Mont d’an endalc’had

AK-47

Eus Wikipedia
Avtomat Kalachnikova 47
Skeudenn ar pennad AK-47

Ur fuzuilh-arsailh AK-47
Kinnig
Bro URSS
Doare Fuzuilh-arsailh damaotomatek/aotomatek
Mont en-dro Tennata dre amprest-gazoù, piston
Munisionoù 7,62 × 39 mm M43
Ijiner Mic'hail Kalachnikov
Mare produiñ Abaoe 1947
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 4,300 kg
Mas (karget) 5,117 kg
Hirder 870 mm
Hirder ar c'hanol 415 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek Etre 200 ha 400 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 710 m/s
Lusk-tennañ 600 tenn/mn
Endalc'h Karger fiñv 30 kartouchenn (a-wechoù 40 pe 75 kartouchenn)
Adstummoù nesañ
  • AKS,AKSN
  • AKM, AKMS, AKML, AKMN
  • RPK
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

An AK-47, e rusianeg Автомат Калашникова, Avtomat Kalachnikova [stumm] 1947, anavezet muioc'h dre an anv Kalachnikov, a zo ur fuzuilh-arsailh savet gant Mic'hail Kalachnikov e 1947. A-raok donedigezh an AK-74 er bloavezhioù 1970 e veze graet AK nemetken anezhi en anvadurezh soviedel. Kambret eo er c'halibr 7.62 × 39 mm. E 1949 e oa bet lakaet da arm ofisiel al lu Rusian ha da heul gant broioù Pakt Varsovia. Abalamour da levezon URSS eo bet implijet gant kalz ar strolladoù reveulziañ, sponterien hag armeoù Stadoù er bed a-bezh. An arm-tan gwerzhet ar muiañ en Istor eo an AK-47[1], etre 70 ha 110 milion hervez ar mammennoù. Marc'had-mat eo, aes da implijout, padus, ha ral eo e chomfe bout.[2] Savet eo bet evit bezañ implijet e endroioù lous pe start. An AK-47 zo hiziv an deiz e-kreiz an trafikerezh armoù o tont eus broioù ar Balkan[3]. Produet e vez c'hoazh hiziv an deiz.

Istor an AK-47

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-kerzh an Eil Brezel-bed e voe amprouet gant an Alamaned pimpatromoù Sturmgewehr 44, un arm aotomatek nevez kambret en ur munision berroc'h evit ar re a veze implijet betek-neuze. Bamet e voe renourien an URSS o welet un arm ken modern o tont war-wel. D'ar 15 a viz Gouere 1943, Komiserdi poblel an armañ a roas urzh bras da sevel un arm soviedel evit talañ d'al lañs a oa gant an Alamaned. Ur skipailh en e benn an ijinour N.M. Elizarov (Н.М. Елизаров) a voe karget d'ober war-dro ha da gavout ar buanañ ar gwellañ un arm ken efedus. Diorroet e voe ar c'hartouchennù 7,62 × 39 mm evit an arm da zont. E 1944 e voe roet lañs d'ur genstrivadeg da grouiñ an arm-mañ.

Mic'hail Kalachnikov, ur bleiner kirri-houarnet soviedel, a oa krog da sevel armoù en e wele ospital goude bezañ bet gloazet da vare emgann Briansk. E 1944 e kemeras perzh er genstrivadeg evit sevel an arm aotomatek nevez. Kinnig a reas e raktres fuzuilh met koll a reas a-enep Sergueï Simonov hag e SKS-45.

Merzhet e voe memestra barregezhioù Kalachnikov hag anvet anezhañ da ijinour e penn ur skipailh enklask war an armoù aotomatek. E fin ar bloavezh 1946 e oa savet pimpatromoù kentañ an AK-1. Un ezel eus ar skipailh, Aleksandr Zaitsev, a deuas a-benn da gendrec'hiñ Kalaschnikov da simplaat e arm.

