Mont d’an endalc’had

Amouroustet eun den coz

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Amouroustet eun den coz, pe Amouroustet eun den coz pêvar huguent bloaz Pehini so orguet à vez à eur plach jaoanc hen oad a chuezecq bloaz etc, hervez an titl en e hed, a zo un oberenn a zo bet kavet roudoù anezhi er geriadur savet gant Loeiz ar Pelleter, embannet e 1792 gant Dom Ch. Taillandier hag e-barzh un dornskrid savet gant ar Pelleter ivez. Siwazh, tra ma oa un tamm huderezh en oberenn-mañ, ez eo bet kollet an darn vrasañ eus ar skrid orin; adskrivet en deus pozioù, gwerzennoù pe c’herioù hag a zo dedennus da studiañ.

Embannet e oa bet al levrig en doa talvezet d'ar Pelleter er bloaz 1647 e Montroulez.

Roparz Hemon en deus lakaet ar roudoù-mañ e-barzh al levr en deus savet dindan an anv La Destruction de Jérusalem.

Niveroù an arroudoù eo ar re a gaver en embannadur Roparz Hemon ha Gwennole ar Menn (gwelet al levrlennadur)

Krennvrezhoneg [705]

Brezhoneg a-vremañ

Sellit an histor an chatal cornecq,
Goude caezr prezec a va daou plecqua.
Hez eo cacet gate cuit va grecq :
Lesset tavanteq goude va ruequa

[...]
[537]

Yd da Scoet Breiz heno eus reiz vat,
A tut hegarat. Hast[it] tyzmat cre.

[...]
[687]

Hastit ho distaq rac na drintaquach,
Evez[it] na bramach dirac ar plachet.

[...]
[653]

Ac he startit tout a het ho pouttou
Rac ho piniou so deja mouzzer

[...]
[553]

So hen he bragaou barbaou dezraouhet

[...]
[A300]

Sell n'endequet flacq na vacq va bacquet

[...]
[633-636]

Na compsit quet diff muy he seurt libot.
Hubäot coz briffäot lerot radotet.
Ar cartell an dar eur mesquer dar yod,
Liper da-n darbot eur mestr goarloter

[...]
[A286]

Oll chaçç Sant Malou à bleizy Daoulas,
Quement Dogues bras so en Plougastell
Ra rai mill bastell eux a m' bozellou,
Mar mancqua Aotraou d'a clacq ar maouez.
Scort he va drouhin quer bescq à brinicq.

Sellit istor ar chatal kornek,
Goude prezeg kaer ha va daoublegañ,
Ez eo kaset (= aet) gante kuit va gwreg :
Lezet tavantek goude va ?rogañ.

[...]

It da “Skoed Breizh”, eno ez eus reizh vat,
Ha tud hegarat. Hastit timat kreñv.

[...]

Hastit ho tistag rak na "drintakfec’h",
Evezhiit na brammfec’h dirak ar plac’hed.

[...]

Hag e staotit tout a-hed ho potoù
Rak ho pinioù zo dija mouzher.

[...]

Zo en e vragoù, barbaou deraouet

[...]

Sell, nend eo ket flak na vak va baked (= sac’h)

[...]

Na gomzit ket din mui a seurt liboud
Hubot, kozh brifaod, ?lerot radoter.
Ur ?Gatell an dar, ur mesker d'ar yod,
Liper d'an darbod, ur mestr ?goarloter.

[...]

Holl chas Sant Maloù ha bleizi Daoulaz,
Kement dogez bras zo en Plougastell
Ra ray mil bastell eus am bouzelloù,
Mar mankan, Aotrou, da glask ar vaouez.
Skort eo va drouin, ker besk ha brinnig.

Meneget e vez a-wechoù evel ur skrid erotek : druz eo ar yezh, n'eo ket trawalc'h evit komz eus erotegezh.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]