Gian Galeazzo Visconti

Eus Wikipedia
Poltred Gian Galeazzo Visconti, gant Ambrogio de Predis.
Gian Galeazzo Visconti
(skeudenn eus an XIXvet kantved)
Domani ar Visconti e 14O2.

Gian Galeazzo Visconti a oa un den a noblañs e Milano, e Lombardia, er Grennamzer, ganet d'ar 16 a viz Here 1351 ha marvet d'an 3 a viz Gwengolo 1402 e Melegnano, a voe aotrou e Milano en 1385 a-raok bezañ kentañ dug Milano en 1395.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa da Galeazzo II Visconti ha Bianca di Savoia.

Dimezet en bugel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Mezheven 1360, tapet gantañ e nav bloaz, e voe dimezet da Isabelle de Valois, daouzek vloaz dezhi, a oa merc'h da Yann II, roue Bro-C'hall[1] Setu unanet eta an Tiegezh Visconti hag an tiegezh roueel gall[2]. Evel argouroù degaset gant ar briñsez c'hall d'he fried e oa kontelezh Vertus (e Champagn), un titl nevez-grouet gant he zad roue a-benn an eured. Abalamour da se e veze lavaret anezhañ, dre fent, Conte di Virtù, kont ar Vertuz.

Er galloud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E dad Galeazzo II Visconti hag e eontr Bernabò Visconti a oa o ren war un dro e Milano. Pa varvas e dad, d'ar 4 a viz Eost 1378, e voe lezet gant e eontr Barnabé da ren war lodenn gornaouek Lombardia, met evit Milano e embannas e miz Meurzh 1379 e oa e vibien Ludovico ha Rodolfo a oa e hêred nemeto. Neuze e c'houlennas Gian Galeazzo digant an impalaer [[Venceslas I]] ar garg a vikel impalaerel war-lerc'h e dad, hag a voe roet dezhañ e miz Genver 1380. Bernabò ne reas ket heñvel, ha chom a reas e-unan er galloud.

D'an 2 a viz Here 1380, evit ober plijadur d'e eontr, e timezas Gian Galeazzo d'e geniterv Catarina, merc'h Bernabò. E 1385, gant skoazell e vamm Bianca di Savoia, e klaskas Gian Galeazzo diskar e dad-kaer. D'ar 6 a viz Mae 1385, gant Jacopo dal Verme, Ottone di Mandello ha Giovanni Malaspina, ha 500 goafer, e tapas krog e en e eontr hag en e zaou genderv Ludovico ha Rodolfo, hag e kraouias anezho e kastell Porta Giovia. Mervel a reas Bernabò er vac'h, d'an 19 a viz Kerzu 1385, kontammet war urzh Gian Galeazzo. E-pad 6 vloaz e oa bet o vagañ e gasoni a-raok kas an dorzh d'ar gêr.

D'ar 7 a viz Mae ez eas Gian Galeazzo da greñvlec'h ar Porta Romana. Eno e voe roet dezhañ gant ar C'huzul meur galloud war gêr Milano hag eus an 8 betek ar 14 ec'h aloubas an holl gêrioù. Ne stourmas nemet ar c'hreñvlec'hioù ur pennadig c'hoazh.
Goude-se ne harzas mann outañ: en 1387 e kemeras Vicence ha Verona ; en 1390 e voe tro Padova ; d'an 11 a viz Mae 1395 e teuas a-benn da gaout digant an impalaer santel Venceslas Iañ an titl a zug o paeañ 100 000 florin aour. Goude-se e klaskas bezañ mestr war hanternoz Italia hag aloubiñ Pisa, Peruggia, Assisi ha Sienna.

Gant Firenze e voe savet un arme d'en em zifenn, ma voe echu gant hunvre Gian Galeazzo da unvaniñ hanternoz Italia

Soñj zo bet dalc'het eus e zispignoù bras. 300 000 florin aour a eas d'ober labourioù da zinaozañ stêrioù, ar Mincio diwar Mantova hag ar Brenta diwar Padova evit lemel digante an tu d'en em zifenn.

Eñ ivez a savas iliz ha manati Certosa e Pavia[3]. Eñ an hini a grogas gant an iliz-veur (il Duomo), hag a bedas arzourien eus pevzar c'horn Europa evit se, hag a echuas kastell Pavia a oa bet kroget da sevel en amzer e dad Galeazzo II Visconti: kaerañ palez Europa e oa d'ar c'houlz-se. Eno e lakaas e levraoueg vrudet, hag e zastumad relegoù sakr a enore gant feiz.


Dimezioù ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ardamezioù duged Milano

Ur mab bastard en doe ivez, Gabriele Maria, digant e serc'h Agnese Mantegazza.


E varv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-raok mervel e rannas ar stad etre e vibien : da Gian Maria e roas an dugelezh, da Philippe Marie kontelezh Pisa ha d'e vastard Gabriel Maria, aotrouniezh Pisa.
Mervel a reas gant ar vosenn e 1402, e kastell Melegnano, ha goullo e laoskas irc'hier ar stad ha paour ar stal gant e intañvez. A dammoù ez eas ar stad savet gant an nerzh ha netra ken.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Diwar an eured-se eo e teuio ar bec'h a voe adalek 1447 etre ar vugale-vihan da c'houzout piv a yaje da zug, ha perzh en tabut a gemeras an dug barzh Charles d'Orléans.
  2. D'ar c'houlz-se edo Bro-C'hall e-kreiz ar Brezel Kant Vloaz.
  3. Gwelout Certosa di Pavia er Wikipedia italianek.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]