Mont d’an endalc’had

Byakkotai

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Byakko-Tai)
Delwennoù ar Byakkotai war menez Iimori en Aizuwakamatsu

Byakkotai (japaneg : 白虎隊, byak kotai "Unvezh an Tigr Gwenn") a oa ur strollad 305 soudard yaouank leal d'ar shōgun o devoa stourmet e Brezel ar Boshin. Brudet int chomet en istor dre o zonkad skrijus.

E 1868, e fin brezel ar Boshin, an holl broviñsoù japanat a oa bet kollet gant ar shōgun e tal al lu Impalaeriel. Ar soudarded diwezhañ a oa leal d'ar shōgun a oa aet da gastell Aizu-Wakamatsu e prefedelezh Fukushima. Eno e voe krouet pevar strollad soudarded awenet gant pevar avel ar steredouriezh sinaat. : Leon Gwenn (Byakko-Tai), Aerouant Gwer (Seiryu-Tai), Golvan Ruz (Suzaku-Tai) ha Baot Du (Gembu-Tai).

Strollad al Leon Gwenn a oa bet krouet adal tri strollad bihanoc'h, mibien soudarded oadet etre 15 ha 17 vloaz o vont d'ober anezho. Ar re-se a oa bet roet dezho un desavadur soudardel gall, evel lu ar shōgun en e bezh. Aet da guzh war menez Iimori, krediñ a refont gwelet moged o sevel adal kastell Aizu, pezh a dalveze e oa bet kemeret. An 20 soudard yaouank diwezhañ a choazas seveniñ seppuku, an emlazh lidel, e-lec'h bezañ prizoniet gant o enebourien ; unan hepken anezho a c'hwitas war e daol.

Al lealded o devoa bet d'ar shōgun betek ar fin a chomas sanket don e spered ar vro impalaeriel nevez. Ur maen-sonn zo bet savet war al lec'h, ma lenner ur varzhoneg gant ar samurai Matsudaira Katamori (1836-1893) :

幾人の 涙は石にそそぐとも その名は世々に 朽じとぞ思ふ
Ikutari no namida wa ishi ni sosogu tomo sono na wa yoyo ni kuchiji to zo omou
"Forzh pegen niverus an dud a walc'ho ar mein gant o daeroù, biken ne steuzio an anvioù-mañ er bed."