Lazhadeg Babi Yar

Eus Wikipedia
Babi Yar, e Kyiv

Lazhadeg Babi Yar eo lazhadeg vrasañ ar Shoah dre bistolennoù gant an Einsatzgruppen en Ukraina en URSS. 33 771 Yuzev a voe drouklazhet gant an nazied ha kenlabourerien eus ar vro d'an 29 ha d'an 30 a viz Gwengolo 1941 tro-dro d'ar stankenn Babi Yar e Kyiv. Lazhadegoù all a voe kaset da benn el lec'h-se da c'houde, a-enep ar Yuzevien, ar Romed, prizonidi brezel, komunourien, Ukrainiz, ha lazhet e voe etre 100 000 ha 150 000 den betek ma voe savet kamp Syrets e 1942.

Babi Yar, "Stankenn ar Gwrac'hed", Бабин Яр en ukraineg, Бабий Яр e rusianeg, Babi Jar e poloneg, zo un anv-lec'h e kornôg Kyiv.

Deuet e oa da vezañ lec'h un neved e koun an dud varvet, gant ur sinagogenn. Fromet e voe ur bern tud pa oa bet bombezennet savadurioù tro-dro d'ar park e-kerzh brezel Ukraina e 2022 gant arme Rusia, ar pezh en doa savet aon e vije distrujet an neved.[1]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]