Cunedda

Eus Wikipedia
Cunedda
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhKembre Kemmañ
Deiziad ganedigezh386 Kemmañ
Lec'h ganedigezhGododdin Kemmañ
Deiziad ar marv460 Kemmañ
TadEdern ap Padarn Beisrudd, Brenin Prydain ab Edeyrn ap Padarn Beisrudd ap Tegyd Kemmañ
KarPadarn Beisrudd Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
KargRoue Kemmañ
Floruit450 Kemmañ
Present in workHistoria Regum Britanniae Kemmañ

Cunedda, pe Cunedda ap Edern, Cunetacius en latin (war-dro 386 - 460), anvet ivez Cunedda Wledig e kembraeg, a oa ur penn-brezel brezhon, eus Gododdin, er Vvet kantved, hag a zeuas da ziazezañ e dierniezh e Rouantelezh Gwynedd, e hanternoz Kembre. Krediñ a reer e renas adalek ar bloavezhioù 440 pe 450.

E anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra e anv eus ar predeneg, counodagos - ki mat. Lod a gompren ki evel aotrou, a gavont enorusoc'h (abalamour d'ar chas a vremañ), met kompren a c'haller ivez ez eus kaoz eus ki-emgann, ha brezelour eo neuze ster ar ger.

Kerentiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa da Edern ("Eternus" e latin, ha mab-bihan da Badarn Beisrudd ("Paternus" e latin) a oa mab da dTegid ("Tacitus").
Diouzh an anvioù e weler e oa kreñv al levezon roman war an tiegezh, ha krediñ a ra da lod e oa "Peisrudd" anv e dad-kozh abalamour d'ur vantell ruz a veze gant ofiserien uhel an arme roman. Hennezh a oa un ofiser e penn an armeoù roman e bro ar Votadini, deuet da vout rouantelezh Manaw Gododdin (pe Clackmannanshire kalz diwezhatoc'h), lakaet eno gant Magnus Maximus, daoust ma c'haller krediñ ivez e oa ur penn-meuriad brezhon hag a oa bet roet un titl ofisiel dezhañ gant ar Romaned, evel a c'hoarveze a-wechoù. Legadet e voe e garg d'e vab Edern ap Padarn ha war e lerc'h da Gunedda.

Kas a reas Cunedda ar Votadini d'an emgann ouzh ar Bikted hag an Iwerzhoniz e su Moger Hadrian met war-dro 430 e voe dilec'hiet e lu da norzh Kembre da zifenn ar vro diouzh aloudabegoù tud Iwerzhon. En em staliañ a reas Cunedda e bro ar Venedoti, er pezh a vo egin Rouantelezh Gwynedd. N'eo ket sklaer petra e oa abegoù an dilec'hiadeg-se. Marteze en doa sentet Cunedda ouzh urzhioù Maximus, pe ouzh re Vortigern, penn-roue ar Vrezhoned goude disparti ar Romaned.

N'eo ket an holl istorourien a ya a-du gant an istor-se, avat. Krediñ a ra David Dumville n'eo ket gwall wirheñvel e kontrolle mat a-walc'h ar melestradur goude-roman e dachenn er Vvet kantved da vezañ barrek da zilec'hiañ pobloù en doare ma rae an impalaeriezh roman. Evel ma oa aet Maximus da anaon e 388 hag e oa aet kuit Constantine III gant ar pezh a chome eus al lu roman e 407 eo douetus he doa an impalaeriezh roman kalz levezon c'hoazh war ar pezh a c'hoarveze e Preden.

Hervez Dumville en defe roet Maximus, pe e erlerc'hier, karg da zifenn an harzoù da bennoù lec'hel abretoc'h eget ma vez kredet, war-dro an amzer ma voe dilezet ar c'hreñvlec'h e Chester er bloavezhioù 470.

N'ouzer hogozik netra diwar-benn buhez Cunedda. Dimezet e vefe bet gant Gwawl, merc'h da roue Ebrauc, Coel Hen, nav mab en dije bet, ha rannet en dije e rouantelezh etrezo goude.

E nav mab[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant nav mab Cunedda e voe savet ar broioù-mañ en hanternoz ha kornaoueg Kembre a-hervez.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • J. Fenton, The Grave of Sawyl Benisel, King of the Britons, Archaeol. Camb., vol 2, (1851) new ser, pp. 159162.
  • Lloyd, John Edward (1911). A History of Wales: From the Norman Invasion to the Edwardian Conquest, Volume I. p. 117, 118.
  • William Rees ː An Historical Atlas of Wales, from Early to Modern Times. Faber and Faber. London. 1951 - 1972
  • Y Bywgraffiadur Cymreig hyd 1940 (1953) (Anrhydeddus Gymdeithas y Cymmrodorion)
  • William Rees : An Historical Atlas of Wales, from Early to Modern Times. Faber & Faber. 1951. New edition 1972


En e raok :

den ebet

Roue Gwynedd

430 - 460

War e lerc'h :

Einion Yrth