19 Here
Neuz
(Adkaset eus 19 a viz Here)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- -202 : echu eo an Eil brezel punek gant Emgann Zama.
- 1620 : staget eo Bearn ouzh Rouantelezh Bro-C'hall.
- 1781 : kodianañ a ra ar jeneral breizhveuriat Charles Cornwallis en Emgann Yorktown.
- 1813 : fin Emgann ar Broadoù.
- 1911 : loc'hañ a ra Ergerzhadeg Amundsen war-du Pennahel ar Su evit gwir.
- 1914 : fuzuilhet eo Frañsez-Mari Laorañs, brezhoneger anezhañ, e Châlons-sur-Marne (Marne), goude tamall dezhañ bezañ emvuturniet.
- 1921 : Noite Sangrenta e Lisboa.
- 1962 : digoret eo radom Pleuveur-Bodoù ent-ofisiel gant ar jeneral de Gaulle.
- 1974 : dont a ra Niue da vezañ emren da vat diouzh Zeland-Nevez.
- 1984 : drouklazhet eo ar beleg katolik poloniat Jerzy Popiełuszko.
- 1987 : Black Monday e Wall Street.
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1859 : Alfred Dreyfus, ofisour kanolierezh gall.
- 1862 : Auguste Lumière, ijiner gall.
- 1899 : Miguel Ángel Asturias, skrivagner spagnolek eus Guatemala, tapet Priz Nobel al Lennegezh gantañ e 1967.
- 1910 : Paul Robert, embanner ha geriadurour gallek.
- 1910 : Subrahmanyan Chandrasekhar, astrofizikour ha jedoniour stadunanat-indian, tapet Priz Nobel ar Fizik gantañ e 1983.
- 1914 : Nicole Chollet, aktourez (c'hoariva, sinema ha skinwel) c'hall.
- 1915 : Pol Rolland-Gwalc'h, skrivagner ha troour brezhonek.
- 1917 : Indira Gandhi, kentañ ministr India.
- 1919 : Micheline Francey, aktourez (c'hoariva, sinema ha skinwel) c'hall.
- 1931 : John le Carré, skrivagner saoz.
- 1945 : John Lithgow, aktour, produour ha soner stadunanat.
- 1946 : Keith Reid, saver kanaouennoù saoz, unan eus pemp krouer ar strollad Procol Harum.
- 1981 : Heikki Kovalainen, bleiner kirri Formulenn 1 eus Finland.
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1691 : Isaac de Benserade, skrivagner ha dramaour gall.
- 1745 : Jonathan Swift, skrivagner iwerzhonat.
- 1798 : Theobald Wolfe Tone, 35 bloaz, stourmer republikan eus Iwerzhon.
- 1897 : Berthold Englisch, mestrc'hoarier echedoù aostrian.
- 1931 : Thomas Edison, fizikour stadunanat.
- 1936 : Lu Xun, skrivagner sinaat.
- 1937 : Ernest Rutherford, fizikour ha kimiour zelandneveziat, tapet Priz Nobel ar Gimiezh gantañ e 1908.
- 1943 : Camille Claudel, kizellerez c'hall.
- 1982 : Iorwerth Peate, skrivagner kembraek ha saver Mirdi Pobl Kembre e Sain Ffagan.
- 1984 : Jerzy Popiełuszko, beleg katolik polonat.
- 2003 : Alija Izetbegović, kentañ prezidant Bosnia-ha-Herzegovina.
Lidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Iliz katolik roman
- Sant Paol ar Groaz, beleg ha diazezer Urzh ar Basionisted e Roma (IIIe kantved)
- Sant Iduned (pe Ezhvin), manac'h eus Breizh-Veur deuet da Vreizh, diskibl sant Samzun marteze (VIIvet kantved)