Nozvezh Wadek
Nozvezh Wadek (Noite Sangrenta e portugaleg) a vez graet eus an darvoudoù feuls a c'hoarvezas e Lisboa (kêr-benn Portugal) en nozvezh an 19 a viz Here 1921.
Abaoe ar 5 a viz Here 1910 e oa Kentañ Republik Portugal o ren war ar vro. Distabil a-walc'h e oa ar renad ma'z eas an traoù war washaat goude ar Brezel-bed kentañ : tri gouarnamant warn-ugent entre 1920 ha 1926 ! Dilennet e oa bet António José de Almeida da brezidant d'ar 6 a viz Eost 1919 hag e penn ar gouarnamant en devoa anvet ar milour Liberato Pinto d'an 30 a viz Du 1920 (ha ministr an Diabarzh, ar Verdeadurezh hag an Arc'hant war un dro, kement hag ober).
Ne badas ket gwall bell e gefridi dre ma tilezas e holl gargoù d'an 2 a viz Meurzh 1921, hag eñ erlec'hiet gant Bernardino Machado. Nebeut amzer war-lerc'h e kollas e garg a gomandant strollad-meur ar Guarda Nacional Republicana (GNR) ivez, bet rebechet e zisentidigezh ouzh ar gouarnamant nevez dezhañ kement hag e rendaeloù ouzh ar politikerezh anezhañ. Kondaonet e voe da vezañ toullbac'het ur bloavezh-pad ha kadarnaet ar c'hastiz d'an 21 a viz Gwengolo.
Ne voe ket ar c'horonal Manuel Maria Coelho evit gouzañv muioc'h hag a-gevret gant ofiserien 'zo eus ar GNR — Camilo de Oliveira ha Cortês dos Santos — hag ar c'habiten korvetenn Procópio de Freitas e roas lañs d'an emsavadeg d'an 19 a viz Here da noz. Skrapet ha kaset da Arsanailh Lisboa e voe muntret eno António Granjo, bet e penn ar gouarnamant (21 a viz Genver-8 a viz Meurzh ha 19 a viz Gouere-20 a viz Du 1920). War-bouez ur gamionetenn hag a dreuzas nozvezh Lisboa e voe skrapet ha drouklazhet pennoù bras all, en o zouez :
- ar c'homandant José Carlos da Maia, bet ministr ar Verdeadurezh e-pad tri mizvezh e 1918,
- ar c'horonal Botelho de Vasconcelos,
- ar c'homandant Machado Santos, bet ur roll pouezus en taol-stad aozet gant Strollad Republikan Portugal d'ar 5 a viz Here 1910.
Anvet e voe Manuel Maria Coelho e penn ar gouarnamant, ur garg ha ne zeuas a-benn da zerc'hel nemet betek ar 5 a viz Du 1921 ! Padal, ne zistroas ket ar peoc'h er vro ha chom a reas bev-mat an difreterezh enni, o tiougan bloavezhioù diwezhañ Kentañ Republik Portugal...