Kawan

Eus Wikipedia
Kawan
An iliz katolik ha monumant ar re varv.
An iliz katolik ha monumant ar re varv.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Cavan
Bro istorel Bro-Dreger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Lannuon
Kanton ar Roc'h-Derrien (betek 2015)
Bear (abaoe 2015)
Kod kumun 22034
Kod post 22140
Maer
Amzer gefridi
Maurice Offret
2014-2020
Etrekumuniezh Lannuon-Treger Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Treger-Goueloù
Lec'hienn web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 1 516 ann. (2020)[1]
Stankter 92 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 40′ 22″ Norzh
3° 20′ 35″ Kornôg
/ 48.6727777778, -3.34305555556
Uhelderioù kreiz-kêr : 97 m
bihanañ 53 m — brasañ 111 m
Gorread 16,40 km²
Lec'hiañ ar gêr
Kawan

Kawan (distaget [ˈka.wãn]) zo ur gumun eus Bro-Dreger e kanton Bear, e departamant Aodoù-an-Arvor, e norzh Breizh.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Berard Tanguy ː Ecclesia de Cavan, 1170; Kaguan, 1283; Cavan, c. 1330; fin XIVvet kvd
  • Erwan Vallerie ː Kaguan, 1283; Cavarn ?, 1298; Cavan, 1371, 1516; Caven, 1592; Cahoen, 1630

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Distaget e vez ['kawèn] anv ar barrouz gant tud ar vro ha n'eo ket [ka'wann] evel ma vez klevet re alies gant nevez-vrezhonegerien 'zo. Dont a rafe an anv-se eus un adanv da sant c'hGaran, Kadvan, moarvat, hag a zo testeniekaet e Kembre.

Div skol a zo diwar talvoudegezh anv ar Gumun :

  • ar re hag a zo stag gant un anv den :

Ne deu ket anv ar gumun-mañ diwar ar ger kaouenn.

- B. Tanguy : diouzh henbrezhoneg Catman. (dislaret er bajenn Kaouenneg)

  • ar re a zo kentoc'h a du gant : kaouenn, an evn

- Marteville & Varin (1843);

- Jean-Yves Le Moing (2007); pajennoù 24 & 72. gwelout er bajenn kaozeadenn.

- Hervez Froger ha Pressensé, teir gaouenn a zo en ardamezioù (kanus) familh Cavan, XIIIvet kantved

(lodenn war ar stern)

Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En aour e deir c'haouenn en sabel, 2, 1.[2]

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nevezoadvezh ar maen hag ar mare gall-ha-roman[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe nevezoadvezh ar maen e tle bezañ tud o vevañ e-lec'h m'emañ ar barrez.

Er mare galian-ha-roman e tremene an hent eus Landreger da g-Karaez hag an hini eus ar Roc'h da Louergad e-kichen ar bourk.

Ar grennamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1030 e oa bet renablet ar barrez er "Pouillé de Tours". D'ar veskontez Royanteline e oa en XIvet kantved. Pa varvas ar veskontez e voe roet he douaroù da Zuk Breizh. War-lerc'h e kouezhas Kawan etre daouarn tud Pentevr ha goude re tud Avaogour. E kentañ lodenn an XIIvet kantved perc'henn aotrouniezh Kawan ha Kaouenneg a oa anvet Aymeri, bev e oa c'hoazh e 1280. Klask a reas e vab, Yann, stourm a-enep Dug Breizh, Yann Iañ, da sikour konted Pentevr. Koll a reas hag e tapas dug Breizh aotrouniezh Kawan digantañ, da reiñ da Yann a Kersaliou. Aotrouien Kawan a douge ur skoed "aour e deir c'haouenn sabel". Er XIVvet kantved e voe reuz e Bro-Dreger etre tiegezh Moñforzh a oa skoazellet gant ar Saozon hag hini Bleaz a oa eus kostezenn ar C'hallaoued. Mervel a reas kalz a Saozon e Kawan setu perak ez eus bet anvet ul lec'h "Bered ar Saozon". Echuiñ a reas al luz pa oant bet skarzhet e 1347. Er mare-se e oa Kawan ha Kaouenneg dindan dalc'h Gwengamp. Rannet e oa ar barrez hag e trev e meur a dalc'h lezennel bras.

