Janed Navarra (dugez Breizh)

Eus Wikipedia
Ur pennad Janed Navarra zo ivez.
Janed Navarra o kas he mab Arzhur davet bez e dad Yann IV, dug Breizh (1806) - Livadur gant Henriette Lorimier (1775-1854)

Janed Evreux, pe Janed Navarra (1370-1437), a oa dugez Breizh (1386-1399), hag a deuas da vout rouanez Bro-Saoz (1403-1413) goude dimeziñ da Herri IV (Bro-Saoz).

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h e oa da Charlez, kont Evreux, anavezet ivez evel Carlos II Navarra dre ma teuas da vezañ roue Navarra, ha da Janed Bro-C'hall.

Dugez Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ a reas e 1386 da Yann IV, dug Breizh. Nav bugel o doe :

Rouanez Bro-Saoz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a reas Yann IV, pried Janed d'an 1 a viz Du 1399. Intañvez e chomas e-pad pevar bloaz, ha rejantez e voe evit he mab Yann V a-hed ar bloavezhioù-se.

Hervez an Encyclopedia Britannica e krogas an darempred etre Janed ha Herri Bolingbroke (a deuas da vezañ Herri IV (Bro-Saoz)) pa oa o chom e lez Breizh, harluet eus Bro-Saoz. En 1403 ec'h addimezas Janed da Herri IV. Bugel ebet n'o doe, met un darempred mat he doe gant bugale pried kentañ ar roue. Alies e save a-du gant he lezvab, priñs Kembre, a-enep ar roue.

Koulskoude e voe tamallet dezhi, pa oa intañvez, en amzer ren he lezvab Herri V, da vezañ sorserez ha da glask lazhañ ar roue. Kondaonet e voe en 1419 ha bac'het pevar bloaz e kastell Pevensey e Sussex.

Goude-se e vevas sioul dindan Herri V koulz ha dindan e vab Herri VI.

Beziet e voe en Iliz-veur Canterbury e-kichen he fried ar roue Herri IV.