Jos Kuilhandr

Eus Wikipedia
Jos Kuilhandr

Jos Kuilhandr (Joseph Cuillandre e anv gallek ha Glanmor e anv-pluenn), bet ganet war Volenez d'an 23 a viz Gwengolo 1880 hag aet da Anaon e Roazhon d'ar 4 a viz Meurzh 1955, a oa ur c'helenner hag ur skrivagner, hag eñ brezhoneger a-vihanik.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'haller ket lavaret e oa bet aes buhez ar paotrig war an enezenn rak, d'e c'hwec'h vloaz, kollet en devoa e dad (Anselm e anv-bihan), mestrouer anezhañ, beuzet e biojoù ar Gazeg Koz d'ar 25 a viz Kerzu 1886. Addimezet he mamm gant ur pesketaer all (François Masson) e 1888 he devoa bet glac'har o koll (e 1891) an daou vugel o devoa bet asambles. E 1892 e oa aet hec'h eil gwaz da Anaon. E 1893 e oa marvet he mamm hag he zad ur miz diwezhatoc'h gant ar c'holera a rae e reuz e Molenez d'an ampoent. Diwar neuze e oa bet desavet Jos hag e vreur Paol gant e vamm hec'h-unan-penn, gwall dreut ar peuriñ gant an tiegezh peurliesañ. Skuizh-divi gant an dioueroù e oa aet Marie Perrine Coquet (anv-badez e vamm) da Anaon d'an 8 a viz Eost 1898.

Person ar barrez, Gwilhom ar Yaouank, en devoa bet ul levezon vras war donkadur Jos Kuilhandr : merzet gantañ e oa speredet-lemm ar c'hrennard e oa deuet a-benn da gendrec'hiñ e vamm evit ma vije kaset he mab d'ar c'hloerdi an abretañ ar gwellañ. Ar pezh a voe graet d'e bevarzek vloaz hag eno e oa bet tapet e vachelouriezh gantañ. E Skol-veur Roazhon eo, e kevrenn al lizhiri, en devoa kendalc'het gant e studioù, tapet un aotreegezh war al lizhiri klasel gantañ ha boulc'het un dezenn doktorelezh Stad.

A-benn paeañ e studioù e oa aet da evezhier pañsion ha da gazetenner er pemdezieg L’Ouest-Éclair da c'houde. Dimezet ha tri bugel en e diegezh ez eas da gelenner war ar galleg, al latin hag ar gregach e liseoù Brest, Kemper, Montroulez ha Roazhon, en ur labourat war e dezenn a voe dalc'het ar soutenañs anezhi - La droite et la Gauche dans les poèmes homériques en concordance avec la doctrine pythagoricienne et avec la tradition celtique - e 1943. Goude ma voe echu e vicher a gelenner e lise Roazhon (Lise Émile Zola an deiz hiziv) en devoa lakaet e anv da gaout ur gador-gelenn geltieg a voe roet d'ar chaloni Frañsez Falc'hun e 1951 a-barzh fin ar gont. A-raok e varv e 1955 en devoa kroget da sevel ur geriadur kernevveurek.

E oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Mouez an Aochou - La Voix des grèves, 1903, Rennes, Imprimerie Bretonne : barzhonegoù brezhonek gant o zroidigezhioù gallek
  • Un “Loup-de-mer” poète, 1905, Annales de Bretagne, Levrenn 21, niverenn 4
  • A propos de la “Légende de la Mort”, 1923, Annales de Bretagne, Levrenn 35, niverenn 4
  • Le “broella” d'Ouessant et La navigation des Molénais dans l'autre monde, 1924, Annales de Bretagne, Levrenn 36, niverenn 2
  • La Droite et la Gauche dans l'orientation bretonne, 1927, Annales de Bretagne, e-maez rummad
  • La droite et la gauche dans les poèmes homériques en concordance avec la doctrine pythagoricienne et la tradition celtique, 1943, Rennes, Imprimeries Réunies
  • La répartition des aires dans la rose des vents bretonne et l’ancienne conception du monde habité en longitude, 1943, Annales de Bretagne, Levrenn 50, niverenn 1
  • Les noms des roches, basses, chenaux …. Des environs de Molène et Ouessant, 1948.