Marc'harid Bourgogn (1393-1441)
Neuz
Ur pennad Marc'harid Bourgogn zo ivez.
Marc'harid Bourgogn (1393-1441) a oa merc'h da Yann Dizaon, dug Bourgogn ha da Marc'harid Bavaria (1363-1423). He mamm a oa merc'h da Albert Iañ, Dug Bavaria ha da Margaret von Brieg.
Da zaou vloaz e voe prometet d'an Daofin Charlez (1392–1401), mab da Charlez VI, Roue Bro-C'hall, met mervel a reas ar priñs e 1401, da nav bloaz. Se zo kaoz e voe dimezet e 1412 d'e vreur yaouankoc'h, ha Daofin Bro-C'hall ivez, Loeiz.
Dimezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Div wech e timezas:
- E 1404, da 11 vloaz, d'an daofin Louis de France (1397-1415), pe Louis de Guyenne, 4 bloaz yaouankoc'h, a varvas da 17 vloaz,
- E 1423 e Dijon, da Arzhur Breizh, konestabl Bro-C'hall, ha goude dug Breizh.
Bugel ebet n'he doe.
He marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a reas d'an 2 a viz C'hwevrer 1442, goude un hir a gleñved.
Levr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude hec'h eured gant Louis de Guyenne, en 1405, e voe dediet dezhi, gant Christine de Pizan, al Livre des Trois Vertus .
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Livre des Trois Vertus, embannet gant Charity Cannon Willard hag Eric Hicks, Paris, Champion, 1989.
- Françoise Autrand, Charles VI le roi fou (ISBN 2213017034)