Mont d’an endalc’had

Charlez II Navarra

Eus Wikipedia
Carlos an Drouk
Carlos an Drouk
Emsavadegoù e Bro-C'hall e 1356 ha 1363 .

Charlez Evreux, pe Charlez II Navarra, Carlos II Navarra, anavezet evel Charlez an Drouk, Charles le Mauvais gant istorourien Bro-C'hall (Évreux 1332-1387 Pamplona), a oa Kont Évreux, etre 1343 ha 1378, ha Roue Navarra, adalek 1349 betek e varv e 1387.

Mab e oa da Fulup III Navarra ha da Janed II Navarra, rouanez Navarra, merc'h d'ar roue gall Loeiz X. Pennhêrez e oa e vamm met e 1328 e voe roet kurunenn Bro-C'hall da Fulup VI, kenderv da Loeiz X (Bro-C'hall), ha ne voe ganet Charlez Evreux nemet e 1332. Pa deuas ar Brezel Kant Vloaz ha faezhadennoù an arme c'hall e voe sachet gwall vrud war anvioù ar roueed Valois, ha tro a gavas Charlez Evreux da ziskleriañ o direizhded ha da c'houlenn ar gurunenn evitañ. Evit kas e vennad da benn e steuas iriennoù hag en em glevas gant an holl a bep eil, o treitouriñ an eil hag egile. E 1364 e voe trec'het en emgann Cocherel.

Dimeziñ ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimezet e voe en 1352 da Janed Bro-C'hall (1343-1373). E kastell Vivier, e-tal Fontenay-Trésigny, en Brie, e voe lidet an eured. Eizh bugel o doe:

Priedoù kleiz en doe:

  • Catalina de Lizaso, hag ur mab he doe
    • Leonel, bastard Navarra (1378-1413), marc'heg, beskont Muruzabal de Andion ; dimezet da Epifania de Luna, ha pemp bugel o doe;
  • Catalina de Esparza, hag ur verc'h he doe:
    • Johanna, bastardez Navarra (war-dro 1378-1413), dimezet en 1397 da Johan de Béarn, skoedour, kabiten kastell Lourdes en Bigorre ; en 1381, e oa gwaz dindan e dad-kaer evit e zouar e Murillo el Fruto.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.