Pimpatromoù all (AK-2 hag AK-3) a voe savet ha peurechuet e miz Du 1947. E 1948 e krogas produerezh an AK-47 en embregerezh Izhevsk, en uzin 524. E 1949 e voe lakaet da arm ofisiel al lu soviedel.

Liamm gant ar Sturmgewehr 44

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Alaman Hugo Schmeisser, saver an MP 40 hag ar Sturmgewehr 44, a zo bet rediet da labourat evit ar Soviediz etre 1945 ha 1952. Kaset eo bet da uzin Izhevsk, ha kenlabouret en deus gant Mic'hail Kalachnikov. Daoust d'ar pezh a lenner pe a glever a-wechoù, n'eo ket an AK-47 ur gopienn eus an Stg 44, daoust d'o stumm a c'hell seblant damheñvel ha d'an implij a reont eus kartouchennoù berr. Disheñvelderioù bras a gaver etre an daou arm :

  • o sistem morailhañ ar gulasenn (o treiñ war an arm soviedel, dre ur c'hrog war an Stg 44) ;
  • ar winterell a lak ar gulasenn da vont war an a-raok adarre a zo e-barzh lamm an Stg 44. Er voestad kulasenn emañ en AK-47.
  • gwikefre an draen zo simploc'h war an arm soviedel ;
  • stummoù kentañ an AK-47, a-raok ar stumm AKM, a oa savet o boestad-kulasenn e dir ijinennet. An Stg 44 a oa savet gant dir darsanket dreist-holl.
Soudard Viêt Công gant un AK-47

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An AK-47 etre daouarn soudarded polonat an 8vet Batalion Remontowy e Kołobrzeg.
  • Alies e vez keñveriet an AK-47 gant an M-16, arm enebourien amerikan an URSS da vare ar Brezel Yen. E-kerzh brezel Vietnam dreist-holl ez eo bet an daou arm o talañ an eil ouzh egile.
  • Arouez brezelioù dieubidigezh kalz pobloù er bed eo deuet an AK-47 da vezañ, en Afrika hag er broioù arab dreist-holl, etre ar bloavezhioù 1950 ha 1980. Adalek ar bloavezhioù 1990 eo cheñchet skeudenn an arm er mediaoù european ha norzhamerikan evit dont da vezañ arouez ar sponterezh islamour. E Frañs eo stag ivez abaoe ar bloavezhioù 2010 an AK-47 ouzh ar muntroù stag d'an trafikerezh drammoù e karterioù Marselha pe bannlevioù Pariz.[4]
  • Un AK-47 a gaver war bannieloù aozadurioù zo evel an Hezbollah. An arm a gaver ivez war banniel ar Mozambik.
  • Er film Lord Of War embannet e 2005, a gont istor damwir ur gwerzher armoù, e weler kalz fuzuilhoù-arsailh AK-47. E digoradur ar film ec'h heulier savidigezh ur boled AK-47 eus an uzin betek an dachenn-emgann[5]. Ken marc'had-mat eo an AK-47 ma voe emsavoc'h da broduerien Lord Of War prenañ 3 000 arm gwirion eget prenañ reoù faos.
  • Gellet a raed implijout an AK-47 er c'hoari digoust enlinenn Battlefield Play4free pa vezed gant ur renk soudard pe medisin.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) Kalachnikov, l'inventeur du fusil le plus vendu au monde, est mort à 94 ans, e Jeune Afrique, 24/12/2013
  2. (fr) ACHARD Olivier, L'univers des fusils, Solar, 2002, p.76
  3. (fr) Trafic d'armes en France : la face cachée du crime, e La Croix, 11/06/2023
  4. Hervez ur studiadenn kaset gant Anaïs BENGUIGUI e 2014. Meneget gant Philippe BOULANGER e Géoplitiques et cultures Kalasnikov in Les Français et les armes à feu (fr), Maisonneuve & Larose, 2018, p. 351-363
  5. (en) Munutennoù kentañ Lord of War (gwelet d'ar 17/10/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan