Elena Troia
Helena[1], pe Elena (Ἑλένη, Helénē e henc'hresianeg), pe Elena Troia, pe Elen a Gerdroia (diwar unan eus hec'h anvioù kembraek), a oa merc'h da Zeus ha Leda. C'hoar e oa da Gastor ha Polideukes, ha da Glitaimnestra. Brudet e oa da vezañ kaerañ maouez ar vro en hec'h amzer. Dimeziñ a reas da Venelaos, roue Sparta. Skrapet e voe gant Paris, ha diwar an taol-se eo e c'hoarvezas Brezel Troia. Abalamour da se e vez laret Elena Troia anezhi, met Elena Sparta e oa e gwirionez.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a vartezeadenn zo bet diwar-benn gerdarzh an anv-mañ. Ma'z eo a orin indezeuropek, e c'hallfe dont eus ar wrizienn *wel- "treiñ, rollañ"[2] pe "goleiñ, gronnañ" (keñveriañ gant Varouna, Veles), peotramant eus *sel- "berañ, diverañ, redek". Gallout a rafed tostaat hec'h anv ivez eus anv sañskritek Saraniou zo skrapet er Rigveda (10.17.2), ar pezh a ziskouezfe marteze o defe an div vojenn ar memes orin indezeuropek.
An anv Hellen n'eo ket kar tamm ebet d'an anv Hellened a dalvez da envel ar C'hresianed ivez, evel ma vez lavaret a-wezhioù. Dont a ra an anv eus ar wrizienn *sed- "azezañ, annezañ"). Latinekaet eo bet hec'h anv, ma'z eo deuet da vout Elena.
Mojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Orin ha yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Leda, gwreg Tindareos, roue Sparta, he doa bet pevar bugel, ar c'hevelled Kastor ha Polideukes, Klitaimnestra hag Elena. Met Elena ha Polideukes a oa bugale Zeus e gwirionez. Hervez unan eus stummoù ar vojenn-se e tiskennas an doue betek Leda dindan stumm un alarc'h hag e tozvas ur vi a ziflukas dioutañ e zaou vugel hag un all a ziflukas dioutañ Klitaimnestra ha Kastor, bugale Tindareos.
Dreist e oa kened Elena da hini ar maouezed all ha skrapet e voe gant Theseüs a gasas anezhi betek Attika pa oa yaouankik c'hoazh. Met e-keit ma oa aet Theseüs d'an Ifernioù e teuas he breudeur war he sikour hag e kasjont anezhi da Sparta war un dro gant Aitra, mamm Theseüs.
Ar bleustrerien ha le Tindareos
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa oa degouezhet en oad da zimeziñ e oa goulennet gant holl dierned Bro-C'hres (gwelet izeloc'h) a zeuas gant profoù kaer da Sparta. Ne c'halle Tindareos kemer hini eus o frofoù na kas hini eus ar bleustrerien diwar-dro gant aon rak feukañ anezhe ha reiñ un abeg dezhe da zisklêriañ ar brezel. Kinnig a reas Odysseüs un diskoulm dezhañ gant ma skoazellje anezhañ d'ober al lez da Benelope, merc'h da Ikarios. Asantiñ a reas Tindareos hag Odysseüs a lavaras dezhañ aberzhiñ ur marc'h ha lakaat ar bleustrerien da vont pep hini d'e dro, war kroc'hen al loen-kezeg evit touiñ ul le bras kent na vefe disklêriet an disentez : forzh pehini a vefe choazet evit eureudiñ da Elena e rofe an holl o ger da zont war e sikour betek-gouzout e klaskfe unan bennak kemer e wreg digantañ.
Apollodoros (Bib., III, 10, 8) |
Hesiodos (Kat., frg. 68) |
Hyginus (Moj., LXXXI, XCVII) |
---|---|---|
Agapenor | Agapenor | |
Ajas mab Oileos | Ajas mab Oileos | |
Ajas mab Telamonios | Ajas mab Telamonios | Ajas mab Telamonios |
Alkmaion | ||
Amfiloc'hos | Amfiloc'hos | |
Amfimac'hos | Amfimac'hos | |
Ankaios | ||
Antiloc'hos | Antiloc'hos | |
Askalafos | Askalafos | |
Blaniros | ||
Clitios mab Euritos | ||
Diomedes | Diomedes | |
Elefenor | Elefenor | Elefenor |
Epistrofos | ||
Eumelos | Eumelos | |
Euripiles | Euripiles | |
Ialmenos | ||
Idomeneüs | Idomeneüs | |
Leitos | ||
Leonteus | Leonteus | |
Likomedes | ||
Mac'haon | Mac'haon | |
Meges | Meges | |
Menelaos | Menelaos | Menelaos |
Menesteüs | Menesteüs | Menesteüs |
Meriones | ||
Nireus | ||
Patrokles | Patrokles | |
Peneleos | Peneleos | |
Femios | ||
Fidipos | ||
Filoktetes | Filoktetes | Filoktetes |
Podaleirios | Podaleirios | |
Odysseüs | Odysseüs | Odysseüs |
Orin Brezel Troia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez ar mojennoù e vije bet choazet ar bravañ eus ar briñsed gant Elena hec'h-unan daoust ma ne oa ket an hini bourraplañ. Hervez danevelloù all e vije bet kemeret an diviz gant Tindareos a choazas an hini a oa ar pinvidikañ ha n'eo ket an hini a blije ar muiañ d'e verc'h. Dimeziñ a reas Elena gant Menelaos hag ur verc'h a c'hanas : Hermione. E-keit ha ma oa aet da Enez-Kreta e tegouezhas ar priñs Paris e Sparta. Hervez lod eus an danevelloù en dije desevet anezhi hag hervez lod all en dije he skrapet d'he c'has gantañ da Droia. Goude e zistro e savas Menelaos hag e vreur Agamemnon un arme da vont da gerc'hat Elena da Droia gant sikour ar bleustrerien all.
