Spes (doueez)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Spes)
Delwenn an doueez Spes gant Bertel Thorvaldsen (1770; 1844), eus 1817 en Thorvaldsens Museum, Danmark

Spes a oa doueez henroman ar spi pe ar goanag. Spes, ultima dea ("Spes, an doueez diwezhañ") a veze graet anezhi ivez.

Aroueziañ a rae an esper da gaout eostoù puilh, kenkoulz ha bugale. Gervel hec'h anv a veze graet pa veze kresket an dud en un ti, pe eured war wel, pe da vareoù a bouez all.

Klotañ a rae gant an doueez Elpis henc'hresian.

Un templ a oa dezhi er Forum Holitorium.

En oberoù arzel e weled Spes o troñsañ he sae en ur zerc'hel un dornad bleunioù pe korn ar builhded. Un delwenn anezhi zo er Villa Ludovisi e Roma.