Urien Rheged
Urien a oa roue Rheged, en Hanternoz Kozh Enez Vreizh, er VIvet kantved, war-dro 550-590.
Tad e oa da Owain mab Urien.
Istor [kemmañ]
N'ouzer ket nemeur a dra diwar e benn. Mab e oa da g-Cynfarch Oer, ha breur da Llew ap Cynfarch. Stourm a reas ouzh Angled Bernikia, ar rouantelezh amezek. Alies e veze dizemglev etre ar rouaned vrezhon, pa ne veze ket brezel, met pa gerzhent a-unan e c'hallent trec'hiñ war an Angled, evel a rejont meur a wech.
Meulet eo bet e emzalc'h en emgann gant Taliesin, a oa barzh en e lez.
Hervez Historia Britonum, dornskrid Nennius, e voe lazhet war c'hourc'hemenn Morcant, ur roue brezhon all, a vage gwarizi ouzh e drec'hioù.
E vugale [kemmañ]
Pevar mab en doa:
- Owain,
- Riwallawn, pe Rhiwallon fab Urien,
- Run (pe Rhun), pe Rhun fab Urien,
- ha Pascen, a voe roue war e lerc'h.
Kaoz zo ivez eus ur verc'h, Morfudd.
Mojenn Arzhur [kemmañ]
'King Urien of Gore' eo-eñ e mojenn ar roue Arzhur, hag Ywain eo e vab.
|
||||||||||||||