Jozeb Arimatia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Jozeb Arimatia, pe Arimatea, zo un den a zo meneget e anv en Aviel. Genidik e oa eus Arimatea (pe Arimatia), pinvidik anezhañ, ha marteze ezel eus ar Sanhedrin.
Goude marv Jezuz e c'houlenn digant Pilatus aotre da sammañ korf Jezuz d'e lakaat en ur bez a zo dezhañ, kleuziet en ur roc'h. Gant Nicodemus e prientas ar c'horf d'e veziañ.

Jozeb Arimatia, poltred gant Pietro Perugino (tennet eus an daolenn Klemmvan d'ar C'hrist (Perugino)‎.

Lakaet eo bet da sant gant an Ilizoù katolik ha reizhkredennel. Er c'hornôg e vez lidet d'ar 17 a viz Meurzh, er reter d'an 31 a viz Gouhere.

Mojenn Arzhur[kemmañ]

Hervez ur vojenn savet en XIIvet kantved en dije dastumet gwad Jezuz en ul lestr, anvet ar Graal santel, brudet gant mojenn ar Roue Arzhur. Sed a gaver e romant gallek Robert de Boron Estoire dou Graal pe Joseph d’Arimathie, skrivet e gwerzennoù entre 1190 ha 1199, miret en un dornskrid e Pariz [1].

Hervez ar vojenn-se e vije bet c'hoarvezet ar goan diwezhañ e ti Jozeb Arimatia. Jozeb a viras lestr ar goan, Cène, hag ennañ e tastumas un darn eus gwad Jezuz, a-raok e lakaat er bez-roc'h. Goude-se e kuitaas Palestina hag ez eas « da  Vreizh», da lavarout eo da greisteiz Enez Vreizh, da Ynys Wydrin (Glastonbury), ma viras ar Graal Santel.

Lennegezh[kemmañ]

  • Haroz ar romant kembraek Yr Ogof, gant T. Rowland Hughes, eo Jozeb Arimatea e 1945.

Notennoù[kemmañ]

  1. Bibliothèque nationale de France, fr. 20047.

Liammoù diavaez[kemmañ]