Bariom

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Caution sign used on roads pn.svg Arabat eo droukveskañ gant Bor, Bohriom ha Borium ®.
B A R I O M
0 0 0 0 0 0 0 0
KeziomBariomLantanom
Sr
Ba
Ra
taolenn beriodek, Bariom
Perzhioù hollek
Niver atomek 56
Rummad kimiek Metaloù prialkaliek
Strollad, trovezh, bloc'h 2, 6, s
Tolz atomek 137,327 ±0,007
Aozadur elektronek
[Xe] 6s2

Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 18, 8, 2

Electron shell 056 Barium - no label.svg
Perzhioù atomek
Niver oksidadur + 2 Oksidenn vazennek kreñv
Tredanleiegezh 0,89 (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 502,9 kJ/mol

2 : 965,2 kJ/mol
3 : 3600 kJ/mol

Skin atomek 215 pm ≤ r ≤ 253 pm
Skin kenamsav 215 ±11 pm
Skin Van der Vaals 268 pm
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (20 °C) 3,51 g/cm3
Teuzverk 727 °C
Bervverk 1 897 °C
Tredanharzusted 332 nΩ•m (e 20 °C)
Neuz an elfenn
Bariom

Un elfenn gimiek eo ar bariom ; Ba eo e arouez kimiek, 56 e niver atomek ha 137,327 e dolz atomek. Ur metal prialkaliek eo.

Eus ar c'hailh anvet barit (diwar ar gresianeg βαρύς "pounner") e tenner bariom, ar barit o vezañ e sulfat BaSO4.
Er bed a-bezh e kaver barit.
War-dro 7,8 milion a donennadoù a voe tennet eus krestennen an Douar e 2011.
Sina a voe ar c'henderc'her pennañ (4 000 000 t), heuliet gant India (1 100 000 t), Maroko (650 000 t) ha Stadoù-Unanet Amerika (640 000 t). War-lerc'h e voe Turkia (250 000 t), Iran ha Kazakhstan (200 000 t pep hini), Viêt Nam (85 000 t), Aljeria ha Rusia (60 000 t pep hini), Alamagn, Pakistan hag ar Rouantelezh-Unanet (50 000 t pep hini]].
Un 300 000 t bennak a voe kenderc'het gant ar broioù all.[1]

Istor[kemmañ]

E deroù ar Grennamzer e ouie an alkimiourien diwar-benn ar barit, a anvent maen Bologna peogwir en e gavent kostez Bologna en Italia. Gouzout a ouient ivez a-zivout mordan ar mein-se, a c'halle lugerniñ bloavezhioù-pad goude bezañ bet lezet er gouloù.
E 1774 e verzas ar c'himiour hag apotiker Svedat Carl Whilhelm Scheele bezañs un elfenn nevez er barit, hep gallout mont pelloc'h eget kavout stumm oksidet ar bariom (i.e. BaO). Heñvel e voe graet gant ar c'himiour svedat all Johan Gottlieb Gahn daou vloaz war-lerc'h.
Batote eo an anv a voe roet d'ar c'henaozad BaO gant ar c'himiour gall Louis-Bernard Guyton de Morveau kent bezañ kemmet e baryta gant ar Gall Antoine-Laurent de Lavoisier. En hevelep mare e kavas ar maenoniour saoz William Withering ur c'hailh pounner nevez e mengleuzioù plom, a anvas witherite peogwir ez eo arwenn e liv — karbonat bariom BaCO3 eo ar witherite.
E 1808 e teuas ar c'himiour kerneveurat Sir Humphry Davy a-benn da gaout haloù bariom, a anvas barium — diwar barit hag an dibenn -ium da ziskouez ur metal.
Gant an Alaman Robert Bunsen hag ar Saoz Augustus Matthiessen e voe hiniennekaet ar bariom e 1855.

Perzhioù[kemmañ]

Ur metal blot liv an arc'hant eo ar bariom, gant askedoù alaouret pa vez peurc'hlan. Buan e tro da c'hris teñval pa vez lezet en aer en abeg d'ur gwiskad BaO. Tredanreüs eo, kalz nebeutoc'h eget ar c'houevr avat.

Kimiek[kemmañ]

Par da re ar magneziom 12Mg, ar c'halkiom 20Ca hag ar strontiom 38Sr eo perzhioù kimiek ar bariom.
Kalz gremm a vann dre zazgwerediñ gant elfennoù ar strollad 16 (familh an oksigen), setu perak e ranker e virout en eoul pe en ur gaz diheged (na c'hall degas dazgwered kimiek ebet).
En e stumm sulfat BaSO3 ne c'hall bezañ dileizhet e trenkenn ebet.

Izotopoù[kemmañ]

Seizh izotop stabil eus ar bariom zo en natur : Ba-130 (130Ba), Ba-132, hag ar skalfad Ba-134 betek Ba-138.
Skinoberiek e vije Ba-130, a droje da Xe-130 ; heñvel evit Ba-132, a droje da Xe-132.
Kevanaozet eo Ba-133, gant un hanter-vuhez a 10,51 bloavezh.

Arver[kemmañ]

  • Bariom glan a implijer evel dinoer gazoù eus familh an oksigen
• gwezhall : evit fardañ traezoù a rank bezañ peurc'houllo, evel pibennoù elektronek an ardinvinkoù skinwel kent donedigezh ar skrammoù plat ;
• hiziv : pibennoù peurc'houllo a vez arveret evit fardañ enankerioù gwrezel a-benn kenderc'hañ tredan diwar bannoù an Heol.
  • Kendeuzet gant metaloù all e ya ar bariom da wiskañ bizhier-soudañ (Ba + Sn + Pb) ha boujiennoù evit ar c'hefluskerioù helosk diabarzh (Ba + Ni), da wellaat an dir (Ba + Al, Si, Ca hag Mn).
  • Haloù bariom a implijer a-gementadoù bihan evit fardañ gwer, prierezhioù, livioù, gwernisoù, lenkrauzennoù a chom stabil e gwrezverkoù uhel ; en tanioù-arvest e vezont lakaet da reiñ al liv gwer. E greanterezh an eoul-maen ez implijer kalz bariom da fardañ heverennoù evit lenkrañ ar binvioù-toullañ.
  • Titanat bariom BaTiO3 a dalvez da fardañ prierezhioù piezotredanel ha tredandougelloù evit an ardivinkoù elektronek.


Notennoù[kemmañ]

  1. United States Geological Survey (en) Liamm oberiant 24 HER 2012

Daveennoù[kemmañ]


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv ~ Taolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok

Dmitriy Mendeleyev ~ Ernest Rutherford