Hervez ar barzh Stesikoros (VIet kantved kent J.-K.)) e vije bet kaset Elena da roue Egipt, Proteüs e anv, da vezañ dalc'het e surentez e-doug beaj he fried ha ne vije bet lezet ken ur spes heñvel outi e Sparta gant Zeus hag Hera. Hennezh en dije kaset Paris d'ar gêr o reiñ e-giz-se un abeg evit brezel Troia a oa bet divizet gant Zeus evit bihanaat drougiezh ha niver an dud. Goude ar brezel en dije adkavet Menelaos e wreg en Egipt ha kaset anezhi d'ar gêr.
En Ilias, emañ Elena en un degouezh reuzus. Rediet eo gant Afrodite da vezañ maouez Paris hag e oar e laka an holl da c'houzañv abalamour d'he emzalc'h. Tamall a ra an dra-se dezhi hec'h-unan met, peurliesañ, an Droianed ne daolont ket ar garez warni ha morse, emezi, ne vez graet rebechoù outi gant Priam pe Hektor. En un arroud brudet, war mogerioù Troia, e lavar ar re gozh ouzh he gwelet emañ en tu all d'ar rebechoù abalamour d'he c'hened dispar.
En Odysseia emañ o vevañ e Sparta, graet ar peoc'h ganti hag he fried. Un den divinadellus eo-hi. Danevell a ra penaos hi hec'h-unan he deus anavezet Odysseüs e Troia, pa oa deuet dic'hizet e kêr, ha kontañ he flijadur pa lazhas ur bern Troianed. Diouzh an tu all e lavar Menelaos penaos e temptas an Akeaned kuzhet e marc'h Troia o trevezañ mouezh o gwragez, evit lakaat anezhe da zont er-maez a-raok ar c'houlz. Daoust ha ret eo gwelet amañ muioc'h evit strivoù ur vaouez a rank ober gant an hini kreñvañ?
Alioù diwar-benn Elena Troia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Peurliesañ ez eo garv ar skrivagnerien c'hresianek pe roman en he c'heñver. Met savet e voe meuleudioù dezhi ivez alies, gant Gorgias hag Isokrates peurgetket, rak gallout a rae ar brezegerien diskouez pegen dornet e oant o tivizout diwar-benn un danvez diaes evel hemañ.
Elena Troia en Arzoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Faust II, gant Johann Wolfgang von Goethe, 1832. En oberenn-se e taol Elena, degaset gant Mefistofeles, kehel war Faust.
- La Belle Hélène, c'hoariganig gallek gant Offenbach
- La guerre de Troie n'aura pas lieu, pezh-c'hoari gallek gant Jean Giraudoux.
- The Private Life of Helen of Troy, ur film mut.
- Helen of Troy zo ur film skinwel a ziskouez he buhez betek drouziwezh Troia.
- Elena a oa unan eus tud pennañ an heuliad Kolchak: The Night Stalker el lodenn anvet "The Youth Killer". Er film-se, Elena he deus bevet a-hed ar c'hantvedoù oc'h aberzhiñ tud yaouank disi d'an doueeez Hekate evit chom brav.
- E 2004, Elena Troia a oa unan eus pennañ tud ar film Troia, hag e oa c'hoariet gant an aktourez Diane Kruger.
Mammennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Apollodoros, ''Biblioteka'' (Levraoueg) lenn enlinenn (III, 10, 7–III, 11, 1), Epitome lenn enlinenn(II, 15–III, 6 ; V, 22 ; VI, 29).
- Arktinos ar Miletad, Ἰλίου πέρσις (Ilíou pérsis en henc'hresianeg, da lâret eo : Preizhadenn Troia) lenn enlinenn.
- Katalog ar Maouezed, gant Hesiodos (''γυναικῶν κατάλογος (Gynaikỗn katálogos en henc'hresianeg, da lâret eo: ) [ http://mcllibrary.org/Hesiod/catalogs.html lenn enlinenn] (fr. 68).
- Euripides, Elektra lenn enlinenn.
- Homeros, Ilias lenn enlinenn, Odysseia lenn enlinenn.
- Caius Julius Hyginus, Mojennoù lenn enlinenn (LXXXI, XCVII).
- Isocrates, Meuleudi Elena.
- Ploutarkos, Βίοι Παράλληλοι (Bíoi Parállêloi en henc'hresianeg, da lâret eo : Buhez an dud vrudet) lenn enlinenn (Theseus).
- Stasinos, Κύπρια (Kýpria en henc'hresianeg) lenn enlinenn.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Fostus an doktor daonet, gant Christopher Marlowe, lakaet e brezhoneg gant Roparz Hemon, Gwalarn ha Kannadig Gwalarn niv. 67, 1934.
- ↑ American Heritage® Dictionary: Indo-European roots: wel₂.