Józef Piłsudski

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
ar Marichal Piłsudski

Józef Klemens Piłsudski pe Józef Piłsudski (distaget ['juzɛf piw'sutski] e poloneg) (5 a viz Kerzu 186712 a viz Mae 1935) a voe e penn Republik Polonia etre ar C’hentañ hag an Eil Brezel-bed (Eil Republik Polonia).

E yaouankiz[kemmañ]

Ganet e voe e keriadenn Zułów (Zalavas hiziv, e Lituania), a oa en Impalaeriezh Rusia en amzer-se) en ur familh noblañsoù polonat paour. E studioù a reas e Vilno (Vilnius) ha goude-se e C'harkiv, en Ukraina (en Impalaeriezh Rusia ivez, en amzer-se). Eno, pa oa studier war ar medisinerezh, e voe harzet e 1886 ha skarzhet eus ar skol-veur dre ma tamalled dezhañ bezañ un enebour politikel. Harzet e voe adarre e 1887, ha tamallet e voe dezhañ bezañ kemeret perzh en un irienn da glask lazhañ an tsar Aleksandr III. Barnet e voe ha kaset en harlu da Siberia e-pad pemp bloaz.

Pa voe lezet da vont en e frankiz, e 1892, e lakaas e anv e-barzh ar Polska Partia Socjalistyczna (PPS, Strollad sokialour Polonia) ha labourat a reas da aozañ ur skourr anezhañ e Lituania (el lodenn eus douaroù Polonia a oa en Impalaeriezh Rusia da neuze). E penn ar gelaouenn sokialour Robotnik (al labourer) e oa. Dimeziñ a reas gant e wreg kentañ, Maria Koplewska e 1899. E miz C’hwevrer 1900 e voe harzet Piłsudski ha toullbac’het e Gwikadell Varsovia, rak kavet e oa bet ti-moullañ ar gelaouenn Robotnik gant ar polis. Dont a reas a-benn da dec’hout e miz Mae 1901 diouzh ospital Sant-Petersbourg ma oa bet kaset. Adkregiñ a reas Piłsudski da stourm gant ar PPS, hag e-pad ar Brezel etre Japan ha Rusia (19041905) ez eas da Japan da glask ober emglev gant ar vro-se d’en em sevel a-enep an tsar, met en aner.

Kartenn a ziskouez Rouantelezh Polonia (Królestwo Polskie) en XIXvet kantved.

E 1904 e voe savet gant Piłsudski ur strollad armet, an Organizacja Bojowa (OB-PPS), da stourm ouzh nerzhioù Rusia evit dizalc’hiezh Polonia a-bezh. E-pad Dispac'h rusian 1905 e voe c’hoariet ur roll a bouez gant Piłsudski e Rouantelezh Polonia[1]. E deroù 1905 e voe galvet an dud da ziskregiñ diouzh o labour gant ar PPS. War-dro 400 000 den a gemeras perzh en harz-labour-se, a badas daou viz. E miz Mezheven 1905 e voe un emsavadeg enep-rusian e Łódź : padout a reas ur sizhun ha degadoù a dud a voe lazhet gant polis hag arme Rusia. Bec’h a voe eno ivez etre aduidi Piłsudski hag ar PPS ha heulierien Roman Dmowski hag e strollad Narodowa Demokracja a oa klouaroc’h ha na savent ket a-du gant ar stourm armet ouzh nerzhioù Rusia. E 1906 e voe rannet ar PPS e div gostezenn : ar Frakcja Rewolucyjna (“rann dispac’hel”) hag al Lewica (“tu-kleiz”). Fellout a rae an Tu-kleiz kenlabourat gant dispac’herien Rusia, pa lavare ar Rann dispac’hel e ranked sevel a-enep an tsar da c’hounit dizalc’hiezh Polonia. E 1909 ez eas ar maout gant ar Frakcja Rewolucyjna er PPS. Piłsudski, o welout ar Brezel-bed kentañ o tont, a aozas un arme polonat kuzh gant an dud en doa bodet en Organizacja Bojowa : savet e voe evel-se ar Związek Walki Czynnej (ZWC, Unaniezh evit ar stourm oberiant), a rae embregadennoù el lodenn eus douaroù Polonia a oa e dalc’h an « hini wanañ eus aloubererien Polonia », Aostria-Hungaria. E 1914 e oa 7239 ezel gant ZWC.

