Lindisfarne
Lindisfarne zo un enezenn e Bro-Saoz anvet ivez Holy Island, e Northumberland, 162 a dud o chom enni, ur c'hastell hag un abati warni.
[kemmañ] Medcaut
E hengembraeg e oa Medcaut hec'h anv, hervez skrid Historia Brittonum, eus an IXvet kantved. Hervez Andrew Breeze e teufe an anv-se eus ar gerioù latin Medicata (Insula), "Enez al louzoù", ha marteze e oa brudet he zachenn evel louzaoueg.
Hervez Historia Brittonum, e oa bet emgannoù er VIvet kantved, hag e oa deuet Urien Rheged ha rouaned all eus an Hanternoz kozh, Rhydderch Hael, roue Ystrad Clud, da vrezeliñ ouzh an Angled, renet gant Theodoric, ha padet tri deiz ha teir noz.
[kemmañ] Abati
A-bouez eo bet abati Lindisfarne er Grennamzer, e rouantelezh Northumbria. Krouet e oa bet gant Aidan, ur manac'h iwerzhonat, deuet eus Iona, en Inizi Gall, war c'houlenn ar roue Oswald Northumbria war-dro 635.
Brudet eo Cuthbert Lindisfarne a voe abad eno. Alese e vije aet Ivi, ar sant brezhon, pe moarvat iwerzhonat, en deus roet e anv da Sant-Divi e Bro-Leon, da Sant-Ivi e Kernev ha da veur a lec'h all e Breizh (Pondivi, Logivi...).
Er bloavezhioù 700 e voe savet Avieloù Lindisfarne en abati. E 793 e tegouezhas armeadoù Lec'hlenniz, marteze ar re gentañ o lammat gant Bro-Saoz. Dre ma vezent niverusoc'h ez eas kuit ar venec'h.