Mont d’an endalc’had

Gwienna

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Guyenne)
Gwienna
En gul e leonparzh en aour
Skoed Akitania eo ivez.
  • ██ Tiriadoù saoz goude Brétigny
  • Gwienna[1]), Guiana (/ɡ(j)iˈanɔ/ en okitaneg, Guyenne (/ɡɥijɛn/ e galleg, Guyenne haGuienne e saozneg, zo ur rannvro istorel dispis a-walc'h e mervent Bro-C'hall, tre e kornôg ar broioù okitanek. Alies e vez kaoz eus Proviñs Guyenne ha Gwaskogn.

    Dont a ra an anv Guyenne eus an anv okitanek Guiana, a zeu eus ar ger latin Aquitania. Koulskoude ez int deuet da vout daou dra zisheñvel, ha Guyenne zo deuet da vezañ kemmesket gant Gwaskogn.

    Kentañ gwech ma kaver roud eus dugelezh Guyenne eo e feur-emglev Pariz e 1229 a lakaas fin d'ar Groaziadeg albizat, met marteze e voe krouet gant ar feur-emglev en-eeun, ha Bourdel e oa ar gêr-benn anezhi.

    E 1380 e voe sinet feur-emglev Brétigny ettre Bro-C'hall ha Bro-Saoz, a roas Gwienna d'ar Saozon.

    E 1561 e teuas GWienna da vezañ ur broviñs, hag enni Bordelais, Bazadais, Limousin, Périgord, Quercy, Rouergue, Agenais, Saintonge hag Angoumois. Diskaret e voe evel an holl broviñsoù gant an Dispac'h gall pa voe krouet an departamantoù gall e 1790.

    Guyenne en istor

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Istor kozh Guyenne eo hini rouantelezh ha dugelezh Akitania.

    Notennoù ha daveennoù

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    1. Roparz Hemon, Nouveau dictionnaire français-breton, p. 361a

    Commons
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.