Brân Galed

Eus Wikipedia

Brân Galed (Bran galet e brezhoneg) zo un haroz eus an Hanternoz kozh hervez lennegezh vrezhonek kozh Enez Vreizh. Kalet amañ zo da gompren evel pizh, tost avat[1].

Bez' en doa ur c'horn da evañ hag a oa unan eus Trizek Tra Gaer Enez Vreizh.

Un anv boutin a-walc'h eo Brân e-touez harozed Brezhoned an enezenn ha diaes eo gouzout pehini eus ar re zo anavezet gant an istor a c'hallje bezañ awenet ar vojenn. Marteze Bran Hen, mab Dyfnwal Moelmud, meneget e anv en Historia Regum Britanniae, levr Jafrez Menoe,hag a vije deuet da vezañ Roue Roma, hervez an oberour. Ur mab en dije bet, Cynan ap Brân e anv.

E mojennoù kozh Iwerzhon ez eus meneg eus ur c'horn tarv hud a c'halle magañ an holl.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Caled = cybydd, e-barzh Y Geiriadur Mawr.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]