Frañsez Laorañs
Frañsez-Mari Laorañs (29 a viz Genver 1885 e Melioneg, Breizh - 19 a viz Here 1914 e Châlons-sur-Marne (Marne), Bro-C'hall, e-pad ar Brezel-bed kentañ), a oa ur c'houer eus Melioneg (Breizh).
Soudardaet e voe en 247vet Rejimant Troadeion gall e penn-kentañ ar brezel. E-kreiz un dro-noz gedal d'ar 1añ a viz Here 1914 e-pad ar Brezel-bed kentañ nepell eus kêriadenn Souains (Marne), e voe gloazet Frañsez-Mari Laorañs en e zorn kleiz, ha kaset d’an ospital da vezañ graet war e dro. Disklêriañ a reas ar mezeg milourel Buy en doa graet d’en em c’hloazañ a-ratozh-kaer evit gallout goul bezañ kaset d’ar gêr goude. Barnet e voe d’an 18 a viz Here 1914 evit kement-se gant ur c'huzul-brezel ordinal bodet dre urzh ar jeneral de Langle de Cary, penn ar 4vet Lu. Galleg hepken gant al lez-varn, anat deoc’h, ha dre ma ne gomze Frañsez-Mari Laorañs nemet brezhoneg, n’hellas ket en em zifenn evel zo dleet. Ne voe klasket jubennour ebet evel-just, dezhañ da c’hallout displegañ ar pezh a oa c’hoarvezet. Kondaonet e voe d’ar marv abalamour « d’e zifoutregezh », ha fuzuilhet d’an 19 a viz Here 1914.
Ar Stad c'hall a glaskas un ugent vloaz bennak goude, d’an 9 a viz Kerzu 1933, adreizhañ e vrud, rak hervezi e oa bet kondaonet hemañ « dre fazi ». Roet e voe ur sammad a 10 000 lur d’e dud gant ar prefed a oa deuet a-ratozh-kaer da Velioneg d'ar 5 a viz Eost 1934. War an ton bras e voe graet al lid, hag aozet e voe ur bal kement hag echuiñ gant an devezh. Difennet e voe gant ar polis ouzh broadelourien Breiz Atao dont e kêr.
E-skeud an darvoudoù-se, e tennas an ti-kêr ar blakenn varmor e-lec’h ma oa skrivet anv holl re ar barrouz marvet e-kerzh ar brezel, adskrivet an holl anvioù-se war-eeun war ar monumant hervez urzh al lizherenneg, ha lakaet anv Frañsez Laorañs en o zouez.
Ar ganaouenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn](kanaouenn komzoù hengounel, tapet diwar bladenn Gweltaz ar Fur)
- E-men (p’lec’h) ‘mañ aet Frañsez Laorañs,
- E-men ‘mañ aet Frañsez Laorañs,
- E-men ‘mañ aet Frañsez Laorañs ?
- Aet eo da bell da servij Bro-Frañs. (2 X)
- Demat deoc'h-c'hwi ma c'habiten,
- Demat deoc'h-c'hwi ma c'homandant.
- A Velioneg ‘ oan kaset amañ,
- Sañset difenn frontier mem (ma) bro
- En arvar gant an Alamant.
- Serrit ho peg gant ho parlant,
- Lakit hor glaz a wiskamant !
- Serrit ho peg, c'hwi, gant ho preg,
- Touzit ho penn, dav d'an talbenn !
- C'hwi ' vo war-vlein ma rejumant.
* * *
- Heñ 'n em gavas ‘n noz diwezhat,
- Gloazet e zorn, o koll e wad.
- Heñ 'n em gavas a-benn dor ur c'hamp,
- Hini hon tud pe enebour ?
- Ne gredas ket goulenn sikour !
- 'benn ar mintin pa voe kavet,
- ‘Ba’ 'n ur prizon, heñ ' voe kaset,
- 'Gaoz (’blamour) d'e borpant, uniform gall,
- 'Gaoz d’e barlant, 'n hini a'r re 'rall (all) ! (2 X)
- Arall (estren) e yezh, arall e vro,
- ‘Vel un treitour, ra vo marv !
- Heñ a dalc’has start ouzh an tenn,
- Betek ar fin, ya, hep kompren. (2 X)
- Ha, c'hwi 'lâray din, mar karit,
- Ya, c'hwi 'lâray din, mar karit,
- Gwell 've bet huchal "Bevet Bro-C'hall !"
- Pa gouezhe e-dan seurt boledoù fall,
- Seurt boledoù ' oa boledoù gall !!
Mammennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Fichenn hiniennel Frañsez Laorañs gant al Lu Gall - Mémoire des hommes
- Roger Laouénan, Le Poilu des tranchées, Embannadurioù Coop-Breizh, pajenn 55.