Ar C'hevre[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-kerzh brezelioù ar C'hevre Katolik en emgannas arme Bro-C'hall hag hini dug Mercœur, hag e voe distrujet bro Kawan e fin ar XVIvet kantved.

An Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Feulster ha krizder a voe kaset gant an Dispac'h Gall e Kawan. D'an 10 a viz Gwengolo 1792 e oa bet tapet meur a zegad a annezidi eus ar barrez en un emgann etre ar Warded Broadel Lannuon ha 4 000 emsavad eus ar parrezioù tro-war-dro, ha rediet da dennañ warne. Ar c'huzul-kêr kentañ da vezañ dilennet a oa e 1790.

XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 77 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 5,27 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].

Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Kemeret e voe 29 000 Lur en ti-post, gant tri ezel eus ar Rezistañs moarvat, d’an 21 a viz Mae 1944, hag 20 000 Lur d'an 31 a viz Mae gant pevar ezel eus ar Rezistañs moarvat, hervez danevelloù sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[4].
  • Mervel a reas nav den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[3].

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Iliz katolik sant C'haran[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diavez

Diabarzh

Chapel Barderoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Maner Koad-Riou[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ti ar Vro (er presbital kozh)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Monumant ar re varv.[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ya d'ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • D’ar 27 a viz Mae 2006 eo bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun ha roet d'ar gumun war un dro al label Ya d'ar brezhoneg live 2.

Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Klasoù divyezhek zo eno abaoe 1987.
  • E distro-skol 2022 e oa 91 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (48,9 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[5]

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An amzer a-vremañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Pêr ar Floc'h a voe dilennet maer e 1801. War-lerc'h e vezas heuliet gant Gwilhom Tremel, Gwilhom Razavet, F. Loeiz Droumaget, Yves-Marie Unwaz, Loeiz ar C'hwerv, Jozef Klec'h, Jozef ar Rolant, Jozef Helkin, Ujen an Hegarad, Fañch-Mari Perrot, Pierre-Yvon Tremael ha Pierre-Yves Nikol.

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deuet eo Kawan da vezañ ur seurt "kêr-benn" evit sevenadur ar vro, ha deuet ez eus ur bern sonerien hag arzourien brudet e metoù sonerezh Breizh da vevañ da Gawan. En o zouez emañ: Gweltaz Moal, Hugues Besco, Louis-Jacques Suignard, Ifig Troadeg...

Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Le Borgne

Aotrounez la Bouëxière / Ar Veuzit

En argant e gab dentek en gul
Michel [6]
Aotrou Kerdaniel
En argant e benn Morian en sabel, talwedek en argant

Darempredoù etrebroadel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gevellet eo Kawan gant ur gêr eus Kontelezh An Cabhán (Cavan e saozneg) en Iwerzhon.

Bro Kêr Abaoe
Iwerzhon Béal Tairbirt 1989

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • J. Rigaud : Géographie historique des Côtes du Nord. Ti-moulerezh Guyon, Saint-Brieuc. 1890. Adembannet gant La Tour Gile, 1995.
  • Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes. Département des Côtes-d'Armor. Eléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor. Saint-Brieuc. 1990
  • Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Chasse-Marée. ArMen. 1992
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Hervez Froger ha Pressensé : ardamezioù kanus familh Cavan, XIIIvet kantved.
  3. 3,0 ha3,1 Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  4. Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajennoù 254 ha 270, Dastumadenn Guerres et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011
  5. Distro-skol ar c’helenn divyezhek
  6. MICHEL a zo anv ar familh ( aotrounez e Kemperven, Peurid ar Roc'h, Tredarzeg, Kawan)