Mont d’an endalc’had

Skingomz vrezhonek

Eus Wikipedia

Un nebeud skingomzoù brezhonek zo e Breizh, e kornôg ar vro, goude ma ne vezont ket klevet e Brest nag en Oriant, nag e Sant-Brieg. Galleg eo ar yezh ar muiañ implijet er skingomz e Breizh, hag ar yezh nemeti e reter ar vro.

Krouet e oa bet abadennoù brezhonek e-kreiz abadennoù gallek, e 1941 da gentañ, e skingomzoù perc'hennet gant ar Stad c'hall .

Goude ma oa bet savet skingomzoù prevez e 1981 ez eus bet savet abadennoù brezhonek en un nebeudik skingomzoù nannkenwerzhel.

E 1998 e oa bet savet div skingomz vrezhonek.

Abadennoù brezhonek er skingomzoù gallek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un nebeudig abadennoù zo e skingomzoù gallek, evel re Radio-France:

Skingomzoù divyezhek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skingomzoù brezhonek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eus nemet war daou skingomz nann kenwerzhel e Penn ar Bed a skingas abadennoù e brezhoneg penn-da-benn:

Raktres ar skingomz brezhonek e Bro-Dreger

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2007 en deus kinniget ur gevredigezh sevel ur skingomz brezhonek e-barzh Ti ar Vro Bro-Dreger e Kawan (Bro-Dreger - Aodoù-an-Arvor), Kaouenn FM hec'h anv. Nac'het en deus ar Conseil supérieur de l'Audiovisuel (CSA) reiñ e aotre. Da c'hortoz ma vo goulennet an aotre en-dro e vez skignet abadennoù enrollet ha videoioù war an Internet gant Kaouenn Net (kaouenn.net) war ar c'homlec'h-mañ.

Met n'eus ket a skingomz brezhonek evit Breizh a-bezh. N'eus nemet skingomzoù gallek a c'haller klevet war un dro e pevar c'horn ar vro.

Efed an diouer

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • N'eus ket a gazetennerien skingomz, nemet e Radio Breizh-Izel ma ne vez komzet nemet eus keleier ar c'hornad. N'eus ket a geleier politikel eus ar bed e brezhoneg.
  • Ne vez ket skignet kalz ar sonerezh krouet e Breizh gant ar skingomzoù klevet e Breizh.
  • Ne vez ket broudet ar c'hrouiñ kanaouennoù brezhonek: dister e chom niver ar c'hanaouennoù krouet e brezhonek bep bloaz, hag ouzhpenn ne vezont ket klevet. Da skouer, ur bladenn vrezhonek gant EV, ur strollad eus Naoned, a dremeno en abadennoù brezhonek Arvorig FM ha ne vo ket klevet nemet en un darn eus Bro-Leon.

Istor an abadennoù skingomz brezhonek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Radio-Roazhon dindan pouez an Nazied (1941-1944)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit gouzout muioc'h, sell ouzh Radio-Roazhon
E 1941 e aotreas an aotrouniezh alamanek ma vo skingaset abadennoù brezhoneg war "le Poste de Rennes" (Radio-Roazhon), ur skingomz staget ouzh Radio-Paris. Da Roparz Hemon, ur skrivagner brezhonek hag un emsaver e oe fiziet karg sekretourva ar skingomz en e bezh hag hini an abadennoù brezhonek. Harpet e oa evit-se gant Abeozen ha Youenn Drezen.
Paeet e oa gopridi ar skingomzoù gall gant melestradur ofisiel Radio-Paris, met homañ a oa arc'hantaet gant al Lu alaman.
Pa ne vez skingaset an abadennoù nemet en dro da Roazhon, ne veze ket tizhet ar selaouerien e lec'h m'emaint niverus, da lavaret eo er Brezhonegva. Diwar diouer an tredan, ne c'helle mui skingomz Roazhon, staliet e seulioù uhel er Post pennañ, plasenn ar Chenwerzh, astenn e skinadur betek pell.
Ne chom ket kalz roudoù an abadennoù pa 'z int bet distrujet an enrolladennoù war bladenn. Gant Hor yezh eo bet embannet tammoù ar pezh a zo bet savet gant Abeozen ha Youenn Drezen. Savet en deus Roparz Hemon un nebeud pezhioù-choari.

Radio-Roazhon goude an Dieubidigezh (1944-1974)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1944 e voe fiziet abadennoù brezhonek Radio-Roazhon e Per-Jakez Helias, ur c'helenner war al Lizhiri, ganet e Pouldreuzig (Bro-Gerne - Penn ar Bed), un dastumer kontoù hag un arbennigour war gizioù ar broioù brezhonek. Savet en doa pezhioù-c'hoari ha sketchoù a c'helle plijout da Yann Vrezhoneger, an darn vrasañ war don ar fent.
Staliet e oa bet un skinbeul e Kimerc'h, ur gumun a zo e-barzh Pont-ar-Veuzenn hiziv. Abadennoù brezhonek a veze skingaset bemdez war "Radio-Kimerc'h", met un abadenn vrezhonek vras a oa skingaset war Radio-Roazhon bep sul.

Skingomz ha lezenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • E 2016 ez eus anv da lakaat 4% a vrezhoneg er skingomzoù (prevez pe stad? n'eo ket sklaer evit poent)[1]. Soñjal a c'haller e vo enebet gant ar Sened. Goude-se e tistroio ar raktres dirak Kambr ar gannaded c'hall, ha soñjal a ra lod e vo aozet an enebiezh gant ar PS evit kas ar raktres d'ar strad[2].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.
  1. http://abp.bzh/4-de-musique-en-langue-regionale-obligation-pour-tous-les-media-francais--40568
  2. Pennad e blog Paul Molac : http://paulmolac.bzh/loi-egalite-et-citoyennete-defense-des-langues-regionales-et-de-lalimentation-durable-dans-les-cantines/