Jozeb
Eus Wikipedia
Jozeb, pe Jozef, zo un anv a orin hebreek (yôsef - ra vo lakaet gantañ (gant Doue ur bugel all) ouzhpenn) roet
- da Jozeb, mab Jakob, e-barzh ar Bibl
- da sant Jozeb tad-mager Jezuz
- da Jozeb Arimatia, a zo diazezet warnañ mojenn ar Graal.
Taolenn |
Anv-badez [kemmañ]
Jozeb ha Jozef zo ivez anvioù-badez brezhonek. Jozefa, an anv-plac'h deveret, n'eo ket ken anavet.
Brudet eo bet an anv dre ar bed kristen, katolik dreist-holl, abalamour ma oa anv tad-mager Jezuz ha pried Mari.
A-hend-all e veze goapaet an anv ivez, abalamour d'ar perzh roet dezhañ en Testamant Nevez, ha graet e veze anezhañ sant paeron an doganed.
Berrstummoù [kemmañ]
Anavezet eo ar berrstummoù Job, Jos, Jef e brezhoneg.
E yezhoù all [kemmañ]
- alamaneg : Josef (berradur: Jupp)
- arabeg: يوسف , Yusuf (yûsuf), hag ar stummoù Yousef pe Youcef. Kontet eo e istor e souratenn XII ar C'horan.
- esperanteg : Jozefo
- galleg : Joseph
- gresianeg : Yosiph ;
- hungareg : József
- italianeg : Giuseppe ; hag ivez Peppone
- korseg : Ghjaseppu
- portugaleg : José; diwarnañ ar berranv Zé
- ruseg : Иосиф (Iosif), Osip
- saozneg : Joseph; diwarnañ ar berranvioù Joe ha Joey
- spagnoleg : José ha Pepe
- turkeg : Yusuf
Tud [kemmañ]
- Jef ar Penven, sonaozour
- Job ar Bayon, skrivagner brezhonek
- Job an Irien, beleg
- Job Lak-e-barzh, lonker
- Job Larigou, fentigeller lu
Josef [kemmañ]
Lec'hanvioù [kemmañ]
Breizh [kemmañ]
N'eo ket un anv a gaver nemeur e lec'hanvadurezh Breizh.
- Meur a skol Sant-Jozef zo, pe a zo bet, e Breizh: hini Lannuon, Pontrev...
- Ti Jos, tavarn Bretoned e Pariz.
Broioù all [kemmañ]
- Joseph (Utah)
- Joseph (Oregon)
- Youssoufia, e Maroko, e-tal Safi, gwechall Louis-Gentil.