Dramm

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Termenadur[kemmañ]

An dramm zo un danvez loened, plant pe kenaozet anezhañ, a vez mezv pe divemoret an den kerkent pe peuzgoude bezañ lonket anezhañ. Memes mod hag evit ar boeson a c'hoari gant ar sistem nervennek kreizennel ha bezañ kaoz da zont da vezañ dizalc'het en e spered. Tizhet eo gant an dramm dreist-holl ar skiañtoù a zegouezh diwezhat a-walc'h e diorroadur an den : ar soñj difetis, ar fed d’en em soñjal ha soñj al lavar. Tognet eo an den penn-kil-ha-troad ha kemm-digemm e vez an imor muioc'h-mui. Drammoù zo, pa vezont tennet diouzh kaktegened, ar meskalin, pe an drammoù kenaozet a-seurt gant an LSD, kreskiñ a ra ganto spisadenn ar merzadennou-santout, ha diwan a ra eus kreizik-kreiz ar c'horf un nerzh a chom dalc'hmad en diveiz.

An den a ziskouez bout evit dont en-dro d’e "stad natur" ha lemel nask ar sevenadurezh diwarnañ. Ha pa zeu an den da zivoemañ ez a a-ziwar se ar "boan vlev" d'ober e reuz. Met kregiñ a ra en den ober seurt maritell, poan benn ivez, ha fallik e teu da vezañ war-lerc'h. Kerse a zo stag en ennañ ha ret butuniñ pe lonkañ dramm en-dro evit dienkrezañ, gant se en em zramm muioc'h-mui pe e teuio da vlinañ. Un akustumañs war-gresk bepred a c'hoari gant ar vetabolegezh. P'emañ an den var yun a zramm, peuzgoude bezañ dihanet da lonkañ pe da vutuniñ, morboan d’un taol. Bezañ dindan dalc'h an dramm zo dougen d'ur c'hleñved retolz ha grevus. Evit mont war-dro an dud tapet gant an dramm eo ret lakaat anezho en ospitalioù arbennikaet, met eno zoken eo ral d'an dud klañv treiñ ar rod betek penn.

An drammoù[kemmañ]

Boeson ha butun, aotreet gant al lezennoù.

Gouzout a ouzomp ar c'hementadou gwerzhet. N'eo ket aezet avat gouzout resis doare butuniñ ha doare evañ an dud ; pezh a ouzomp eo e chom stabil niver an dud a vutun e-tro 40 %, ar merc'hed o kreskiñ o niver, hag ez eo e-tro o 18-24 bloaz emañ ar barr en e uhelañ . Digreskiñ a ra ar sifroù goude tamm-ha-tamm ; bez' ez ouzomp ivez eo bet disteraet ar gwin hag ar bier, d’ar predoù en ur ober ugent vloaz, ha ne vezont ket evet ordinal kement, hogen startoc’h ha war-glask eus mezventi. En em vadaouiñ a glask al lonker ober.

Abaoe pemp-dek vloaz emañ o washaat an abadenn-mañ e-touez ar yaouankizoù, hag ez eus deuet war o sikour kenwerzhourien hag o deus lakaet war ar marc’had bierennoù kreñvoc’h, ha traoù anvet « premix », ha marc’had-mat a-walc’h : an hanter eus ar re 11-18 vloaz a ev aliesik hervez enklaskoù.

Sed pa'z eus kel a zramm eo arabat disoñjal an drammoù boaziet e pep lec'h ha ma tenn gwenneien ar stad diouto, goude ma rank ivez mirout ouzh he sujidi a ober drougimplij anezho. Eno evel e lec'h all ez eus galloudoù-lobby evit derc’hel gant an traoù evel m’emaint. Ha diaes eo bet, dre lezennoù eo bet ret mont, evit mirout na vefe graet bruderezh war ar mogerioù, war kement kelaouenn zo, war hobregonoù ar gweturioù-sport, war ar c'hoarierien foot-ball ha kement zo. Ne ouzer ket ken : e 1999 e veze leun a holl ardoù-media gant bruderezh broudus da vutuniñ ha da evañ hag hep ma vije bet lakaet e oant noazus d’ar yec'hed : mard oa bet bec'h oc'h enebiñ gant ar broduerien e oa dre ma ouient al levezon a zo gant ar bruderezh. Dieubet ar mogerioù, an tachennoù sportva, ar skinwel ha setu ar bruderezh o tont dic'hizet war dirennoù-tan, boestoù-alumetez, kreionoù hag all, tishirteier ha kasketennoù…

