Mont d’an endalc’had

Arzhur III (dug Breizh)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Arzhur III a Vreizh)
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !
Arzhur III (dug Breizh)

Arzhur III
Dug Breizh
Ren 22 a viz Gwengolo 1457
26 a viz Kerzu 1458
A-raok Pêr II
Goude Frañsez II
Buhez
Ganet 24 a viz Eost 1393
Kastell Susinioù, Breizh
Marvet 26 a viz Kerzu 1458 (65 bloaz)
Naoned, Breizh
Bez Iliz-Veur Naoned

Tiegezh Moñforzh
Tad Yann IV, dug Breizh
Mamm Janed Navarra
Priedoù Marc'harid Bourgogn
(1423, marvet e 1442)
Janed Albret
(1442, marvet e 1444)
Catherine de Saint-Pol
(1445)
Relijion Katolik

Istor Breizh
Bretoned kentañ
-5000 kent JK
Arvorig
Marevezh galian
Vvet kantved kt JK - -56
Marevezh roman
-56 - IVe kantved
Marevezh poblañ Arvorig
ha savidigezh Breizh
IVe - IXvet kantved
Rouaned
845 - 913
845 - 851 Nevenoe
851 - 857 Erispoe
857 - 874 Salaun
874 - 876 Gurwant / Paskwezhen
876 - 888 Yezekael
888 - 907 Alan I
908? - 913? Gourmaelon
Reuziad an Normaned
913? - 931
Rögnvaldr
Felecanus
Inconus
931 - 937 Gwilherm I
Marevezh an Duged
937 - 1532
Tiegezh Naoned
937 - 952 Alan al Louarn
952 - 958 Drogon
958 - 981 Hoel I
981 - 988 Gwereg
Tiegezh Roazhon
970 - 992 Konan I
992 - 1008 Jafrez I
1008 - 1040 Alan III
1040 - 1066 Konan II
Tiegezh Kernev
1066 - 1084 Hoel II
1084 - 1112 Alan IV Fergant
1112 - 1148 Konan III
Tiegezh Pentevr
1148 - 1166 Konan IV
1166 - 1201 Konstanza
Plantajened
1169 - 1186 Jafrez II
1196 - 1203 Arzhur I
Tiegezh Thouars
1203 - 1221 Alis Breizh
Tiegezh Dreux
1213 - 1237 Pêr I
1221 - 1286 Yann I
1286 - 1305 Yann II
1305 - 1312 Arzhur II
1312 - 1341 Yann III
Tiegezh Bleaz-Pentevr
1341 - 1364 Janed Pentevr ha Charlez Bleaz
Tiegezh Moñforzh
1341 - 1345 Yann Moñforzh
1364 - 1399 Yann IV
1399 - 1442 Yann V
1442 - 1450 Frañsez I
1450 - 1457 Pêr II
1457 - 1458 Arzhur III
1458 - 1488 Frañsez II
1488 - 1514 Anna Breizh
1514 - 1524 Klaoda Breizh
1524 - 1532 Frañsez III
Marevezh ar Breujoù
1532 - 1789
Gouarn war-eeun Pariz
1789 - 1974
Rannvroeladur
René Pleven 1974-1976
André Colin 1976-1978
Raymond Marcellin 1978-1986
Yvon Bourges 1986-1998
Josilin Roc'han 1998-2004
Jean-Yves an Drian 2004-2012
Pierrick Massiot 2012-2015
Jean-Yves Le Drian 2015-2017
Loïg Chesnais-Girard abaoe 2017

Arzhur III, ganet d'ar 24 a viz Eost 1393 e kastell Susinioù (e Sarzhav) ha marvet d'ar 26 a viz Kerzu 1458 e Naoned, a voe dug Breizh e 1457, e-pad unnek miz. Anavezet ivez evel konestabl Richemont, pe ar Justisour, pe Arthur de Richemont e galleg.