Soudarded Piłsudski a dagas Rusia e miz Eost 1914, o sevel a-du gant an Impalaeriezh alaman ha gant Aostria-Hungaria. Goude bezañ diskouezet nerzh e arme e meur a emgann, ha dreist-holl en Emgann Kostiuchnówka e 1916, e c’houlennas ouzh an div Impalaeriezh-se reiñ he frankiz da Bolonia ; anez e paouezfe Poloniz gant o stourm ouzh ar Rusianed. Asantiñ a reas gouarnamantoù Alamagn hag Aostria-Hungaria. Ur stad nevez a voe krouet anvet Rouantelezh Polonia hag er gouarnamant anezhi e voe lakaet Piłsudski da vinistr ar Brezel. Soñjal a rae e oa ret da Boloniz en em gannañ ouzh Rusia hag e oa tonket d’an Impalaeriezhioù kreiz koll ar brezel. Dre ma tiskoueze bezañ re zistag diouto e voe harzet ha kaset d’an toull-bac’h e Magdeburg. Soudarded Polonia a voe lakaet en Arme Aostria-Hungaria. D’an 8 a viz Du 1918 avat e voe lezet Piłsudski da vont kuit eus an toull-bac’h ha da zistreiñ da Bolonia. D’an 11 a viz Du 1918 e voe embannet dizalc’hiezh Polonia gantañ, nevez adlakaet e penn nerzhioù Polonia, gant renerien ar Rouantelezh.

Er galloud[kemmañ]

E 1918 e voe lakaet Piłsudski e penn ar stad nevez : prezidant Polonia (Naczelnik Państwa) e voe etre 1918 ha 1922. Stourm a reas a-enep ar galloud nevez e Rusia e-pad ar Brezel etre Rusia ha Polonia e 1920, dorn-ha-dorn gant nerzhioù ar broadelour ukrainat Symon Petliura. Emglev peoc'h Riga a lakaas fin d’ar brezel e miz Meurzh 1921. D’ar mare-se ivez e voe savet ur vonreizh nevez evit ar vro, unan a lakae harzoù da c’halloud ar prezidant. Reiñ e zilez a reas Piłsudski. Chom a rae e penn an arme, met e 1923 e roas e zilez eus ar garg-se ivez. E miz Mae 1926 avat e teuas e penn ar vro adarre, dre un taol-stad, degemeret mat gant un toullad strolladoù politikel. Nac’h a reas ar garg a brezidant ar Republik a veze kinniget dezhañ, met bez’ e voe tro-ha-tro kentañ ministr, ministr an difenn ha penn uhelañ an arme. Tamm-ha-tamm e teue Polonia da vezañ un diktatouriezh etre daouarn ar marichal Piłsudski. E 1930 e lakaas herzel un toullad politikourien da zerc’hent ur votadeg. E 1935 e lakaas degemer ur vonreizh nevez. Prederiet-bras e oa gant gwareziñ Polonia diouzh tagadennoù ar broioù amezek (Alamagn, Unaniezh Soviedel). Dirak ar galloudoù hollveliour-se e felle dezhañ difenn dizalc’hiezh Polonia. Klask a reas sachañ evezh renerien stadoù kornôg Europa, da vare Emglevioù Locarno e 1925 ; kinniget en dije d’ar C’hallaoued, e 1933, ober gantañ ur « brezel diarbenn » ouzh Hitler. Met nac’het en dije ar gouarnamant gall, en ur lavaret dezhañ e oa graet an emglev etre Bro-C’hall ha Polonia evit en em zifenn ha n’eo ket evit tagañ « an aotrou Hitler ».

Tamm-ha-tamm, avat, e teue Piłsudski da vezañ muioc’h-mui un diktatour en e vro, en e stourm ouzh an dud na oant ket a-du gantañ. Lakaat a reas digeriñ, e 1934, ur c'hamp-bac'h e Bereza Kartuska, a voe lakaet tud ennañ betek 1939, pa ne oa da badout nemet bloaz. Komunourien a voe bac’het ennañ dreist-holl, rak aon en doa gouarnamant Polonia e sikourfent an Unaniezh Soviedel.

E varv[kemmañ]

Bez mamm Piłsudski e Vilnius, e Lituania.

Mervel a reas Piłsudski d’an 12 a viz Mae 1935. Beziet e voe e gorf en iliz-veur Wawel e Kraków, goude bezañ diskouezet eno e-pad daou vloaz, ha lakaet e voe e galon e bez e vamm e Vilnius. Goude e varv e reas ar gomunourien bolonat ur “faskour” anezhañ. Hogen pennoù an darn vrasañ eus ar strolladoù politikel, ar minorelezhioù broadel (Ukrainiz) pe ar relijionoù (Iliz katolik, Yuzevien) a veulas e labour e penn ar vro.

Notennoù[kemmañ]

  1. Ur rouantelezh emren e oa Rouantelezh Polonia en amzer-se, stag ouzh Impalaeriezh Rusia avat ha renet gant an tsar. Polonia ar C’hendalc’h a reer anezhi alies.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.