A-fed drammoù er-maez lezenn, pe gentoc’h, difennet gant lezennoù e c'heller lavarout kement-mañ ha muioc’h…

Abaoe an amzerioù koshañ ma kaver roud eus obererezh mab-den en un endro laket eo bet pouezus ar struj ma en em vage, ma tenne dioutañ e voued, ar plantennoù-se, hag an togoù-tousegi :

Ar pavot, an deliennoù koka, ar c'hanab indian : Ar pavot a zo tennet dioutañ an opiom, ar morfin, hag an heroin, eo an hini koshañ : pevar pemp mil bloaz zo. Egipt, Spagn. Nevesoc’h eo hengoun aziat ar butundioù opiom a veze pourchaset gant kenwerzhourien arab e-tro an VIIIvet kantved.

Koka a vez implijet e zeliennoù a-bell zo ivez e broioù andat Bolivia, Kolombia, ha Perou. Eno oa un temz amzer dibar, hag ez eo bepred, hag un hengoun sevenadurel-istorel-kevredigezhel hag ivez evel-just marc'hadoù un armerzh a-bezh diazezet war an dramm-se. An deil koka a dalveze chaoket er genoù hep bout lonket, betek ar bloavezhioù 1850 ma eo bet eztennet diouto ar c'hokain. Lesanvet eo coke pe snow pe gant an anvioù sudamerikan all. E-touez an drammoù gwashañ emañ ar c'hrack-bazenn distag ar c'hokain ez eo. Pa lavare gwashañ ez eo evit ar yec'hed eo, sed dañjerusañ.

Hengounioù all e meuriadoù diseurt a zo stag outo ar peyotl, kaktuz bihan a vez meskalin dioutañ, implijet abaoe tri mil bloaz gant Mec'hikaned e-kerzh o lidoù chamanek; ouzh anv an Azteked emañ liammet anv ar psilosib a zo un tog-touseg a gaver e Breizh ivez. Gant anvioù all : amanit lazher-kelien, datura, gwrizioù mandragor, juskiam, benede, hag all e c'heller kavout roudoù eus pleustradegoù relijiel bet er Grennamzer en Europa, hag e lec’hioù all.

An dramm naturel implijet ar muiañ hag a-bell eo ar c'hanab. 120 bro ha meur a gant milion a dud a implij da louzoù ar c'hanab indian. Eus kreiz Azia e teue, ma veze gounezet evit fardañ kordennoù ha funioù, sandalennoù, ha paper, hag an had a dalveze da voueta ar chatal.

Pemp mil bloaz zo eo bet implijet ar rezin evit he c'hoari war an empenn, ha gweredoù war bred mab-den da vout spisoc’h. Butunet e vez an tammoù uhel hag an deil (marijuana, kif, kabak, zamal…) pe an hachich (rezin disec'het).

