Mont d’an endalc’had

Richarzh Breizh

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Richard d'Étampes)
Richarzh Breizh (1395-1438), tad-kozh Anna Vreizh.
Ardamezioù Richard d'Etampes
Marc'harid Orleañs, pried Richard

Richarzh Breizh, pe Richard d'Étampes, ganet en 1395, marvet d'an 2 a viz Mezheven 1438 e Klison, kont Étampes, Vertus, Benon, Mantes, aotrou Klison, Palluau, Les Essarts, Houdan, a oa mab da Yann IV, dug Breizh, ha d'e drede pried Janed Navarra, ha breur d'an dug Yann V.

Brezeliñ a reas ouzh ar Saozon e Guyenne (1419) hag ouzh Yann II, dug Alençon (1432).

Dimeziñ ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1423 e timezas da Marc'harid Orleañs (war-dro 1405 † 1466), kontez Vertus, merc'h da Loeiz Iañ Orleañs, hag a oa breur d'ar roue gall Charlez VI (Bro-C'hall), ha da Valentina Visconti (1368-1408), hag a oa merc'h da Gian Galeazzo Visconti, Dug Milano.

Bugale o doe:

  • Mari (1424 - 1477), abadez
  • Isabeau (1426 - 1438)
  • Catherine (1428 - goude 1476), dimezet e 1438 gant Guillaume de Châlon († 1475), priñs Orange
  • Frañsez II (1435 - 1488), dug Breizh
  • ur mab (1436 - 1436)
  • Marc'harid (1437 - goude 1466), leanez
  • Madalen († 1462)