Marc'harid Orleañs

Eus Wikipedia
Marc'harid Orleañs, pried Richarzh Breizh, mamm-gozh Anna Vreizh.

Marc'harid Orleañs, anavezet evel Marguerite d'Orléans e galleg, ganet d'ar 4 a viz Kerzu 1406, ha marvet e 1466, a oa ur briñsez c'hall, kontez Vertus, ha mamm da Frañsez II, dug Breizh. Mamm-gozh Anna Vreizh e oa eta.

Merc'h e oa da Loeiz Iañ Orleañs, a oa breur d'ar roue gall Charlez VI (Bro-C'hall), ha da Valentina Visconti (1368-1408), a oa merc'h da Gian Galeazzo Visconti, Dug Milano. Merc'h-vihan ha nizez e oa war un dro d'ar rouaned c'hall Charlez V ha Charlez VI. C'hoar e oa d'ar priñs gall Charlez, Dug Orleañs, a voe prizoniet gant ar Saozon en emgann Azincourt ha dalc'het e Bro-Saoz e-pad pemp bloaz warn-ugent, amzer dezhañ da skrivañ barzhonegoù ha da zont da vezañ an eil pouezusañ barzh gallek eus ar XVvet kantved, war-lerc'h François Villon.

Dimeziñ ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1423 e timezas da Richarzh Breizh, anavezet e galleg evel Richard d'Étampes, ha bugale o doe.

  • Mari (1424-1477), abadez
  • Isabeau (1426-1438)
  • Catherine (1428 - goude 1476), dimezet e 1438 gant Guillaume de Châlon († 1475), priñs Orange
  • Frañsez II (1435-1488), dug Breizh
  • ur mab (1436-1436)
  • Marc'harid (1437 - goude 1466), leanez
  • Madalen († 1462)