Dramm er-maez lezenn ar muiañ anavezet ha strewet dre ar bed holl eo ar c'hanab. 90 % eus ar seizh milion a dud a lavar o deus graet un tañva eus dramm pe dramm, a ra anv eus ar c'hanabis, e Bro-Frañs. Un tamm digresk a oa bet etre mare ar bloavezhioù 197 hag ar bloavezhioù 90, adlañs a zo abaoe dek vloaz en-dro, en Europa en he fezh. Bremañ ma'z eo bet boutinaet ar fed butuniñ kanab e anzav aesoc'h ar pratikoù o boazioù ken ez eus bet ur c'hresk bras er sifroù nevez zo. Moarvat ez eus ivez ur c'hresk anat ha splann er boazioù, er c'hoantoù, da heul pe a-raok pourvezadurioù brasoc’h : harzoù-bro digor, ar polis nebeutoc'h sellus, kerent ar yaouankizoù nebeutoc'h sellus pe dinerzh pe hep galloud, lezennoù laosk e savadurioù zo, goude ma ez eus savet lezennoù all evit gwareziñ diouzh ar moged ar re ne vutunont ket. Dislavar a-berzh ar gevredigezh ma vevomp. Ar yaouankizoù. Ar c’hudennoù . An dud deuet. An ensavadurioù. An arc’hant. Ar gizioù. An endro. Ar relijion. Ar yec’hed. Ar boan. Ar blijadur. Ar vuhez. Ar marv.

Heroinomaned zo 150/200000 anezho e Frañs. Lod deuet d'ar metadon da erlec'hiañ ouzh an heroin. Lod o kemer nebeut ha ral : hag-eñ ez eus diouto ? Dre ar [gwazhienn|gwazhied]] e teu an dramm er c'horf. Kreizennoù zo ezhomm d'o dizintoksikañ pa garont, d'o heuliañ, hag ouzhpenn talañ ouzh ar riskloù "hiv" hag hepatit b pe c (kleñved avu start ober outañ) a zo stag ouzh ar gwad kontammet. Ret dezho arverañ nadozioù naet, da implijout nemet ur wech ken, hag all, hag ivez dañjerusted gant drammoù dibur, pa gaver enno a bep seurt, pe lisiv pe poultr.

E pep lec'h, e kement renkad zo eus ar gevredigezh, war ar maez koulz hag e fabourzhioù kêr pe e kreiz-kêr - ha mar seblant an abadennoù overdoz bout stabilaet ha disteraet o niver -, e vez dav teurel evezh, a-fed heroin. Crack a vez e rannvro Bariz hag en Antihez ha Gwiana. Ar c'hokain eo kentoc'h e meteier aes e vefe, tapet e vez bernioù met ne vez ket gouezet mat gant piv ha penaos e vez bevezet. Ecstasy a zo diouzh ar c'hiz : anvet un « designer drug », ha re all a vo. Marteze drammoù diouzh ho muzul, hep ket a var da c'hounit arc'hant digant ar re a fell da dud zo tizhout. Ur c'hresk spontus en ur ober seizh, eizh vloaz. En abadennoù "rave" , e tiez dañsal, ma'z eo diouzh ar c'hiz an drammoù artifikel. LSD brudet ar bloavezhioù 70 a zeu endro ivez hag e vo muioc'hik anezho holl er bloavezhioù a zeu: war ziskenn o friz, war greskiñ al live THC a vez er butun drol (tetrahydrokannabinol a reer eus ar volekulenn oberiant er c'hanab ha lieskementet eo bet an dregantad anezhañ er plant en ur ober un nebeud boavezhioù).

Biologiezh an nervennoù hag ar sinapsennoù[kemmañ]

Hentoù an dopamin en empenn eo hentoù ar blijadur hag ivez ar boazamantoù emzrammañ. Mab-den a vez war-lerc’h ar blijadur dre anien, goude ma vez taget gwech a vez gant barradoù kablusted hag anken ha n'int ket emsavoc'h na yac’hoc'h eget an emzalc’h kentañ. Ur gudenn all eo marteze daoust ma vez liammet an holl arvezioù er vuhez pemdeziek. Klask ar blijadur ned eus kudenn gantañ nemet pa ziheñch war-zu ifern an depandañs. Neb a lavar plijadur a lavar poan. Ar boan evit ar pratiker drammoù eo ar barrad diouer.

