Kaozeal:Elena Troia
Neuz
Skrivañ sañskriteg zo plegañ d'an distagadur deuet diwar skritur ar ger gallek. Sanskriteg e geriadur Roparz Hemon. Bianchi-Bihan 14 Mez 2007 da 08:52 (UTC)
- sañskriteg e-barzh geriadur Vallée (a-arok R. Hemon), hini ar Glev hag e-barzh hini an Here.--Trec'hlid mitonet 2 Du 2011 da 14:39 (UTC)
titl
[kemmañ ar vammenn]- Da'm soñj e vefe gwell distreiñ d'an anv orin : Helene Troia pe Elena Troia (Elena Troia a vefe gwell evidon). "Elen a Gerdroia" n'eo ket un anv testeniekaet. Na Kerdroia dreist-holl. Meneget eo evel un anv savet diwar skouer ar c'hembraeg met ar stumm a gont eo an hini a vez implijet e brezhoneg pe a glot gant ar reolennoù treuzskrivañ. Ouzhpenn-se e kavan blas ar bourd gantañ betek re.--Kadwalan 8 Eos 2011 da 21:47 (UTC)
- A-du-kaer. Teir gwech eo bet divadezet an titl hep reiñ gwech ebet an disterañ abeg (daoust ma'z eus ul lec'h evit se pa vez adanvet un titl). War ar marc'had, lakaat un doare kembraek (pa'z eus tri hervez ma geriadur kembraek: Elen o Droea, Elen o Gaerdroea, Elen Fannog) d'ur pennad brezhoneg ne zegouezh ket.--Trec'hlid mitonet 27 Gwe 2011 da 10:30 (UTC)
- N'eo ket diaes lakaat an holl anvioù kembraek er pennad mar karer. Blaz ar bourd (sic) zo un afer personel (De gustibus et coloribus non disputandum): barzhonius e kavan-me an anv-se, tostik d'ar brezhoneg, dellezek da vezañ anavezet gant ar vrezhonegerien, hag adimplijet er skridoù. Ma'z eo un holloueziadur eo wikipedia e ouio ar genlabourerien magañ ar pennad ha n'eo ket spazhañ ar skrid. Bianchi-Bihan 27 Gwe 2011 da 10:40 (UTC)
- A-du-kaer. Teir gwech eo bet divadezet an titl hep reiñ gwech ebet an disterañ abeg (daoust ma'z eus ul lec'h evit se pa vez adanvet un titl). War ar marc'had, lakaat un doare kembraek (pa'z eus tri hervez ma geriadur kembraek: Elen o Droea, Elen o Gaerdroea, Elen Fannog) d'ur pennad brezhoneg ne zegouezh ket.--Trec'hlid mitonet 27 Gwe 2011 da 10:30 (UTC)
- Perak pas sevel ur rannbennad e lec'h ma vefe graet anv eus an anvioù kembraek ? Kerdroia n'eo ket un droidigezh eus Troia testeniekaet e brezhoneg. E titl ar pennad ne zere ket abalamour ma'z eo un droidigezh re bersonel ha pa'z omp sañset ober gant stummoù implijet e lec'h all dija, ar muiañ ar gwellañ. Ha perak un "a" dirak Troia/Kerdroia da verkañ he "bro nevez"? --Kadwalan 27 Gwe 2011 da 12:50 (UTC)
- Elena (Troia) (a oa bet eil titl ar pennad war-lerc'h Elena hepmuiken) a vo mat, pe neuze gant un "h" er penn-kentañ (unan 'zo hervez ar gregach, ha skrivañ a reer Hellaz e brezhoneg, da skouer). Helena a gaver gant Vallée hag er Goueler Kelt (met gwir eo ne vez ket distaget an h-se), met "Elena" gant Gw. ar Menn, met er gerioù a zeu diwar ar gregach ne zistager ket an "h" met miret e vez (hidrogen, Harkul...).--Trec'hlid mitonet 27 Gwe 2011 da 14:58 (UTC)
- "Elena Troia", da gaout un anv aesoc'h evit an adkasoù, pe "Elena (Troia)" zo mat din--Kadwalan 27 Gwe 2011 da 15:20 (UTC)
- Elena (Troia) (a oa bet eil titl ar pennad war-lerc'h Elena hepmuiken) a vo mat, pe neuze gant un "h" er penn-kentañ (unan 'zo hervez ar gregach, ha skrivañ a reer Hellaz e brezhoneg, da skouer). Helena a gaver gant Vallée hag er Goueler Kelt (met gwir eo ne vez ket distaget an h-se), met "Elena" gant Gw. ar Menn, met er gerioù a zeu diwar ar gregach ne zistager ket an "h" met miret e vez (hidrogen, Harkul...).--Trec'hlid mitonet 27 Gwe 2011 da 14:58 (UTC)
Perak Helene ? Soñjal a rae din ne veze ket treuzskrivet an dibenn henc'hresianek pa oa «anvioù brezhonekaet en un doare hengounel dija»… Treuzkomprenet am befe an diviz 4 war an anvioù divoutin gresianek ? Baleer (kaozeal) 5 C'hwe 2020 da 23:38 (UTC)