Gres (bro) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
JAnDbot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot kemmet: ang:Crecaland
D Robot kemmet: wo:Gires
Linenn 213: Linenn 213:
[[vo:Grikän]]
[[vo:Grikän]]
[[war:Gresya]]
[[war:Gresya]]
[[wo:Girees]]
[[wo:Gires]]
[[wuu:希腊]]
[[wuu:希腊]]
[[yi:גריכנלאנד]]
[[yi:גריכנלאנד]]

Stumm eus an 7 Gwe 2008 da 18:04

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Ελληνική Δημοκρατία
Ellinikí Dimokratía

Banniel Bro-C'hres Skoed-ardamez Bro-C'hres
(Banniel Bro-C'hres) (Skoed-ardamez Bro-C'hres)

Kan broadel Ύμνος εις την Ελευθερίαν
(Imnos is tin eleftherían)
Ger-stur Ελευθερία ή Θάνατος
(Eleutheria i thanatos, Eleftheria i thanatos)
"Ar Frankiz pe ar Marv")
Yezh ofisiel Gresianeg
Kêr-benn Aten
Gorread
-En holl
-% dour

131 940 km²
0.86%
Poblañs
-Hollad
-Stankter ar boblañs

11 018 000 (2004)
81/km²
Prezidant Károlos Papoúlias
Kentañ ministr Kóstas Karamanlís
Gouel broadel 25 a viz Meurzh
Moneiz Euro (€)
Kod pellgomz 30
Kod war ar Genrouedad .gr

Bro-C'hres pe Gres pe Bro-Hellaz pe Hellaz (Ελλάδα, Elládha (IPA: [e̞ˈlaða]), pe Hellas (Ελλάς, Ellás (IPA: [e̞ˈlas])) a zo ur riez e Gevred Europa hag hec'h anv ofisiel eo Republik hellenek (e gresianeg : Ελληνική Δημοκρατία). E penn ledenez ar Balkanioù emañ-hi. E tu an Norzh he deus harzoù douarel gant Bulgaria, ar Bet-Republik Yougoslaviat Makedonia hag Albania ha gant Turkia e tu ar Reter. En em ledañ a ra ar Mor Egaios a-hed aodoù ar Reter hag ar Mor Kreizdouar a-hed aodoù ar Gevred p'emañ Mor Ionia er Mervent hag er C'hornôg. Un toullad brav a inizi bras ha bihan, e meur a enezeg, a vez kavet er C'hornôg hag er Reter.

Evel kavell Sevenadur ar C'hornôg e vez gwelet Bro-C'hres e mare kozh an Henc'hres (eus war-dro 900 bloaz kent Jezuz-Krist betek 200 bloaz goude Jezuz-Krist). Eno eo bet ganet ha lakaet e pleustr meizad an demokratelezh. Ken pinvidik eo bet istor ha sevenadur Bro-C'hres m'en deus bet ul levezon don ken e Europa, ken e Azia hag e Afrika ivez.

Etimologiezh an anv ha stummoù all

Dont a ra an anv brezhonek "Gres" dre ar galleg eus al latin Graecia, savet, war e dro, diwar anv Γραίκος (Graikos), mab Thessalos, roue Fthia hervez mojennoù Henc'hres.

Abaoe amzerioù Homero d'an nebeutañ, avat, o deus Gresiz o-unann graet Ἑλλάς (distaget [hellás] e henc'hresianeg hag [el(l)ˈas] e gresianeg a-vremañ) pe boutinoc'h e gresianeg a-vremañ Ελλάδα (distaget: [eˈlaða]) ouzh o bro, brezhonekaet dindan ar stumm "Hellaz" a-wezhoù. Savet e oa an anv-se diar div wrizienn henc'hresianek: rakger έλ- (el- "heol, skedus", k.v. ήλιος, elios, "heol") + λάς (las "roc'h, maen"), da lâret eo "Hellaz: bro heol ha roc'h".


Da vezañ kendalc'het

Patrom:Liamm PuB