Ned eus ket traoù speredel, distag diouzh ar vevoniezh, eus ar menozioù a blijadur hag a boan. Bez' ez int diazezet start ha don war ar c'horf, an nervennoù, kimiezh ar c’horf, en empenn dreist pep tra hag e kement lec'h a zo, ha war organoù arbennik ar gorfadurezh. Amañ e tlefed komz eus arnodennoù kaset da benn abaoe un hanter-kant vloaz bennak, war ar razhed, hag anevaled all, hag a ziskouez ez eus un tamm eus an empenn a c'heller broudañ hag a zegas plijadur : ar razhed a bounte o-unan war an droadikell da zegas tredan en o boulienn ma oa bet staget elektrodoù war an tamm resis anvet diwar neuze takad ar blijadur. Ken a tisoñjent debriñ hag evañ ha kousket ken gant ar c’hoant bountañ war an droadikell da gaout plijadur : plijadur tredanek, hag a implij hentoù an dopamin : eno ez eus kelligoù, nervennoù paot enno an dopamin, a zo un danvezenn bouezus e kimiezh an empenn, da gas titouroù a bep seurt, evit a sell ouzh hon frepoz : ar blijadur. Eno e c’hoari an drammoù. An dopamin, diouti un danvezenn gimiek evit kas ar red eus un nervenn d’un all, a labour war meur a dachenn all estreget ar blijadur, da laret eo : ar memor, an trivliadoù… Lakaomp e vije troc’het d’ar razhed o hentoù dopamin, ne zeu ket an anevaled ken da vountañ war an nozelenn da vroudañ tredan en o zakad a blijadur. An hevelep tra mar bez roet dezho un danvezenn all enebet ouzh an dopamin hag a chom war hent dezhañ. War c'horre ar c'helligoù ez eus bet lakaet anat lec'hiennoù arbennik evit kement dramm zo : kokain, morfin, heroin, nikotin, amfetamin… Pa en em gav an dramm el lec'hienn e teu an dopamin da greskiñ e-keñver efedoù hag ivez he bec'h. Ne ouezer ket pep tra.

An noradrenalin a zo un danvezenn all e-touez re all hag a zo a-bouez ivez : danvezenn da vroudañ hag a zo kiriek evit un tamm mat d'ar boan a sav pa zigresk an dramm el lec'hiennoù ret. Hag ivez d'ar c’hoant divuzul adstagañ ganti, en em zrammañ endro. Endorfinoù a reer eus danvezennoù kenderc'het gant an empenn e-unan hag a c'hoari memes mod, nemet berroc'h da badout ha gwanoc'h o efed. Pa vez tapet heroin pe kokain, amfetamin hag all e teuont da blantañ reuz e-mesk an danvezennoù prizius-mañ, lod a zigresk : an endorfinoù ha n'eus ket ezhomm anezho kement a blas a zo gant an heroin lakaomp, hag a vo ezhomm bras divuzul, anezho pa vo diouer, ha ne vint ket galloudus a-walc'h betek ur serten poent ma labourint endro : aze emañ ifern ar mank, an diouer, an digompezted trumm ha poanius. Ha ne'z eus ket displegadurioù anat hag aes evit kement darvoud diouer. Ar barrad euzhus diouer a c'hoarvez alies a-greiz-holl, pell bras war-lerc’h bout troc'het kement bevezadur, goude mizioù zoken ha nep arouez, nep argel a ziouer diskouezet e korf an den, ar c'hlañvour lakaomp. Rak da neuze ez eus ur c'hlañvour anezhañ, hag un diaes. Start ar vuhez evitañ hag evit ar re a ra war e dro. Ar re a deu "peurgrog" pe depandant, o doa dibarderioù temz spered pe temz korf da rentañ anezho kizidikoc'h ouzh an drammoù. Anevaled ranell ha kurius, bev-buhezekoc'h eget ar re all ouzh kement stress, pe nevezenti, a ziskouez bout taget aesoc'h, donoc'h. Ur c'hleñved da badout e teu da vout. En em zizober a c'hell an doksikaded gant bout mennet start ha bout sikouret gant mezegadurioù skoazell.