zo bet graet gant Emil Ernod ha Martial Menard. Savet eo bet ar Glossaire cryptologique du breton (gerioueg kuzh ar brezhoneg) gant ar c’hentañ war-dro 1910. An eil a lakaas embann ur pikol levr e stumm ur geriadur, Alc’hwez bras ar baradoz vihan e ditl, e 1995, gant an ti-embann An Here ma voe rener anezhañ.

  • Prosper Proux : Margodig koant, kanaouenn dediet d’ur gariadez ha gerioù "lous" enni[4].
  • Youenn Drezen : An dour en-dro d’an inizi. Embannadenn gentañ Gwalarn, 1932. Adembannet gant Embannadurioù Al Liamm e 1970. Daou zen yaouank o virvilh en ul alez toet, tost da orgediñ, met ne reont ket tra.
  • Abeozen : Hervelina Geraouell, Skridoù Breizh, 1943. Pennad XX : Daou garedig o kousket er memes gwele hep ober traou lik.
  • Kerverzhioù : Llena Davies’', Embannadurioù Al Liamm, (war-dro 1947), roneoskrivet. Danevell verr. Adembannet gant Embannadurioù An Alarc’h (asamblez gant Foar Mene Bre, 2008. ((ISBN 9782916835044)). Kentañ skrid brezhonek ma 'z eus anv eus un darempred revel, a-hervez.
  • Skridoù er gelaouenn Yod-Kerc'h, meur a bezh : danevelloù, barzhonegoù hag all.
  • Prosper Plouz : Barzhaz ar Reizh hag an Direizh, Sav-Heol.(Daveoù a vank)
  • Naig Rozmor, Karantez ha karantez, Emgleo Breiz-Brud Nevez, 1977. E-touez ar barzhonegoù e kaver un nebeud anezho ma 'z eo an darempredoù revel an dodenn anezho. Kentañ gwezh m’eo bet skrivet war an traoù-se gant ur vaouez.
  • Lan Tangi : Dibenn-sizhun, Skrid, 2001. Danevell e diwezh an dastumad danevelloù Da goulz an avaloù.
  • Bleuenn Roc’hou, Ar gwispidigoù digor kalon, Kerien, Ar Granenn, 2020. (ISBN 9872956129417). Danevell. Abadennoù revel feulster enno.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) Emil Ernod. Glossaire cryptologique du breton[5] embannet dre dri zamm e-barzh ar gelaouenn Kryptadia (1901-1911), H. Welter, Pariz.
  • (br) Martial Ménard, Alc’hwez bras ar baradoz vihan – Geriahudur ar Brezhoneg, Ar Releg-Kerhuon, An Here, 1995. (ISBN 978-2-86843-160-8)

Pennadoù nes

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Ronan Calvez, « Amours cachées : la nouvelle rhétorique mondaine bretonne». E-barzh La Bretagne linguistique, niv. 17, 2013.
  2. En linenn @ IDBE. Kavet : 09/03/2025.
  3. (fr) Error on call to Template:cite web: Parameters url and title must be specified. Kavet : 09/03/2025.
  4. (br) Margodig koant @ Kan.bzh. Kavet : 09/03/2025.
  5. Geriaoueg kuzh ar brezhoneg.