Kont Richmond (e Bro-Saoz), ha konestabl ar roue gall Charlez VII e oa. Ouzhpenn-se e oa Kont Montfort, un titl roet dezhañ da varv e niz dug. Ur perzh a-bouez en deus bet en istor Bro-C'hall koulz hag en istor Breizh evel brezelour.

Mab e oa da Yann IV, dug Breizh, ha d'e drede pried, Janed Navarra. Goude bezañ bet e servij ar rouaned saoz ha gall, hag eñ ur brezelour eus ar re varrekañ, e teuas da vezañ dug Breizh e 1457, met ne fellas ket dezañ plegañ e-keñver al lid a wazoniezh a ginnigas e doare ar wazoniezh eeun. Un den a Stad hag a justis barrek-tre eo bet e servij Bro-C'hall.

Pa oa bugel ez eas da chom a-gevret gant e eontr, dug Bourgogn, hag gant priñsed c'hall all. Prizoniet e oa bet en Azincourt (1415) ha kaset da Vro-Saoz. Dieubet e voe goude asantiñ labourat evit ar roue saoz Herri V a oa mestr war dost holl ar rouantelezh c'hall (dimezet e oa da verc'h ar roue Charlez VI.

E 1425, an Daofin, Charlez, ha ne rene nemet war pastelloù-bro bihan e Bro-C'hall, a ginnigas da Arzhur mont e penn e lu. Klask a rae Charlez resev ur skoazell milourel digant dug Breizh Yann V a oa breur Arzhur.

Breur-kaer e oa Arzhur ivez da zug Bourgogn a oa mignon d'ar Saozon. Koulskoude e savas enebourien d'ar c'honestabl ha ne c'helle ket kas e gefridi da benn kement ha ken bihan ma veze trec'het lu Charlez VII ingal gant ar Saozon. E 1428 ez eas Arzhur e kuzh da harpañ Janed Ark hag e voe trec'h da armeoù ar Saozon e Patay e 1429. E 1434 e asantas Charlez VII reiñ e garg da Arzhur en-dro. Adaozañ a reas an arme en ur urzhiañ ma vefe krouget ar breizherien. E 1436 ec'h adkemeras Pariz.

Ur roll pennañ a gemeras e politikerezh rouantelezh Bro-C'hall pa renas he diplomatiezh ha pa zistagas Bourgogn eus e emglev gant ar rouantelezh saoz. E 1450 e vo trec'h Arzhur war ar Saozon en Formigny ken e oent skarzhet eus Normandi kuit.

Galvet e voe da gemer an dugelezh e karg e 1457, goude marv e niz Pêr II, met fellout a reas dezhañ chom konestabl war un dro. Mervel a reas re abred e 1458 pa vage soñjoù bras, evel mont da argadiñ Bro-Saoz pe mont da vrezeliñ evit ar Groaz.

Teir gwech e voe dimezet Arzhur, nemet ne c'hanas bugel ebet er briedelezh. Ur verc'h vastard en doa, Jacqueline, a voe anavezet gantañ e 1443. War e lerc'h e voe anvet e niz Frañsez II, kont Étampes, da zug Breizh.

Sede anvioù e deir gwreg:

  • 1. D'an 10 a viz Here 1423 e timezas e Dijon da Marc'harid Bourgogn (marvet e 1441), merc'h da Yann Dizaon, dug Bourgogn, hag intañvez an daofin Louis, dug Guyenne
  • 2. D'an 29 a viz 1442 e timezas e Nérac da Janed Albret (marvet e 1444), merc'h da Charlez II, kont Dreux.
  • 3. D'an 2 a viz Gouhere 1445 e timezas da g-Catherine de Saint Pol (marvet e 1492), merc'h da Bêr I, kont St-Pol.


En e raok:
Pêr II
Rouaned ha Duged Breizh
thum
14571458
War e lerc'h:
Frañsez II

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.